Suafrika

bro e Su Afrika
Ar pennad-mañ a denn d'ar stad anvet Republik Suafrika. Evit rann su kevandir Afrika, gwelet Afrika ar Su.

Suafrika (a veze anvet Unaniezh Suafrika gwechall) zo anezhi ur republik lec’hiet e su pellañ Afrika. Broioù amezek zo dezhi en norzh, Namibia, Botswana ha Zimbabwe, hag er gevred, Mozambik ha Eswatini. Un enklozadur e Suafrika eo Lesotho.

Republik Suafrika
Banniel Ardamezioù

Sturienn !ke e ǀxarra ǀǀke
(ǀXameg : "Unvaniezh el liested")
Kan broadel
Melestradur
Renad Republik prezidantel
gant doareoù kevreadel
Dizalc'hiezh 31 Mae 1910
Kêr-benn Pretoria (Gouarnamant)
Ar C'hab (Parlamant)
Bloemfontein (Justis)
Kêr vrasañ Johannesburg
Prezidant Cyril Ramaphosa
15 C'hwevrer 2018
Yezhoù
Ofisiel 12 : afrikaneg, ndebeleg ar su, saozneg, sothoeg an norzh, sothoeg ar su, swatieg, tsongeg, tswaneg, vendeg, xhosaeg, yezh suafrikan ar sinoù, zouloueg[1]
Anzavet 9 : goudjarateg, hindeg, ndebeleg an norzh, nederlandeg, ourdoueg, portugaleg, sefoutieg, tamileg, telougoueg
Yezhoù all 15 +[2]
Douaroniezh
Gorread 1 221 037 km²
Harzoù 4 750 km
Botswana 1 840 km
Lesotho 909 km
Namibia 855 km
Mozambik 491 km
Eswatini 430 km
Zimbabwe 225 km
Aodoù 2 798 km
Uhelderioù • Izelañ : 0 m
• Uhelañ : 3 408 m
Poblañs 62 027 503 (2022)[3]
Stankted 51 den/km²
Moneiz Rand suafrikat (ZAR)
Gwerzhid-eur UTC+2 (SAST)
Kod ISO 3166 ZA
Kod pellgomz +27
Kenrouedad .za

Internet www.gov.za

N'eo ket bet heñvel emdroadur Suafrika ouzh hini ar broioù afrikat all. Daou abeg zo da se : deuet ez eus muioc’h a Europiz d’ober o annez er vro eget er broioù all ha mengleuzioù kailh a-leizh zo en he c’hondon, ar pezh a zedenne kalz Kornôgiz, dreist-holl e-pad ar Brezel yen. Dre ma oa deuet kalz a Europiz d'ar vro e weler a bep seurt tud neuzioù disheñvel dezho hiziv an deiz.
Suafrika, zo tost da 59 milion a dud o chom enni, zo er plas kentañ evit an armerzh en Afrika. E Suafrika, a-douez broioù Afrika, emañ ar poblañsoù hiron, gwenn hag indezat an niverusañ : 80,2 % a Vorianed, 8,8 % a dud hiron, 8,4 % a dud wenn ha 2,5 % a Azianed a ya d'ober poblañs Suafrika.

Goude bezañ bet bro an apartheid e-pad degadoù a vloavezhioù ez eo lesanvet ar vro bremañ ar vroad kanevedenn.

Anvioù ofisiel Republik Suafrika

kemmañ

Republiek van Suid-Afrika (afrikaneg), Republic of South Africa (saozneg), Riphabliki yeSewula Afrika (ndebeleg), Riphabliki yaseMzantsi Afrika (xhosaeg), Riphabliki yaseNingizimu Afrika (zouloueg), Rephaboliki ya Afrika-Borwa (sothoeg an norzh), Rephaboliki ya Afrika Borwa (sothoeg), Rephaboliki ya Aforika Borwa (tswaneg), IRiphabhulikhi yeNingizimu Afrika (swatieg), Riphabuliki ya Afurika Tshipembe (vendeg) ha Riphabliki ra Afrika Dzonga (tsongeg)

A-raok Europiz

kemmañ

Portugaliz

kemmañ

Izelvroiz

kemmañ

Breizhveuriz

kemmañ

Etre 1795 ha 1803 e voe aloubet Ar C'hab gant Breizh-Veur, da virout na gouezhje etre krabanoù ar C'hentañ Republik c'hall a oa o paouez aloubiñ an Izelvroioù. Goude distroet ur pennad berr d'an Izelvroioù dindan ar Republik Batav e 1803, e tistroas Breizhveuriz d'ar C'hab e 1806. Goude diskar Napoleon e 1815 e voe roet an drevadenn da Impalaeriezh Breizh-Veur, a grogas da gas trevadennerien di adalek 1818, ha dreist-holl e 1820.
Lakaet e veze an drevadennerien nevez da zont da binvidikaat an drevadenn ha da ziwall an harzoù gant ar pobloù afrikan, Xhosaed dreist-holl d'ar poent-se.

Politikerezh

kemmañ
 
Sez ar gouarnamant e Pretoria
 
Parlamant Suafrika er C’hab
 
Annez ar prezidant er C’hab

Parlamantel eo gouarnamant Suafrika, ha penn ar Stad zo war un dro Prezidant Republik Suafrika ha penn ar gouarnamant. Dilennet e vez ar prezidant goude breudoù ar parlamant divgambr, da lavaret eo gant ar Vodadenn vroadel ha gant Kuzul broadel ar Proviñsoù (National Council of Provinces, NCOP).

Ar 400 ezel eus ar Vodadenn Vroadel a vez dilennet gant ar mouezhiañ kenfeurel. An NCOP, bet krouet e plas ar Sened e 1997, zo enni 90 ezel dileuriet ganto an nav froviñs hag ar meurgêrioù.
Pep proviñs a vez renet gant ul lezennadur proviñs ungambr ha gant ur C’huzul Erounit zo ur ministr kentañ en e benn, anvet premier e saozneg hag en afrikaans. N’eo ket ken emren proviñsoù Suafrika ha, da skouer, ha proviñsoù Kanada pe re ar Stadoù-Unanet. Anv zo eus ur reizhiad kevreadel kerreizh.

Abaoe fin an apartheid ez astenn muioc’h-mui KBA (African National Congress, ANC) e veli war ar vro. Chom a ra bev-birvidik an tu-enep koulskoude, daoust ma n'en deus ket mui kement a bouez ha m’en doa a-raok. Lavaret e vez dre gustum ez eo Suafrika ar vro demokratelañ eus Afrika. Brokus a-walc’h eo he Bonreizh, da skouer, evit a sell ouzh Gwirioù mab-den.

Ret eo d’ar gouarnamant diskoulmañ an traoù a denn d'ar feulster er maezioù : adreizhet e vez an douaroù hag e-se e ranker adreiñ douaroù d’ar vorianed. Peurliesañ e rank ar gouerien afrikanerien gwerzhañ o stalioù labour-douar d’ar gouarnamant hag abalamour da se e vez sav jeu a-wechoù etrezo. War-dro 35 000 kouer zo er vro hag ur wech amzer e vezont taget gant bandennoù aozet. Lod anezho a ya da gemer perzh er stajoù komando aozet evit talañ outo dre ma ne vez roet harp dezho gant ar gouarnamant. Klask a ra meur a strollad eus an tu dezhoù-pellañ lakaat tud en o zouez da emezellañ outo dre ma santont e vezont lezet a-gostez a-wechoù.

Ret eo derc'hel soñj eus Nelson Mandela a zo bet ar c'hentañ prezidant du e Su Afrika (d'an 10 a viz Mae 1994 e voe dilennet ha betek 1999 e chomas e penn ar vro).

Gwalenn an torfederezh

kemmañ

Hervez ar gazetenn Le Monde, bet embannet d’an 28 a viz Kerzu 2004, ez eo e Suafrika e vez graet an niver brasañ a dorfedoù e-touez broioù ar bed a-bezh : 20 000 den muntret ar bloaz, 30 000 gwech e voe klasket muntrañ tud, ouzhpenn 50 000 maouez a oa bet gwallet ha war-dro 300 000 gwech e oa bet laeret tiez. Diskouez a rae mat ar stadegoù bet embannet e 2004 hag e 2005 e oa niver an torfedoù o tigreskiñ, dreist-holl evit a sell ar muntroù hag ar skrapadennoù tiez. E 2006 e oa digresket niver an torfefoù c'hoazh, ar pezh zo kalonekaus met ne oa ket ken bras an diforc'h etre 2006 ha 2005 ha ma oa bet etre 2005 ha 2004.

E 2005 e voe muntret 19 000 den, 55 000 den all a voe gwallet ha 120 000 hold-up a voe e Suafrika, hervez ar stadegoù bet embannet er gazetenn Sunday Times. André Brink, romantour suafrikan, en doa displeget e soñj diwar-benn an dorferdourezh, koulz ha diwar-benn digasted ar gouarnamant, er gazetenn « Le Monde » e miz Gwengolo 2006. Rak-se e c'hallfe politikerezh ar vro bezañ distabilaet, hervezañ. Disklêriet en doa e soñj ivez diwar-benn ar vreinadurezh, lorc’hentez ministred zo hag ar SIDA ha goulennet en doa ivez digant ministred ar yec’hed hag ar surentez reiñ o dilez dre ma oant divarrek.

Proviñsoù

kemmañ
Pennad pennañ: Proviñsoù Suafrika
 
Kartenn Suafrika gant he harzoù nevez (2005)

E fin an apartheid, e 1994, e oa graet 9 froviñs nevez diwar ar 4 froviñs eus Suafrika hag an 10 bantoustan emren pe dizalc’h a oa enni :

Menezioù

kemmañ
 
Menezioù Drakensberg e Natal

E Su ar vro emañ Menezioù Drakensberg. En em astenn a reont war 1000 km, eus Kwazulu-Natal betek proviñs ar C’hap. 3000 m a uhelder keitat int. Thabana Ntlenyana (3482 m) eo ar menez uhelañ eus ar vro. Kozh a-walc’h eo torosad Drakensberg, uhelennoù ront o stumm ennañ. En takad glasvezek-se eo emañ ar boblad San o chom. En torosad-se emañ penn orin ar stêr Orange ivez.

E norzh ar vro emañ Pilanesberg, un takad volkanek kozh. Un takad serzh a-walc’h eo, gant toulloù-diskarg niverus. Loened a bep seurt zo o vevañ eno. Plant dibar zo ivez en takad-se : Adansonia, Tek, Ebena, Hibiscus...

Plaenennoù ha dezherzhioù

kemmañ
 
Protea cynaroides

An darn vrasañ eus ar plaenennoù zo lec’hiet e gwalarn Stad dieub Orange. Du-hont e vez gounezet ar c’hementadoù brasañ a ed, maiz, kotoñs eus Suafrika ha devaset e vez deñved a-vil-vern.

Fonnus-tre eo an aour, an diamant, an uraniom hag ar glaou e kondonioù Suafrika, evel e kêrioù Kimberley ha Bloemfontein.

Dezerzh Kalahari zo e gwalarn ar vro, un deserzh tost da 1 milion km2 en em astenn ivez e Botswana hag e Namibia. Tevennoù traezh ruz ha kornioù savanennoù zo en dezerzh hanter grin-se. Un nebeud gwez, en o mesk kasia draenek ha baobabez, zo ivez. Gallout a reer gwelet kalz a loened tremenidi ennañ ivez.

 
Namaqualand e Western Cape

Ingal a-walc’h eo an aod a-hed ar Meurvor Atlantel. E Namaqualand ez eus war-dro 4000 spesad plant ( lili, aloes...) o vleuniañ ur miz ar bloaz, etre miz Eost ha miz Gwengolo. Ur c’hornad-bro touristel-tre eo. Trowardroioù Kab ar Spi Mat zo roc’hellek-tre ha trevadennoù manked zo o vevañ eno. En inizi ar Reuniged (Seal Island) ez eus reuniged eus Antarktika dreist-holl.

War an aod, e korn-bro Stellenbosch, ez eo dispar an hin evit gounit gwiniegi.

Er reter, war an aod, ez eus aodoù roc’hellek ha graeoù traezh munut a bep eil. E lec’hioù zo war an aod e vez bevennet ar c’hornioù neuial gant rouedoù evit mirout ouzh ar rinkined, bras-tre an niver anezho a-wechoù, a dagañ an dud.

E Reter ar vro emañ kêrioù kouronkañ pennañ Suafrika, evel East London, Jeffrey’s Bay, Port Elizabeth pe Durban.

Takadoù mor zo deuet da vezañ Parkoù broadel evel gwarezva Finda. Gallout a reer pleustriñ ar splujerezh danvor eno.

Armerzh

kemmañ
 
Johannesburg

Hervez an titouroù a denn d’an diorren denel, bet dastumet da-geñver Programm ar Broadoù-Unanet evit an diorren e weler eo kilet Suafrika a 35 plas er renkadur etre 1990 ha 1995. Paouroc'h eo poblañs Suafrika eget ne oa bet a-raok. Muioc'h a fiziañs a c'haller kaout e disoc’hoù ar studiadennoù nevez-se a ro ur skeudenn eus an traoù evel m'emaint (da vare an apartheid gwechall ne veze ket embannet disoc’hoù ar studiadennoù a vez graet war aozioù bevañ Afrikiz evel ma oant). Setu perak eo heverk ar giladenn-se. Notennomp ivez eo aet Suafrika da gilañ abalamour d'ar SIDA. Ar poblañsoù tud wenn n’emaint ket mui en o bleud kennebeut abalamour ma n’eus ket mui eus an apartheid hag abalamour d’ar Sida, an dorfedourezh hag ar pezh a c’hoarvezh e Zimbabwe hag en Aod-an-Olifant. Gant-se ez a un niver bras a Suafrikiz a ya kuit eus o bro d’ober o annez en Aostralia pe e Zeland-Nevez. Afrikiz a-leizh, er c'hontrol, a guita o bro evit en em staliañ e Suafrika evit gounit muioc’h a arc’hant eget na reont en o bro orin. Kuitaat a reont Suafrika avat un nebeud bloavezhioù war-lerc’h abalamour d’ar SIDA ha d’an torfedoù.

Setu amañ dindan korvoderioù bloaziek ar broioù afrikan, hervez renkadur ar Bank-bed.

  1.   Suafrika : 240,1 mimilion a zollaroù, eleze 3630 USD dre annezad.
  2.   Aljeria : 102,2 vimilion a zollaroù, eleze 3150 USD dre annezad.
  3.   Nigeria: 98,9 mimilion a zollaroù, eleze 390 USD dre annezad.
  4.   Egipt : 89,3 mimilion a zollaroù, eleze 1310 USD dre annezad.

An diforc’hiñ pozitivel

kemmañ
 
Panell da vare an apartheid

E 1994 o doa pennadurezhioù Suafrika lakaet politikerezh an “diforc’hiñ pozitivel” war-sav evit reiñ muioc’h a blas d’ar vorianed e gennadoù ar vro (melestradurioù, servijoù publik ha lezpublik, kevredadoù broadelaet ha prevez). Rak-se e voe kinniget da dud wenn, a laboure e gennadoù armerzhel niverus ar vro, da vont war o leve pe da asantiñ bezañ difredet, a-bouez ma vije roet digolloù bras dezho. Un darn vihan eus an dud wenn zo aet war baouraat (10% eus an dud-se zo o vevañ gant 1000 euro ar bloaz hiziv an deiz).

Kavet ez eus bet abeg en « diforc’hiñ pozitivel »-se peogwir o doa tennet tud tost d’ ANC dreist-holl o mad eus an diarbennoù-se. Gant-se e oa bet krouet ur renkad morianed keitat. Kerkent ha krouet ar renkad nevez-se o doa annezet ar vorianed-se ar c’harterioù ma ne oa nemet tud wenn eno e-lec’h diorren an « townships » kozh.

Gant un danevell bublik bet embannet e 2006, ma’z eo studiet ar prantad 1995-2005, e weler eo aet tud wenn a-viliadoù kuit eus Suafrika: 16,1% eus ar Suafrikaned wenn o deus kuitaet o bro dindan 10 vloaz. Kavet o deus an tuioù enep abeg er politikerezh-se hag e-se en deus adwelet ar gouarnamant e bolitikerezh a-fet diforc’hiñ pozitivel. Klask a ra neuze lakaat an divroidi niverus ha barrek-kenañ diouzh o labour pe diouzh o c’harg da zistreiñ da Suafrika. Ar bezprizantez Phume Mlambo-Ngcuka eo zo karget da adreizhañ an traoù ha broudañ a ra anezho da zistreiñ en ur brometiñ goproù dereat-kenañ dezho. .

Adreizh al labour-douar

kemmañ

Abaoe 1994 n’eus bet adroet nemet 3,6 % eus ar feurmoù d’an 1,2 milion a vorianed, pa’z eus 60 000 a dud wenn perc’henned war 80% eus ar douaroù frouezhus meret ganto. Divizet en doa ar gouarnamant e 1994 koulskoude addasparzhañ 30% eus an douaroù ac’hann da 2014.

Diskennidi ar gouerien du, zo bet diberc’hennet dre heg pe n’int ket digollet evel ma tere en desped d’al lezennoù bet votet war-lerc’h 1913, a c’hall goulenn e vefe roet o douaroù dezho en-dro. E miz Gouere 2005 e oa bet aozet « Emvod an Douar » hag ouzhpenn an hanter eus ar 4000 den o koa kemeret perzh en emvod-se o doa aliet pennadurezhioù Sufrika da dennañ o douaroù digant ar re zo perc’henn warno er mare-mañ, tra ma c’houlenne Phumzile Mlambo-Ngcuka lakaat « mailhed eus Zimbabwe » da zont da Suafrika.

Koulskoude ne zlefe ket askorusted armerzhel an douaroù-se bezañ lakaet en arvar, ar pezh a oa c’hoarvezet pa oa bet adroet d'ar Vorianed ar feurmoù a oa e traoñiennoù frouezhus Limpopo. Ne oa ket sikouret ar gouerien du ken evit a sell an teknikoù ken evit a sell an arc’hant. Evit gwir, gounezet e veze ganto an tachennoù a dalveze dezho magañ o familh met ne veze ket labouret an tachennoù all ganto.

Diorren ar gevalaouriezh du

kemmañ
 
Emdroadur ar boblañ etre 1961 ha 2004 (Sifroù FAO, 2006). E miliadoù a dud.

Abaoe 1994 o deus ar strolladoù mengleuzioù bras hag ar bankoù lezet a-c'hrad-vat etre 10 hag 26 % eus o c'hevala d’ar vorianed, d’an indianed ha d’an dud hiron. Un nebeud morianed bet e penn an ANC o doa graet berzh en o aferioù da gentañ penn dre m’o doa roet an embregerezhioù kalz eus rannoù o c’hevala dezho. Patrice Motsepe eo an den en o zouez en deus dastumet ar sammadoù brasañ. Ouzhpenn 500 milion ag euroioù en deus gounezet dindan dek vloaz.

Abaoe 2000 e vez eskemmet soñjoù e gennadoù zo (mengleuzioù, bankoù, dazparzhañ an tireoul h.a.) evit tizhout palioù zo. Rankout a raio ar c’hompagnunezhioù, hervez karta 2002 ar mengleuzioù, dilezel 26 % eus o c'hevala ac'hann da 2014. 40% eus ar sternerien a ranko bezañ morianed e 2009. Koll o gwirioù korvoiñ e c’hallfe ar c'hompagnunezhioù na zoujfent ket d'an divizoù-se.

