Digeriñ al lañser pennañ
Emgann Yorktown e-kerzh Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet a redias ar Rouantelezh-Unanet da gregiñ gant marc'hata, betek Feur-emglev Pariz ha krouidigezh Stadoù-Unanet Amerika.

An United States Army pe US Army, berraet en USA, eo skourr pennañ an United States Armed Forces gant ar c'hefridi da gas da benn an obererezhioù milourel war zouar. Bez'ez eo unan eus seizh servij milourel Stadoù-Unanet Amerika hag a vez graet Army of the United States anezho e bonreizh ar vro, Pennad 2, rann 2, mellad 1 hag en United States Code, Titl 10, istitl B, Chabistr 301, rann 3001. Skourr niverusañ ha koshañ nerzhioù al lu stadunanat eo. Gwriziennoù an US Army arnevez zo er Continental Army hag a oa bet savet d'ar 14 a viz Even 1775 evit brezeliañ e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (17751783) a-enep galloud ar Rouantelezh-Unanet.

Goude ar brezel reveulzier, Congress of the Confederation a grouas an United States Army d'an 3 a viz Even 1784, evit kemer plas ar C'hontinental Army divodet. An United States Army a gendalc'h gant an hengoun da vezañ diskennad ar C'hontinental Army, hag a laka war wel deiziad e c'hanedigezh evel nerzh stourm e 1775.

Kefridioù pennañAozañ

An United States Army zo skourr obererezhioù milourel war zouar an U.S. Armed Forces. Rann 3062 eus Titl 10 an US Code a zisklêir ez eo kefridiet an Army gant :

  • gwareziñ ar peoc'h hag ar surentez ha da zegas evit difenn Stadoù-Unanet Amerika, ar C'hommonwealth pe dalc'hoù pe forzh peseurt douar dalc'het gant ar vro;
  • harpañ politikerezh ar vro ;
  • tizhout palioù ar vro ;
  • trec'hiñ forzh peseurt vro kablus eus oberioù tagus a lakafe ar peoc'h ha surentez Stadoù-Unanet Amerika en arvar.


Gwelet ivezAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.