Joseph Joffre
Joseph Joffre a oa un ofiser gall e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, ganet d'an 12 a viz Genver 1852 e Rivesaltes (Pyrénées-Orientales) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Genver 1931 e Pariz (7vet arondisamant).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Joseph Joffre |
Anv ganedigezh | Joseph Jacques Césaire Joffre |
Anv-bihan | Joseph |
Anv-familh | Joffre |
Deiziad ganedigezh | 12 Gen 1852 |
Lec'h ganedigezh | Rivesaltes |
Deiziad ar marv | 3 Gen 1931 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Lec'h douaridigezh | Les Invalides, Louveciennes |
Yezh vamm | katalaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, katalaneg |
Yezh implijet dre skrid | galleg, katalaneg |
Micher | milour |
Karg | vice president, seat 35 of the Académie française |
Bet war ar studi e | Lycée Charlemagne, École polytechnique |
Grad milourel | jeneral |
Brezel | Brezel 1870-1871, Sino-French War, Brezel-bed kentañ, First Battle of the Marne |
Skour lu | Tirlu gall |
Diellaouet gant | Servij istorel an Difenn |
Ezel eus | Académie Française, Académie des Sciences d’Outre-Mer, American Academy of Arts and Sciences |
Deskrivet dre | Marshal Joffre (1852–1931), Commander-in-Chief, French Armies |
Kroget e oa e hent soudard en trevadennoù (Tonkin, Soudan c'hall ha Madagaskar. Lakaet e voe e penn an État-Major général de l'Armée e 1911, rak arbennikaet e oa war an dezougen dre dren. E 1914, en ur vezañ penn al luioù, e lakaas da dalvezout steuñv an engalvadeg ha kreizenniñ (ar steuñv XVII). Goude-se e tifennas mennad an « argadenn divuzul », hag a oa kenteliet er Skol vrezel, hag a gousto kalz kolloù d'an droadegiezh, dreist-holl e-pad mare emgann an harzoù. Goude-se e voe diazez en trec'h evit al luioù gall e-pad Emgann ar Marne.
Ur wech talet gant brezel ar fozioù-difenn war an Talbenn kornôg, e holl argadennoù goañv 1914-1915 (e Champagne), nevezamzer 1915 (en Artois), diskar-amzer 1915 (hag un-dro en Artois ha Champagne) hag hañv 1916 (er Somme) a vo kolloù drastus. E fin 1916 e voe lakaet da maréchal de France hag erlec'hiet gant ar jeneral Nivelle. E miz Ebrel 1917, ez eo gant Viviani e penn ar bodad c'hall kaset d'ar Stadoù-Unanet Amerika evit bountañ war ar prezidant Wilson evit ma vefe savet ha kaset al lu stadunanat war an talbenn. E 1918 e voe dilennet en Académie française.
Burutellet kreñv e vez anezhañ evit e roll e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.
Buruteladennoù
kemmañEus un tu e oa azeulet evel unan eus trec'herien ar C'hentañ Brezel-bed, eus un tu all e oa dispriziet gant ar soudarded hag ar jeneraled gall abalamour d'an argadennoù gwadus a lazhas milieroù a soudarded en aner.