Malawi (Malaŵi e chichewa, distaget /malaβi/; Malawi e saozneg, distaget /məˈlɑːwi/), anvet Nyasaland gwechall, a zo ur vro eus reter Afrika, war glannoù al lenn Malawi (pe lenn Nyasa). Harzoù he deus gant Tanzania en norzh hag er reter, gant Mozambik er reter, er su hag er c'hornôg, ha gant Zambia er c’hornôg. Lilongwe eo he c'hêr-benn.

Dziko la Malaŵi
Republic of Malawi
Banniel Malawi Skoed-ardamez Malawi
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Unity and Freedom"
Kan broadel: Mulungu dalitsa Malaŵi  (chichewa)
Oh God Bless Our Land of Malawi  (saozneg)
Lec'hiadur Malawi
Lec'hiadur Malawi
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Lilongwe
13°57′S 33°42′R
Yezh(où) ofisiel Saozneg (yezh ofisiel)
Chichewa (yezh vroadel)
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Lazarus Chakwera
Dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet 
 - Dizalc’hiezh 6 a viz Gouere 1964 
 - Republik 6 a viz Goure 1966 
Gorread
 - Hollad 118 484 km² (99vet)
 - Dour (%) 20,6%
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 12 884 000 ()
 - niveradeg 2008 13 077 160
 - Stankter 110/km² (91vet)
Moneiz kwacha Malawi (MWK)
Gwerzhid-eur (UTC+ 2)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 2)
Kod kenrouedad .mw
Kod pellgomz +265

Unan eus broioù pobletañ Afrika eo. Diazezet eo hec'h armerzh war al labour-douar dreist-holl, gant gounezerezh hag ezporzhierezh ar butun.

Poblañs kemmañ

Poblañs Malawi zo tremenet eus 4 milion a dud e 1966 da 13 milion e 2008[1]. Hervez niveradeg 2008 e oa war-dro 51 500 a annezidi ganet en estrenvro, dreist-holl e Mozambik (19 000).

82.7% eus an dud zo kristenien ha 13% muzulmiz.

Skeudennoù kemmañ

Rannoù melestradurel kemmañ

 
Rannvroioù ha distrigoù Malawi

Rannet eo Malawi e teir rannvro hag 28 distrig :

Daveenn kemmañ

  1. Dezrevell niveradeg 2008

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.