Emgann ar Somme
Emgann ar Somme a oa unan eus an emgannoù gwadekañ eus ar Brezel-bed kentañ. Armeoù Breizh-Veur, ar C'hommonwealth, hag hini Bro-C'hall a glaskas tremen a-dreuz linennoù arme Bro-Alamagn kreñvaet war ul linenn norzh-su a 45 km e-kichen ar Somme, e norzh Bro-C'hall, en un tric'horn etre kêrioù Albert, Péronne ha Bapaume. Unan eus emgannoù gwadekañ eus istor an denelezh eo (hep kontañ ar siviled), gant war-dro 1 060 000 gouzañver, en o zouez 442 000 den lazhet pe kollet.
Emgann ar Somme | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Rouantelezh-Unanet Frañs Aostralia Kanada Zeland-Nevez Unaniezh Suafrika Douar-Nevez Impalaeriezh Indez | Impalaeriezh alaman | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Douglas Haig Ferdinand Foch | Max von Gallwitz Fritz von Below | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
- | - | ||||||
Kolloù | |||||||
272 000 den lazhet pe kollet | 170 000 den lazhet pe kollet |
Kentañ devezh an emgann, d'ar 1añ a viz Gouere 1916, a oa an devezh gwadekañ evit arme Breizh-Veur, gant 57 470 den tizhet, en o zouez 19 240 den lazhet. Echuiñ a reas an emgann d'an 18 a viz Du 1916[1].
Evit ar wezh kentañ e oa filmet gant ur film propaganda, La Bataille de la Somme, ul lodenn vras eus euzhusted ar brezel modern gant skeudennoù eus ar c'hentañ devezhioù eus ar gombat. Dalc'het zo bet koun eus an darvoudoù gant oberennoù tennerien poltredoù ha livourien, en o zouez François Flameng liver ofisiel an armeoù a embannas e dresadennoù hag e vrastresoù niverus er gelaouenn L'Illustration.
Notennoù
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Pierre Miquel, Les Oubliés de la Somme, Tallandier, 2001. Résumé du livre
- Alain Denizot, La Bataille de la Somme, Perrin, 2002
- Alexandre THERS, La Somme - l'offensive tragique, éditeur : Histoire et Collections, les mini-guides
- H.P. Willmott, La Première Guerre mondiale, éditeur : DK Publishing
- John Keegan, La Première Guerre mondiale, Perrin, 2003
- John Keegan, Anatomie de la bataille, Robert Laffont, 1993.
- Stéphane Audoin-Rouzeau et Jean-Jacques Becker (dir.), Encyclopédie de la Grande Guerre, Bayard, 2004