Kergrist-Moeloù
kumun Aodoù-an-Arvor
Kergrist-Moeloù | ||
---|---|---|
Iliz katolik Itron-Varia. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Kergrist-Moëlou | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Rostrenenn | |
Kod kumun | 22087 | |
Kod post | 22110 | |
Maer Amzer gefridi | Martine Connan[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Kreiz-Breizh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 654 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 14 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 262 m bihanañ 153 m — brasañ 302 m | |
Gorread | 47,16 km² | |
kemmañ ![]() |
Kergrist-Moeloù a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Gernev hag e kanton Rostrenenn, e departamant Aodoù-an-Arvor.
IstorAozañ
XVIIvet kantvedAozañ
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: trubuilhoù a voe er barrez d'an 19 ha d'an 20 a viz Gouere 1675[3].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 116 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,42 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil brezel-bedAozañ
- D'ar 5 a viz Genver 1944 e kouezhas un nijerez B-17F (marilhet 42-31212 ha kodet QE-K) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Kermoroux e Kergrist-Moeloù; pemp nijour a varvas, pemp nijour all a c'hellas distreiñ da Vreizh-Veur[5].
- Kemeret e voe etre 14 000 ha 15 000 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 22 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[6].
- Mervel a reas eizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Aljeria: ur soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- An iliz katolik, gouestlet d'an Itron Varia.
- Feunteun Sant-Lubin.
- Monumant ar re varv.
DouaroniezhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- François Le Guerne (1725-1789), beleg ha misioner en Amerika an Norzh, d'ar 5 a viz Genver 1725.
- 1862 : Hollsent ar Garreg, skrivagner brezhonek
- Michel Le Milinaire, gourdoner skipailh mell-droad ar Stade Lavallois, d'ar 7 a viz C'hwevrer 1931.
- Jean Kergrist, komedian, e 1940.
Tud hag o deus bevet enoAozañ
- Job Lec'hvien, bet beleg eno, ha kemeret gantañ an anv-pluenn "Job Kergrist".
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Cill na Martra | 1986 |
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 113
- ↑ 4,0 ha4,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 205, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011