Un elfenn gimiek eo ar ruteniom ; Ru eo e arouez kimiek, 44 e niver atomek ha 101,7 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.

Ruteniom
TeknetiomRuteniomRodiom
Fe
Ru
Os
taolenn beriodek, Ruteniom

Niver atomek 44
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 8
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 4d7 5s1
Niver oksidadur +3
Tredanleiegezh 2,2
Skin atomek 132,5
Tolz atomek 101,7



Teskad ar palladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt. Ral-tre eo ar ruteniom, ha ne vez kavet nemet kevret gant unan eus metaloù TaP — ar platin, an osmiom hag an iridiom peurliesañ. E mengleuzioù nikel dreist-holl e kaver TaP, ha ruteniom neuze.
Nebeut-tre ag elfennoù eus TaP a vez tennet eus an douar, war-dro 400 tonennad hepken e 2011, enno un 12 tonennad rutenium hepken a vloaz da vloaz. Eus Suafrika e teu TaP dreist-holl, heuliet gant Rusia, Kanada, Stadoù-Unanet Amerika ha Zimbabwe kent Kolombia hag ar broioù all.[1]

Kent donedigezh Kristol Goulm da Amerika e veze metaloù teskad ar platin arveret gant ar sevenadurioù a oa eno, hag anavezet e oant gant kimiourien Europa adalek kreiz ar XVIvet kantved.
Gant ar c'himiour polonat Jędrzej Śniadecki e voe embannet dizoloadenn an elfenn e 1808, dindan an anv vestiom, hogen mont a reas war e c'hiz diwezhatoc'h.
E 1844 e voe hiniennekaet an elfenn 44 gant ar Rusat Karl Karlovitch Klaus, dre zielfennañ restadoù ur bloc'had platin. Eus Ruthenia, anv latin Rusia, e teu an anv ruteniom a roas d'an elfenn nevez.

Perzhioù

kemmañ

Ur metal kalet liv an argant eo ar ruteniom, 12,37 g/cm3 e zouester. Da 2 334°C e teuz, ha da 4 150 °C e verv.

Kimiek

kemmañ

Oksidet e vez da ≈800 °C, ne vez taget gant trenkenn ebet. Gant halogenoù avat e vez taget e gwrezverkoù uhel, ha dileizhañ a ra e bazennoù teuz. Da zreistreüs e tro pa vez kendeuzet gant molibden e gwrezvekoù izeloc'h eget -262,55 °C.

Izotopoù

kemmañ

102Ru zo unan unan ar seizh izotop a gaver en natur, ha 34 izotop all zo bet dizoloet. Pemzek skinizotop zo ivez, eus 90Ru betek 115Ru, gant un hanter-vuhez berroc'h eget 4,44 eurvezh.

  • Greanterezh : kaletaet e vez ar platin hag ar palladiom gant ur filmad ruteniom evit fardañ kenstokoù tredanel, ar pezh eo arver paotañ Ru peogwir e vez marc'hadmatoc'h eget rodiom. En tredanerezh ivez ez implijer ruteniom evit fardañ harzelloù. An hanter eus ar ruteniom a vez kenderc'het a ya gant an daou implij-se[2].

Ouzhpennet e vez ruteniom d'ar c'hendeuzadoù titaniom a-benn stourm ouzh an oksiderezh.
Gouest eo lod kenaozadoù ruteniom da lonkañ ar gouloù, ar pezh a vez implijet er c'henderc'hañ gremm dre vannoù an Heol.

Notennoù

kemmañ
  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 18 HER 12
  2. EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok