Levr Ester
Levr Ester a zo unan eus levrioù an Testamant Kozh.
Mammennoù
kemmañDiv vammenn a zo:
- an destenn hebreek, a gaver er Bibl hebreek
- un destenn c'hresianek hag a gaver e levrioù eilkanonel ar Bibl Katolik.
Peurliesañ ne vez kinniget nemet un destenn da zisplegañ an diforc'hioù etre an div vammenn, evel e Bibl Jeruzalem[1]
E troidigezh an Testamant Kozh gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien e kaver div droidigezh : unan el levrenn 4 (1985), "Ar salmoù hag ar skridoù all, p311 , diwar an destenn hebreek hag unan all el levrenn 5 "Al levrioù eilkanonel", 1986, p15, diwar an destenn c'hresianek. Displegañ a ra an droerien o dibab e p15 al levrenn 5.
An istor
kemmañKontañ a ra la levr istor Ester, ur Yuzevez yaouank a zeu da vezañ gwreg ar roue Artakserkses (e gwirionez Kserkses, pe Kshajarsha e perseg, Assuerus e latin, hervez Bibl Jeruzalem[2]).