Madagaskar

Bez' eo Madagaskar (Madagasikara e malagasieg) ur vro hag un enezenn eus Meurvor Indez, a-dal da aod gevred Afrika. Rannet eo diouzh ar c'hevandir-se gant kanol Mozambik. Antananarivo eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ.

République de Madagascar
Repoblikan'i Madagasikara
Banniel Madagaskar Skoed Ardamez Madagaskar
Banniel Madagaskar Skoed Ardamez
Ger-stur : Fitiavana, Tanindrazana, Fandrosoana
(Karantez, Mammvro, Araokaat)
Lec'hiadur Madagaskar
Yezhoù ofisiel Malagasieg, galleg
Kêr-benn Antananarivo
Statud politikel Republik
Dizalc'hiezh (diouzh Bro-C'hall)
26 a viz Mezheven 1960
Prezidant Andry Rajoelina
Kentañ ministr Christian Ntsay
Gorread
• En holl
• % dour

587.041 km²
0,9%
Poblañs
2005 war-dro
Stankter ar boblañs

25 683 610
44/km²
Moneiz Malagasy ariary (MGA)
Kan broadel Ry Tanindrazanay malala ô
(O, douar kaer hon tadoù-kozh)
Devezh ar vro 26 a viz Mezheven
Kod war ar Genrouedad .mg
Kod pellgomz 261

Enezenn vrasañ Afrika eo Madagaskar, hag ar pempvet enezenn vrasañ er bed. Kavout a reer eno gouennoù loened ha plant dibar, na vezont ket kavet e lec'h all. En o zouez e c'heller menegiñ al lemureged.

Dindan warezveli Bro-C'hall emañ Madagaskar etre 1883 ha 1897, ha goude un emelladenn vilourel eo staget outi. Un drevadenn e teu da vezañ eta. Adkavout a ra he emrenerezh e 1958 hag he dizalc'hiezh e 1960.

Ar malagasieg eo ar yezh komzet ar muiañ er vro. Div yezh ofisiel a zo : ar malagasieg hag ar galleg. Ar saozneg a oa bet lakaet e-pad ur pennad da yezh ofisiel[1], met n'eo ket bet degemeret an dra gant ar referendom war ar vonreizh e 2010.

Ezel eo ar vro ouzh ABU, FME, ar Frankofoniezh, Unaniezh Afrika, Komunouriezh Diorren Afrika Aostral, Kenvarc'had Afrika Reterat hag Aostral ha Bank Diorren Afrika.

IstorAozañ

Sellout ouzh ar pennad Istor Madagaskar.

RannvroioùAozañ

Rannet eo Madagaskar e 6 proviñs ha 22 rannvro.

   
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

ArmerzhAozañ

Ezporzhiañ a ra tireoul (Texaco), uraniom (Areva), ilmenit (Rio Tinto), nikel (Dynatec hag Arcelor), niobiom, hag ivez chevr, vanilhez ha litchi. Kentañ keveler kenwerzh Madagaskar eo deuet da vezañ Sina e 2015.

PoblañsAozañ

E 2005 e oa war dro 18 606 000 annezad. E 2018 e oa 25 683 610.

A orin aostronesian eo ar boblañs. 19 kenel bennañ a zo.

SevenadurAozañ

NotennoùAozañ

  1. Madagascar adopts English as official language, ClickAfrique.com, 10 April 2007.