Goaf
Ur goaf zo un arm, anezhañ ur pezh houarn begek lakaet e penn un troad hir. Gant ur goafad e c'haller treuziñ korf un den. Goafer pe goafeg eo ar soudard a zoug ar goaf.
Istor
kemmañEn amzer ar ragistor e veze chaseet gant gouzifiadoù koad. Da vare oadvezh an houarn e voe lakaet houarn er penn. Er Grennamzer e veze implijet pe gant marc'hegerien pe gant troadeien da herzel ar varc'hegerien.
Hasta e oa anv goaf ar soudarded roman.
-
Marc'hegerien norman en emgann Hastings hervez Pallenn-moger Bayeux
-
Marc'hegeien en un tournamant gant o goafoù.
-
Emgann tal-ouzh-tal gant goafoù. Engravet gant Hans Holbein ar Yaouankañ (Mirdi Albertina, Vienna).