Platin
Un elfenn gimiek eo ar platin ; Pt eo e arouez kimiek, 78 e niver atomek ha 195,084 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo, a ro e anv d'ur familh dibar a-douez ar metaloù-se[1].
| ||||
---|---|---|---|---|
Iridiom – Platin – Aour | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 78 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 10 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | 195,084 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 5d9 6s1 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 17, 1 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | - 4 (Oksidenn bazennek skañv) | |||
Tredanleiegezh | 2,20 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 864,382 kJ/mol 2: 1 791,056 kJ/mol | |||
Skin atomek | 213 pm | |||
Skin kenamsav | 130 pm | |||
Skin Van der Vaals | 175 | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 21,450 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 768,2 °C | |||
Bervverk | 3 825 °C | |||
Tredanharzusted | 105 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
Strinkennoù platin
| ||||
Istor
kemmañEn Ecuador dija, kent ma voe tizhet Amerika gant Kristol Goulm e 1492, e veze fardet traezoù gant ur c'hendeuzad platin hag aour. E 1557 e teskrivas an Italian Giulio Cesare della Scala ur metal nobl dianav bet kavet etre Mec'hiko ha Panamá "n'eur ket deuet a-benn da deuziñ na dre dan na dre ardoù spagnat".[2]
Ul loargresk troet war-du an tu kleiz (an argant), e dor stag ouzh un heol (an aour) ur pik en e greiz — dre genstagañ arouezioù an argant hag an aour e savas an alkimiourien arouez ar platin |
E 1741 e kasas ar metalour saoz Charles Wood standilhonoù platin d'ar c'himiour William Brownrigg, hag e 1746 ez erruas reoù all e Spagn gant ar skiantour Antonio de Ulloa.
E 1748 ez embannas A. de Ulloa un deskrivadur eus an elfenn, hag e 1750 e kinnigas Ch. Wood un danevell all d'ar Royal Society[3]. D'e heul e voe studiet ar platin gant meur a skiantour, en o zouez ar c'himiour svedat Henrik Scheffer a embannas e 1752 penaos e oa deuet a-benn da deuziñ "an aour gwenn" dre ober gant arsenik.[2]
E 1772 e voe ar platin arsellet-pizh gant ar c'himiour prusian Karl Heinrich Joseph Reichsgraf von Sickingen, a zeuas a-benn d'e c'hoveliañ goude bezañ e gendeuzet gant aour, dileizhet ar c'hendeuzad en dour real (HNO3 + 3HCl) ha dizileizhet ar meskaj gant kloridenn amoniom (NH4Cl). Pelloc'h e 1784 e fardas ar Prusian all Franz Karl Achard ur gleuzeur e platin, dre deuziñ ar metal gant harp arsenik.
Kenderc'hadur
kemmañKementad (t) | Dregantad | |
---|---|---|
Suafrika | 139 | 72,4 |
Rusia | 26 | 13,5 |
Kanada | 10 | 5,2 |
Zimbabwe | 9,4 | 4,9 |
Stadoù-Unanet Amerika | 3,7 | 1,9 |
Sammad ar 5 Stad | 188,1 | 97,9 |
Broioù all | 3,9 | 2,1 |
Sammad er bed | 192,0 | 100,0 |
Perzhioù
kemmañUr metal liv an argant eo ar platin. Ker govelius hag orjalennus hag an aour eo ar platin glan e gwirionez : iridiom, osmiom ha kementadoù munut a vetaloù eus familh ar platin a oa er standilhonoù bet arsellet gant Europiz en XVIIIvet kantved. N'eus nemet an aour a gement zo goveliusoc'h eget ar platin, a zo ivez an orjalennusañ eus ar metaloù en o stumm glan. Pounneroc'h eget an aour ao ar platin.[5] Ken govelius eo ma ranker alies e gendeuziñ gant metaloù kalet eus e familh : rodiom, osmiom, iridiom pergen.
Kimiek
kemmañDigemm e chom ar platin en aer, e forzh pe wrezverk e ve, hogen lakaat a ra an hidrogen hag an oksigen da darzhañ. A-c'houde arnodennoù K. von Sickingen e ouzer e zileizhañ da reiñ H2PtCl6 (trenkenn gloroplatinek).
Izotopoù
kemmañC'hwec'h izotop eus ar platin a gaver en natur ha 31 skinizotop zo bet kevanaozet, Pt-193 o vezañ an hini stabilañ (hanter-vuhez : 50 vloaz).
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez |
---|---|---|
190Pt | 0,014 | 6,5 x 10−11 bloavezh |
192Pt | 0,782 | > 4,7 x 1019 bloavezh |
193Pt | kevanaozet | 50 bloavezh |
194Pt | 32,96 | stabil, 116 neutron |
195Pt | 33,832 | stabil, 117 neutron |
196Pt | 25,242 | stabil, 118 neutron |
198Pt | 7,163 | > 3,2 x 1014 bloavezh |
Arver
kemmañWar-dro 20 % eus an traezoù a vez kenderc'het er bed ez eus platin enno.
- Bravigerezh (priziusoc'h eget an aour eo ar platin)
- Elektronik : harzelloù ; dougelloù ; binvioù-muzuliañ ; pladennoù-kalet an urzhiataerioù ; luc'hedañvoù ; skrammoù strinkennoù liñvel
- Fizik : gwrezdaouadoù ; gwarelloù (kendeuzad Pt-Co)
- Gounezerezh : danvezioù-strujañ
- Kirri-tan : trelosker er c'horzennoù-moged (arver pennañ ar platin eo, 46 % eus ar Pt kenderc'het) ; dour-tan
- Kimiezh : kleuzeurioù, ha lies endalc'herioù ; danvezioù-tarzh ; penturioù ;
- Metalouriezh : pezhioù metalek a rank delc'her d'an daskrignat ; harzelloù da dommañ gourfornioù
- Mezegiezh : follennoù metalek (glannder 99,99 %) evit mezegiezh an dent ; kimigurañ ar c'hrign-bev ([PtCl2(NH3)2], anvet Cisplatin, "penikillin ar c'hrign-bev") ; tredanfraouerioù (pacemaker)
- Muzulioù : stalon ar c'hilogramm
- Tredanerezh : kenstokoù ; anodoù da wareziñ al listri, an eoulsanioù danvor, ar chaoserioù metalek diouzh an tredanrannadur
- Kendeuzet gant wolfram : elieneroù evit ar c'hirri-nij ; pibennoù radar, jaojoù destrizhoù, afelloù, harzelloù da dommañ
Notennoù
kemmañ- ↑ 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt e-unan eo ar familh.
- ↑ 2,0 ha2,1 WEEKS Mary Elvira, Discovery of the Elements, 2010, Kessinger Publishing, Whitefish, USA, ISBN 978-0-8486-8579-9, ha GoogleBooks Liamm oberiant 17 KZU 12
- ↑ Royal Society Liamm oberiant 17 KZU 12
- ↑ USGS
- ↑ The A to Z of Materials (en) Liamm oberiant 17 KZU 12
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |