Gatling (mindrailherez)

Ar vindrailherez Gatling, Gatling gun e saozneg, a zo marteze ar vindrailherez koshañ er bed. Ijinet e voe gant ar stadunanat Richard Jordan Gatling e 1861[1].

Mindrailherez Gatling
Skeudenn ar pennad Gatling (mindrailherez)

Ur vindrailherez Gatling war he fust
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Mindrailherez-dro 6 pe 10 kanol
Munisionoù Kartouchennoù paper, bannadelloù kalibr .58 (stumm orin)
.45-70 Government (adalek ar Model 1881)
.30 Army (adalek 1893)
Produer orin Eagle Iron Works
Cooper Firearms Manufacturing Company
Colt's Manufacturing Company
American Ordnance Company
Mare servij 1862-1911 (US Army)
Pouez ha muzulioù (stumm kentañ)
Mas hollek gant an daoubez (hep kartouchenn) 64 kg
Hirder 1.220 mm
Hirder ar c'hanol 626 mm
Perzhioù all
Lusk tennañ teorikel 200 tenn/mn (stumm kentañ e .58), etre 400 ha 900 tenn/mn (stummoù war-lerc'h gant kartouchennoù a galite)
Tizh o vont e-maez 400 m/s
Endalc'h Karger, kargañ dre c'hravitadur
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
Ur Gatling Gun stumm dek kanol

Istor ha mont en-dro

kemmañ

Fellet a rae d'hec'h ijinour sevel un arm a c'hallje kemer plas kantadoù a soudarded war an dachenn ha digreskiñ an niver a dud ret war an tachennoù-emgann[2]. Ur breved a lakaas war e vindrailherez d'ar 4 a viz Du 1862. Stumm kentañ ar Gatling gun a oa dezhañ 6 kanol a droe pa veze implijet un dornikell. Karget e veze an arm gant ur voestad a-us dezhañ a-drugarez d'ar gravitadur[3]. Awenet e oa an dore kargañ diwar hini an Agar[4]. Implijout a rae kartouchennoù paper dezhe bannadelloù kalibr .58[5]. Pevar soudard a oa ret kaout evit implijout anezhi.

 
Ur bagad Gatlings en emgann da vare ar brezel etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet (1898) taolennet gant H. Charles McBARRON e 1953.

Implijet e voe gant arme an Unaniezh e dibenn Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Daoust d'an nevezenti a zegase e save kudennoù ivez : ne oa ket bras ampled reoliañ he zennoù war ar c'hostezioù, setu e oa efedus evit gwareziñ lec'hioù strizh dreist-holl, evel pontoù pe straedoù. Implijout a rae kement a gartouchennoù hag ur gompagnunezh troadeien evit un dachenn c'holoet strishoc'h, hag abalamour d'he hed-tenn etre e c'halle bezañ tizhet gant kanolierezh an enebourien[4]. Kalz ezhommoù pourvezañ a zegase ivez : evit lakaat e plas ur strollad 6 mindrailherez[6] dezhe 10.000 kartouchenn evit pep hini anezhe e oa ret implijout 6 tenn-kezeg ha div garrigell, da lavaret eo 34 loen-kezeg.

Lakaet e voe memestra da arm ofisiel an arme e 1866[5]. Graet e voe gant ar Gatling e meur a vrezel all evel Brezel ar Boshin, ar Brezel Saoz-Zoulou[5], pe c'hoazh e argadenn ar menez San Juan e-pad ar Brezel etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet. Implijet e voe ivez gant bezennoù ha gwardoù broadel SUA (National Guard) e-pad lod eus stourmoù ar Great Railroad Strike e 1877, dreist-holl e Pittsburgh (Pennsylvania). Stummoù all eus ar Gatling a voe savet, dezhe 6 pe 10 kanol, kambret evit kartouchennoù metal adalek 1881 (kalibroù .45-70 Government ha .30 Army). Ne oe ket plijet an holl ofiserien troadegezh pe marc'hegerezh gant ar Gatling peogwir e oa hir da ziblasañ anezhi hag e lake ar fiñvadegoù war an dachenn da vezañ gorrekoc'h[4]. Tennet e voe eus ar servij e 1911 gant arme ar Stadoù-Unanet.

Un amprouenn kaset etre an 23 hag ar 25 a viz Here 1873 a ziskouezas e c'halle ar Gatling tennañ 100.000 boled diouzh renk hep darvoud-tennañ ebet[4]. Deuet eo da vezañ diazez mindrailherezioù-tro a-vremañ evel an M134 Minigun pe an M61 Vulcan.

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) Gatling gun war al lec'hienn American Civil War Story (aozer dianav) (lennet d'ar 25/07/2024)
  2. (en) «It occurred to me that if I could invent a machine—a gun—which could by rapidity of fire, enable one man to do as much battle duty as a hundred, that it would, to a great extent, supersede the necessity of large armies, and consequently, exposure to battle and disease be greatly diminished.» Richard Jordan Gatling, lizher d'ur c'hamarad, meneget e Gatling Gun, war lec'hienn History, 09/09/2021 (lennet d'ar 25/07/2024)
  3. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 238
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 (fr) BERNARD Vincent, La Gatling, une légende à 200 balles la minute, e Sciences & Vie Guerres & Histoire n°49, miz Even 2019, pp. 62-66
  5. 5,0 5,1 ha5,2 (en) Gatling Gun, war lec'hienn History, 09/09/2021 (lennet d'ar 25/07/2024)
  6. Doare standart ur strollad mindrailherezioù en US Army e 1906.
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan