Emgann Rossignol

emgann ar Brezel-bed kentañ

Emgann Rossignol zo un emgann kriz e Belgia d'an 22 a viz Eost 1914, e kumun Rossignol (hiriv staget ouzh Tintigny), e Gaume e kreisteiz ar vro, e deroù ar Brezel-bed kentañ, etre an arme alaman en un tu hag an arme c'hall en tu all, Bretoned en o zouez. N'eo nemet un darn avat eus Emgann an Harzoù (met meur a emgann a voe) etre an div arme. Da enebiñ ouzh aloubidigezh Belgia gant an Alamaned en doa roet ar jeneral Joseph Joffre an urzh da dagañ kreiz an arme alaman.

Emgann Rossignol
Rossignol map.png
49°43'01" N – 5°28'59" R
Deiziad 22 Eost 1914
Lec'h Rossignol
Banniel Belgia Belgia
Disoc'h Trec'h alaman
Perzhidi
Bro-C'hall Bro-C'hall Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Jeneraled
Lefèvre
Raffenel
Von Weber
Chales de Beaulieu
Nerzhioù
16 000 32 000
Kolloù
11 900 3 500

Graet e voe an dagadenn gant ar Pevare Arme c'hall, anezhi ur rejimant trevadennel eus Indez-Sina hag ur rannarme all.

Ar rejimantoùAozañ

 
Ar jeneral alaman, Martin Chales de Beaulieu.
  • Gant an Alamaned:
    • an 38vet hag ar 51vet Rejimant Troadeion.
  • Gant ar C'hallaoued :
    • an 3e rannarme a droadeien drevadennel (jeneral Léon Raffenel), ha war an diwezhad an 2l rannarme a droadeien drevadennel (jeneral Leblois), div rannarme eus an armead drevadennel (jeneral Lefèvre); hervez an dihelloù gall avat ne vije ket bet a soudarded indesinat en armeoù-se;
    • ar 4e armead c'hall (jeneral de Langle de Cary).

Unan eus ar c'habitened c'hall a oa anvet Paris de Bollardière, un anv a vo brudet war-dro dibenn an XXvet kantved.

An emgannAozañ

Soudarded war-droad an 3de rannarme drevadennel, dindan Léon Amédée François Raffenel, ac'h eas d'an enebour goude urzhioù Joffre, hag en em gavas dirak marc'heien alaman en hanternoz da Rossignol. A-benn ur pennad edont dirak difenn kreñv an Alamaned.

Treiñ foll a reas ar jeneral Raffenel ha lazhet e voe, evel 7 000 soudard all, en o zouez Ernest Psichari, mab-bihan da Ernest Renan.

Disoc'hAozañ

Un trec'h meur e voe d'al lu alaman, riñset e voe an nerzhioù gall gant 11 388 koll (lazhet, gloazet pe steuziet), pa ne gollas an Alamaned nemet etre 3 473 ha 3 984 soudard.

Kalonek e oa bet an unvezioù gall ha lod anezho bet kollet 70% eus o soudarded. Lazhet e voe ar jeneral Léon Raffenel hag ar penn-brigadenn Charles Rondony ha prizoniet e voe ar penn-brigadenn all Charles Montignault. Darn eus ar brizonidi paket gant an Alamaned a oa gloazet. Peurzistrujet e voe an Trede Rannarme Drevadennel gant 10 520 den lazhet, gloazet pe aet da goll ; 868 all eus an Eil Rannarme drevadennel a voe lazhet pe c'hloazet.

Torfedoù brezelAozañ

Embann a reas an Alamaned e oa bet bet tennet warno gant tud disoudard e Tintigny ha Rossignol, ma voe lazhet 63 den eus ar vro goude an emgann, ha 122 all goude, pa voent kondaonet gant ul lez-varn ofiserien alaman. Distrujet e voe 183 ti.

Tro-dro d'an emgannAozañ

Ar rejimantoù trevadennel a oa savet an darn anezho gant Bretoned ha tud eus Provañs[1],[2].

Skrivañ a ra an Tregeriad Jarl Priel e klevas e Brest e oa bret distrujet e rejimant kozh. Er bajenn 168 e lenner : Ger ebet ne rannas ar c'hazetennoù eus ar gwall-daol-se, ha den ne glevas komz eus Rossignol.

Deizioù war-lerc'hAozañ

Bodet e voe o 5000 frizoniad gant an Alamaned, da noz an emgann en-eeun hag ivez en deiz war-lerc'h, en norzh da Rossignol, en ul lec'h zo bet anvet « Camp de la Misère » goude, betek ar 25 a viz Eost pa voent kaset da Alamagn. An dud disoudard a voe implijet da zouarañ korfoù an dud hag ar c'hezeg marv e fozioù boutin. En 1917 e voe bodet ar fozioù war-goust ar c'humunioù e teir bered ha ne chom nemet div anezho ken[3],[4].

Kenderc'hel a reas kiladenn ar IVvet rannarme c'hall en deiz war-lerc'h...

MonumantoùAozañ

Un aoter zo bet savet da Ernest Psichari e Rossignol, diwar intrudu ar barzh Thomas Braun ha Henri Massis. Klasket ez eus bet lakaat Psichari, soudard a vicher, da haroz broadel gall.

Bretoned zo a zo bet merket o anv e monumantoù o farrez c'henidik:

LevrlennadurAozañ

  • M. DENOLLE, LA GRANDE GUERRE vécue - racontée - illustrée PAR LES COMBATTANTS, TOME PREMIER - pajennoù 61-65, Librairie Aristide Quillet, Paris 1922
  • ROSSIGNOL, 22 août 1914, Journal du commandant Jean MOREAU, chef d'état-major de la 3e division, Coloniale. Jean-Louis Philippart et Eric Labayle, Editions Anovi, 2002[5]

Liammoù diavaezAozañ

- (fr)

Notennoù ha daveennoùAozañ