Pêr ar Gall
Pêr ar Gall, ganet e Gras-Gwengamp d'an 28 a viz Kerzu 1915, hag aet da Anaon d'an 11 a viz Mae 1988 e Sant-Brieg, a oa ur beleg breizhat, troet ar Bibl e brezhoneg gantañ.
Goude e studi e Skolaj Sant-Jozef Lannuon ez eas da gloerdi bras Sant-Brieg. Gant ar brezel e voe torret e studi-beleg. Galvet e voe da soudard ha kaset war an talbenn. Buan e voe paket ha kaset da brizoniad da Alamagn. Kas a reas e amzer o teskiñ yezhoù estren evel rusianeg, poloneg hag alamaneg. Kerkent ha dieubet ec'h adstagas gant e studi er c'hloerdi.
Beleget e voe d'an 21 a viz Kerzu 1946 ha lakaet da skolaer e Plouha. E miz Gwengolo 1950 ez eas da Bleuveur-Bodoù da ren ar skol, e-pad unnek vloaz. Goude ez eas da Vur da gure e-pad bloaz e 1961. Bez e voe rener-skol er C'houerc'had eus 1962 da 1964.
Anvet e voe da berson Eviaz d'ar 15 a viz Gwengolo 1964. Eno e krogas da dreiñ ar Bibl e Brezhoneg, ger ouzh ger, diwar an hebraeg ha hep kemm urzh ar gerioù. Embannet e voe al labour-se e stumm levrioùigoù liesskrivet etre 1966 ha 1973[1].
E 1975 e kuitaas Eviaz evit mont da studiañ e-pad bloaz da Jeruzalem. Eno e studias pizh an Tanac'h evit gwellaat e droidigezh.
Distreiñ a reas e 1976 hag anvet e voe da berson e Lokarn. Kenlabourat a reas gant Job Lec'hvien, person Kergrist-Moeloù, a oa o paouez echuiñ e vrevial brezhonek.
Labourat a rejont o-daou da reiñ d'ar vrezhonegerien ur Bibl tost d'ar skrid-orin. Embannet e voe etre 1981[2],[3],[4],[5] ha 1986[6] gant An Tour-Tan. Moullet e voe an holl levrioù e "Copie 22" e Pederneg.
Ehanañ a rankas Pêr ar Gall war-dro 1983 en abeg d'ur barr seizi. Mont a reas da chom da Garmez kozh Sant-Brieg goude. Mervel a reas eno e 1988.