Er mare-mañ emeur o sevel lezennoù nevez. Palioù a vo lakaet evit a sell an dilezel kevalaoù hag evit a sell eñvel ar Vorianed da sammañ kargoù uheloc’h e diabarzh an embregerezhioù. Rankout a raio an holl embregerezhioù, en ur gontañ EBE, sevel ul lizher-notennoù. (Muioc'h a chañs o do d’ar re a dapo an notennoù uhelañ g ounit ar marc’hadoù foran). Ne vo ket goulennet avat ouzh an embregerezhioù liesbroadel ober.

Sevenadur

kemmañ
Deiziad Anv brezhonek Anv saoznek
1añ a viz Genver Kalanna New Year's Day
21 a viz Meurzh Gouel Gwirioù Mab-den Human Rights Day
Gwener-ar-Groaz Good Friday
Lun Fask Easter Monday
27 a viz Ebrel Gouel ar Frankiz Freedom Day
1añ a viz Mae Gouel al Labour Labour Day
16 Mezheven Gouel ar Yaouankiz Youth Day
9 a viz Eost Gouel broadel ar Merc’hed National Women's Day
24 a viz Gwengolo Gouel ar Glad Heritage Day
4 a viz Here Gouel broadel
16 a viz Kerzu Gouel an Adunvaniñ Reconciliation Day
25 a viz Kerzu Nedeleg Christmas Day
26 a viz Kerzu Sant-Jelvestr (Gouel ar Vadelezh) Day of Goodwill

Yezhoù

kemmañ

Tremen 36 yezh a vez komzet e Suafrika : ouzhpenn d'an 12 yezh ofisiel ha d'an 9 yezh rannvroel anzavet ez eus da nebeutañ 15 yezh all.

Ne c'hall ket an den gouzout an holl yezhoù, hogen gouest e vez d’en em zibab meur a yezh hervez e vetoù : unan hag eo xhosaeg e yezh-vamm a c'hall ober gant afrikaneg ha saozneg, da skouer, mar bez ret.

Alies e vez kemmesket meur a yezh e prezeg ar pemdez, evel m'en diskouez ar c'heriaoueg amañ a-is, a zo komprenet e Suafrika a-bezh[4].

  • Afslaer (afrikaneg) : "kevranneg".
  • Amandla ! (xhosaeg, zouloueg) : "galloud !", ul lugan hag a voe arveret gant an ANC hag e gevredidi da vare ar stourm ouzh an apartheid.
  • Assagai (saozneg) : "sagae", ur goaf skañv e koad gant ur beg e metal a veze implijet-stank en Afrika a-bezh kent donedigezh an armoù-tan, ha gantan Ngunied, ar Xhosied, ar Zouloued e Suafrika. An holl dud a gompren ar ger, a zeu eus an arabeg اَلزَّغَايَة az-zaḡāya, eus ar berbereg zaġāya dre ar galleg kozh azagaie.
  • Befok (afrikaneg) : "meur", "dispar", "fuloret-bras", a-douez meur a im.
  • Bergie (afrikaneg e Cape Flats, kompezennoù [[Ar C'hab (Suafrika)|Cape Town) : "sklanker", alies unan hag a vev war tor ar menez Table Mountain (kement ha "menez" e talv berg en afrikaneg).
  • Bliksem (afrikaneg) : "daonet", le-douet skañv hag a vez implijet evel estlammadell pe anv-gwan.
  • Coloured (saozneg) : "livet", eleze "n'eo ket gwenn", d'ober meneg eus diskennidi ar sklaved a oa bet degaset eus Malaysia gant Izelvroiz an Dutch East India Company. An dud-se a zimezas gant izili eus ar boblad Khoi. Diforc'het e vez etre coloured, black ("du", diskenninnidi ar bloblad Bantou) ha white ("gwenn", diskennidi an drevadennerien deuet eus Europa).
  • Cooldrink (saozneg Suafrika) : "died fresk", da lavaret eo forzh pe zied vouilh.
  • Dagga (afrikaneg) : "lanab indian", "maric'huana".
  • Darem (afrikaneg) : "d'an nebeutañ".
  • Eish ! (xhosaeg) : estlammadell diwar arfleu pe ziskred.
  • Ewe (xhosaeg, ngunieg) : "gwir a lavarit".
  • Fok, Fokken', 'Fokkof, 'Fokkol (afrikaneg) : fuck, fucking, fuck off, fuck all.
  • Hayi (zouloueg) : "nann".
  • Icilikishe (xhosaeg) : "glazard".
  • Ja (afrikaneg) : "ya".
  • Jirre ! (afrikaneg Cape Flats) : "doue !", estlamadell.
  • Jis (afrikaneg, afrikaneg Cape Flats) : "ya".
  • Jissie, Jissie (afrikaneg) : "Jezuz", estlamadell.
  • Julle (afrikaneg) : "c'hwi", el liester.
  • Kak (afrikaneg) : "kaoc'h", implijet en holl yezhoù ofisel.
  • Klippies (afrikaneg) : "meinigoù", evit ober dave da ziamantoù pergen.
  • Laaitie (luc'haj afrikanek) : "mab", "paotrig".
  • Lekker (afrikaneg) : ledan-tre eo sterva ar ger-se, eus "blazet-mat", "saourus" da "durgnet-mat" pa gomzer eus ur vaouez ; implijet a Suafrika a-bezh.
  • Lobolo (ndebeleeg, xhosaeg, silozieg, swatieg, zouloueg) : "argouroù" a rank ur gwaz paeañ da diegezh e zousig evit lakaat an div familh da nevidañ an dimez.
  • Mies : "Itron", un aspadenn eus an apartheid, a ranke an dud coloured pe blackargouroù" implijout evit komz d'o implijerez. Implijet e vez c'hoazh hiziv, petra bennak ma klasker skarzhañ ar ger.
  • Moered (afrikaneg) : diwar an izelvroeg moeder", "mamm" ; ur ger poblek ledan-kenañ e sterva. Moer in zo bezañ fuloret-ruz, moer un den bennak zo skeiñ gantañ (pe ganti), moer ! zo "daonet 'vo !", un dra "moerse" zo dispar, kreñv, meur.
  • Moffie (afrikaneg) : dismegus evit heñvelreviad.
  • Molo (xhosaeg) : evit saludiñ un den hepken.
  • Molweni (xhosaeg) : evit saludiñ meur a zen.Ngawethu
  • Ngawethu (xhosaeg) : "dimp-ni" ; un diskan d'al lugan amandla ! meneget amañ a-us.
  • Nooit (afrikaneg) : "biken".
  • Ngawethu ! (afrikaneg) : "dimp-ni !" ; un diskan d'al lugan amandla ! meneget amañ a-us.
  • (afrikaneg) : "ya".
  • Njaps (luc'haj afrikaneg Cape Flats) : "fouzhañ".
  • Oke (saozneg Suafrika) : "paotr".
  • Ooem (afrikaneg) : "eontr" ; arveret evit komz ouzh ur gwaz dek vloaz koshoc'h darem.
  • Ou (afrikaneg) : "kozh".
  • Shici (xhosaeg) : "netra".
  • Ukuphupha (xhosaeg) : "hunvre".
  • Unjani ? (xhosaeg) : "penaos 'mañ kont ?".
  • Uxilo ! (xhosaeg) : "mantret on !".
  • Uyesu ! (xhosaeg) : "Jezuz !".
  • Yebo ! (luc'haj Suafrika) : "ya !" en holl yezhoù.

Skeudennaoueg

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Canal Afrique : skingomz etrebroadel Suafrika

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Parliament of the Republic of South Africa, 03/05/2023. Kavet : 02/07/2024.
  2. alamaneg, arabeg, gresianeg, hebraeg, sanskriteg, yezhoù koek, koekoek, koiek-sanek, ha « yezhoù all implijet evit abegoù relijiel » hervez mellad 5 rann 6 pennad 1 Bonreizh Republik Suafrika. Kavet : 19/11/2019. (en).
  3. (en) Stats South Africa – Census 2022. Kavet : 02/07/2024.
  4. (en) Meyer, Deon. 7 days. London : Hodder, 2013, pp. 401-406.