Kenglad ar Broadoù

(Adkaset eus Commonwealth)

Kenglad ar Broadoù (saozneg: Commonwealth of Nations), anvet Commonwealth ent-berr alies, a zo un aozadur etregouarnamantel hag a vod 53 stad dizalc'h. War-bouez teir anezho e oant lodennoù eus Impalaeriezh Breizh-Veur.

Kenlabourat a ra an izili e framm talvoudegezhioù ha palioù boutin, a zo bet eztaolet e Disklêriadur Singapour. En o zouez emañ brudañ an demokratelezh, gwirioù mab-den, ar merañ mat, ar stad a wir, frankiz pep hini, an ingalded, ar c'henwerzh frank, al liesduegezh hag ar peoc'h er bed. N'eo ket Kenglad ar Broadoù un unaniezh bolitikel, met un aozadur etregouarnamantel a vez sellet ouzh e izili, ken disheñvel e vefe o stadoù sokial, politikel pe ekonomikel, en un doare ingal.

Ober a ra war-dro dre harp Sekretouriezh ar C'henglad, a zo renet gant Sekretour Meur ar C'henglad, hag emvodoù bep daou vloaz etre pennoù ar gouarnamantoù. Aroueziet e vez ar c'hevredañ gant penn ar C'henglad, a zo ur garg lidek, renet bremañ gant Elizabeth II a Vro-Saoz. Rouanez eo ivez Elizabeth II en un doare disheñvel, e 16 ezel ar C'henglad, anver "gladoù ar C'henglad".

Ur forom eo ar C'henglad evit aozadurioù nann-gouarnamantel zo, anavezet evel "familh ar C'henglad", a vez boulc'het gant savadenn etregouarnamantel ar C'henglad. Aozet e vez, da skouer, C'hoarioù ar C'henglad, a zo un obererezh vrudet eus an aozadurioù-mañ. Kreñvaat a ra an aozadurioù-se sevenadur boutin ar C'henglad, war dachenn ar sport, al lennegezh, ha doareoù gouarnamant ha lezenniñ. Abalamour da se ne vez ket sellet broioù ar C'henglad evel "estren" an eil ouzh eben.

Broioù ezel kemmañ

Sed amañ roll ar broioù ezel eus Kenglad ar Broadoù:

Afrika kemmañ

Amerika kemmañ

Azia kemmañ

Europa kemmañ

Oseania kemmañ

Izili kozh kemmañ