Digeriñ al lañser pennañ

Kenya zo ur vro e reter Afrika. En-dro dezhi emañ Soudan ar Su hag Etiopia en norzh, Somalia ha Meurvor Indez er reter, Tanzania er su, hag Ouganda er c’hornôg. Nairobi eo ar gêr-benn.

Jamhuri ya Kenya
Republic of Kenya

Republik Kenya
Banniel Kenya Skoed-ardamez Kenya
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Harambee"  (swahileg :
"Kenlabouromp")
Kan broadel: Ee Mungu Nguvu Yetu
"O Doue hon nerzh"
Lec'hiadur Kenya
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Nairobi


1°16′S 36°48′E

Yezh(où) ofisiel Swahileg, Saozneg1
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Uhuru Kenyatta
Dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet 
 - Deiziad 12 a viz Kerzu 1963 
 - Republik embannet 12 a viz Kerzu 1964 
Gorread
 - Hollad 580.367 km² (47vet)
 - Dour (%) 2,3
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 34.707.8172 ()
 - niveradeg C’hwevrer 2007 31.138.735
 - Stankter 59/km² (140vet)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $48,33 miliard (76vet)
 - Keidenn $1 445 (156vet)
FDD  (2004) Green Arrow Up.svg0.491 (izel) (152)
Moneiz Shilling Kenya (KES)
Gwerzhid-eur (UTC+3)
 - Hañv (Eur hañv) n'eus ket (UTC+3)
Kod kenrouedad .ke
Kod pellgomz +254
1 Hervez ar Vonreizh eus 1998 ez eo ar swahileg hag ar saozneg an div yezh ofisiel a c’heller ober ganto er Vodadenn Vroadel. Yezhoù all a gomzer er vro : Gĩkũyũ, luhya, luo, masaieg, meru, embu, arabeg, somalieg, hindeg
2> An istimadur-se a ra stad eus ar verventi dleet d’ar SIDA, zo uhel-mat er vro.

Dont a ra anv ar vro eus hini ur menez, Menez Kenya, ar menez uhelañ er vro (5 199 m uhelder).

A-gozh eo annezet Kenya, peogwir ez eus bet kavet eno lod eus roudoù koshañ mab-den war an douar (korfoù-eskern "Australopithecus afarensis", a veve meur a vilion a vloavezhioù zo).

Dont a reas Kenya da vezañ un drevadenn europat e dibenn an XIXvet kantved, gant helebini etre Alamagn hag ar Rouantelezh Unanet evit lakaat o c’hrabanoù war domanioù sultaned Zanzibar. A-benn ar fin e voe savet "British East Africa" e 1895 ha trevadennerien deuet eus Breizh-Veur a grogas d’en em staliañ war an douaroù gwellañ. Etre 1952 ha 1959 e voe emgannoù kalet etre an emsaverien Mau Mau ha nerzhioù Breizh-Veur. Dont a reas Kenya da vezañ ur stad dizalc’h, a-benn ar fin, d’an 12 a viz Kerzu 1963.

Ar saozneg hag ar swahileg eo yezhoù ofisiel ar stad. Meur a yezh a gaozeer er vro, yezhoù eus familhoù disheñvel : yezhoù bantouek (evel ar gikouyoueg, al luhya…), yezhoù nilotek (evel ar masaieg, an tourkaneg…), yezhoù kouchitek (evel ar somalieg, an oromoeg,…).

Rannoù melestradurelAozañ

 
Proviñsoù Kenya

Rannet eo Kenya en eizh proviñs :

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.