Ar reolad ISO 4217 (ICS 03.060 ha 01.140.30) pe reolad ar moneizoù zo anezhi ur reolad etrebroadel graet gant Aozadur etrebroadel evit ar reolatañ. Teir lizherenn zo enni.

He div lizherenn gentañ a zeu eus anv ar stad, lizherenn gentañ ar moneiz eo he hini diwezhañ. Un nebeud skoueroù : USD evit an dollar amerikan, JPY evit ar yen, GBP evit al lur sterling (GB evit Great Britain, P evit Pound)... Nemet an euro en deus ur sistem all peogwir n'eo ket ur stad met un toullad stadoù : EUR evit an euro.

Lakaat a ra ar reolad-mañ d'ober an diforc'h etre moneizoù zo, heñvel o anv ( dollar, franc, lur, dinar, dirham...). ]. Servijout a ra ivez da welet sklaer etre an unanenn voneizel hag e rann pe rannoù (an euro hag e santimoù da skouer).

E-touez ar reoladoù ISO-4217 e kaver ivez reoladoù evit ar metaloù prizius : aour, arc'hant, paladiom ha platin.

Implijet e vez gant bed an aferioù hag ar bankoù, met ivez war bilhedoù an tren hag ar c'harr-nij.

Ar BSI (British Standards Institution) eo an aozadur a ra war-dro roll ar reoladoù-mañ. E Londrez emañ.

Liammoù diabarzh kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