An armoù zo binvioù graet evit tagañ pe en em zifenn, dre lazhañ pe gloazañ tud pe loened. Implijet e vezont a-enep tud en emgannoù, er brezelioù, pe a-enep loened, pa vezer o chaseal.

arm
rummad implij un arm
Iskevrennad eustool, adult product Kemmañ
Deiziad krouiñ951 Kemmañ
Hashtagweapon Kemmañ
Implijet gantcombatant, hunter Kemmañ
2022 Harmonized System Code93 Kemmañ
Armoù gwechall…
… hag armoù bremañ

Skouerioù eus implij armoù eeun a gaver e-touez ar chimpanzeed, evit chaseal. Ar skouerioù koshañ eus armoù implijet gant tud zo goafoù prenn zo bet kavet en Alamagn, hag a sav da 400 000 a vloavezhioù. Armoù kentañ tud ar Ragistor a oa graet gant prenn ha mein. Diwezhatoc’h e voe graet armoù gant arem ha goude gant houarn.

Mare vodern

kemmañ

E dibenn ar Grennamzer e voe degaset ar poultr eus Sina da Europa ha kroget e voe da implij an danvez-tarzh-se evit an armoù-tan, evel ar fuzuilh. Tamm-ha-tamm e teuas an armoù-tan da vezañ efedusoc’h-efedusañ ha kemer a rejont lec’h an armoù dorn a veze implijet a-raok evel ar c’hlezeoù pe ar gwaregoù.

Donedigezh ar c'hanolioù hag ar mindrailherezioù war an tachennoù emgann a voe ur bazenn hollbouezus e domani ar brezel. Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a voe ar c'hentañ brezel gwelet evel a-vremañ dre ma oa anat e oa an tu gant ar muiañ a nevezintioù a vefe trec'h. Ur skeudenn anat eus fin ar brezelioù mod-kozh a voe implij ar vindrailherez Gatling a-enep ar re Samourai e-pad Brezel ar Boshin.

Ur wech ijinet ar c’hirri-nij e dibenn an XIXvet kantved, e voe graet gant armoù nevez, ar bombezennoù a veze taolet gant an nijerezed eus an oabl. E deroù an XXvet kantved ivez e voe kroget da implijout gazoù mougañ, e-pad ar Brezel-bed Kentañ, hag an tankoù. E-pad an Eil Brezel-bed e voe implijet evit ar wech kentañ armoù nukleel.

Oadvezh nukleel ha goude

kemmañ
 
Hiroshima dres goude ar vombezadeg nukleel

Abaoe savidigezh ar strategiezh Mutually Assured Destruction (MAD), implij an arm nukleel n'eo ket mui gwelet evel unan posubl. An niver uhel a vombezennoù nukleel a zo ken uhel ma talvezfe fin an denelezh. E-pad ar Brezel Yen, kement ar Stadoù-Unanet Amerika hag an Unvaniezh soviedel a oa bet en ur redadeg d'an armoù nukleel. Pep bro hag e harperien a oa bet o vont gant un hent a lakafe pep bloc'had da vezañ an hini galloudusañ gant an armoù derc'hanel.

Doareoù armoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.