Ginea
Evit sterioù all ar ger Ginea, gwelet amañ.
Ginea (ent-ofisiel Republik Ginea) zo ur stad eus kornôg Afrika. A-wechoù e vez graet Ginea Conakry anezhi evit lakaat kemm etrezi ha div stad all anvet Ginea en Afrika : Ginea-Bissau ha Ginea ar C'heheder. En-dro da C’hinea emañ Ginea-Bissau er c’hornôg, Senegal en hanternoz, Mali er biz, Aod an Olifant er reter, Liberia ha Sierra Leone er c’hreisteiz, hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg.
République de Guinée Republik Ginea | |||||
| |||||
Kêr-benn | Conakry | ||||
---|---|---|---|---|---|
Yezh(où) ofisiel | Galleg | ||||
Gouarnamant | Republik vonreizhel | ||||
- Prezidant | Mamady Doumbouya | ||||
- Kentañ Ministr | Mohamed Béavogui | ||||
dizalc'hded | diouzh Bro-C'hall | ||||
- disklêriadur | 2 Here 1958 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 245 857 km² (75añ) | ||||
- Dour (%) | tost nul | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2018 | 12 414 293 () | ||||
- Stankter | 40,9/km² (164) | ||||
Moneiz | Franc guinéen (GNF )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .gn | ||||
Kod pellgomz | +224 |
Poblet eo gant un eizh milion bennak a dud. Conakry (Konaakiri) eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ, gant ur milion hanter a annezidi. Kêrioù bras all zo evel Nzérékoré, Kindia ha Kankan.
Diforc’hioù bras zo er vro etre an arvor, douaroù uhel ar menezioù Fouta Djallon, savanenn an hanternoz hag ar gevred zo koadet-stank. Ar stêrioù Niger, Gambia ha Senegal zo o eien e Ginea.
Un drevadenn c’hall e oa, a-raok 1958 pa oa bet embannet ur stad dizalc’h. E-pad pell eo bet renet ar vro gant diktatouriezh « sokialour » Ahmed Sékou Touré.
Ar galleg eo ar yezh ofisiel e Ginea. Meur a yezh all a gaozeer er vro, evel ar fulfulde pe pulaar, ar maninka…
IstorAozañ
- 5 a viz Gwengolo 2021 : taol-stad a-enep ar prezidant Alpha Condé.
DouaroniezhAozañ
RannvroioùAozañ
Rannet eo Ginea e 8 rannvro velestradurel :
Pe e peder rannvro naturel :
Liammoù diavaezAozañ
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland