Un elfenn gimiek eo ar rodiom ; Rh eo e arouez kimiek, 45 e niver atomek ha 102,905 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.

Rodiom
RuteniomRodiomPalladiom
Co
Rh
Ir
taolenn beriodek, Rodiom

Niver atomek 45
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 9
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 4d8 5s1
Niver oksidadur +3
Tredanleiegezh 2,28
Skin atomek 134,5
Tolz atomek 102,90550



1 gram poultr, 1 g gwasket, 1 g poultr adteuzet

Teskad ar palladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat 45Rh, 44Ru, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt.
Unan eus ar metaloù ralañ en Douar eo ar rodiom, alese e briz uheloc'h eget hini an aour ; diaes eo e dennañ eus kailhoù ma vez kemmesket gant palladiom, platin, argant hag aour.
Nebeut-tre ag elfennoù eus TaP a vez tennet eus an douar, war-dro 400 tonennad e 2011, enno un 20 tonennad rodium hepken a vloaz da vloaz. Eus Suafrika e teu ar rodiom dreist-holl (war-dro 80 %), heuliet gant Rusia.[1]
Diwar skiriadur derc'hanel izotop an uraniom-235 235U e teu rodiom, neuze e c'hallfed e genderc'hañ dre implijout uraniom kozh ar c'hreizennoù nukleel ; ret e vije avat mirout izotopoù skinoberiek ar rodiom degadoù-pad a-benn izelaat o skinoberiegezh, ar pezh na dalvezje ket ar boan hervez reolennoù an armerzh.

Istor kemmañ

Gant ar c'himiour saoz William Hyde Wollaston e voe hiniennekaet ar rodiom e 1803, diwar un tamm kailh platin deuet eus Suamerika. Eus an henc'hresianeg ῥόδον rhodon, "liv roz" e teu an anv rodiom.

Perzhioù kemmañ

Ur metal kalet liv an argant eo ar rodiom, 12,45 g/cm3 e zouester. E 1 964°C e teuz, en ur lonkañ oksigen a vez advannet en aergelc'h pa zistro ar metal da galet. E 3 695 °C e verv.
Uhel eo disvannusted ar rodiom, da lavaret eo ez adkas an darn vuiañ eus ar gremm a sko outañ (gwarellvaez pe c'houloù.

Kimiek kemmañ

Ne c'haller ket oksidañ ar rodiom, zoken dre e dommañ ; ne vez taget gant trenkenn ebet, hogen tu zo d'e zileizhañ un tammig en dour real (HNO3 + 3HCl).
Petra bennak ma 'z eo + 3 niver oksdidadur ar rodium peurliesañ ez eus bet gwelet stadoù + 0 betek + 6.

Izotopoù kemmañ

103Rh eo an izotop nemetañ a gaver en natur a-douez ar 25 skinizotop a anavezer, eus 93Rh betek 117Rh.

Arver kemmañ

  • Greanterezh : 80 % eus ar rodiom a vez kenderc'het a ya da fardañ emdroerioù treluskel evit ar c'hirri-tan a-benn digreskiñ ar saotradur. Er gwer e lakaer rodiom ivez, war ar melezourioù pergen en abeg d'e disvannusted uhel. Lakaet e vez e kendeuzadoù platin ha palladiom evit ma ne verglfent ket ; en ardivinkoù a labour e gwrezverkoù uhel (fornioù da fardañ gwer, da skouer) ez arverer ar c'hendeuzadoù-se. Kenstokoù tredanel a vez gwisket gant rodiom evit na verglfent ket.
  • Kimiezh : arveret e vez evel trelusker.
  • Bravigerezh : plakennet e vez an aour gwenn gant rodiom evit ma vije skedus, hag an argant evit ma ne vije ket oksidet. Lod bravigoù ker-ruz zo e rodiom penn-da-benn daoust da galeter ar metal-se.

Notennoù kemmañ

  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 19 HER 12


Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok