An hed-tenn eo, e geriaoueg an armoù, an hed a a c'hall bezañ graet gant ur vannadell a-raok koll he nerzh ha paouez penn-da-benn. Stag eo ouzh perzhioù an arm hag e vunision. Uheloc'h e vez da skouer en un arm-tan rizennet e ganol evit en unan flour e ganol. Tri seurt hed-tenn a c'haller disheñvelaat, eus an tostañ d'ar pellañ :

  • an hed-tenn pleustrek : an hini a c'haller tizhout en ur chom resis hag efedus hervez ar sistem-bukañ, perzhioù an arm pe liv an amzer da skouer.
  • an hed-tenn efedus, ma chom marvus pe toullus ar vannadell, hep n'hallfe an tenner bezañ resis.
  • an hed-tenn d'ar muiañ, a vez graet gant ur vannadell betek koll he nerzh penn-da-benn.

Ur boled 9 mm Parabellum a zo da skouer war-dro 1.700 e hed-tenn d'ar muiañ[1], met izeloc'h eo e hed-tenn efedus, hag izeloc'h c'hoazh e hed-tenn pleustrek pa vez implijet e armoù evel ar pistolennoù a zo berr o c'hanol ha savet evit emgannoù a-dost.

Pennadoù kar

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) DAUBRESSE Alain, Portée réelle et danger potentiel des cartouches, Littlegun (lennet d'an 18/12/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan