Titaniom
Un elfenn gimiek eo an titaniom ; Ti eo e arouez kimiek, 22 e niver atomek ha 47,867 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo an titaniom.
| |||
---|---|---|---|
Skandiom – Titaniom – Vanadiom | |||
| |||
| |||
Niver atomek | 22 | ||
Rummad kimiek | Metal ardreuzat | ||
Strollad | 4 | ||
Trovezh | 4 | ||
Aozadur elektronek | [Ar] 3d2 4s2 | ||
Niver oksidadur | +2, +3, +4 | ||
Tredanleiegezh | 1,54 | ||
Skin atomek | 144,8 | ||
Tolz atomek | 47,867 | ||
| |||
| |||
Istor
kemmañE kailh ilmenit bet kavet e Kernev-Veur gant ar beleg kerneveurat William Gregor e 1791 e voe dizoloet an titaniom[1].
War-dro an hevelep mare e voe kavet ivez gant ar maenoniour aostrian Franz-Joseph Müller von Reichenstein, hogen ne voe ket gouest d'e dermeniñ. E 1796 e voe dizoloet adarre gant ar c'himiour prusian Martin Heinrich Klaproth en un tamm rutil en Hungaria, a roas un anv d'an elfenn nevez diwar ar ramzed anvet Titaned e gwengelouriezh Henc'hres.
En holl gevandirioù e kaver ilmenit ha rutil ; 6 000 tonennad ilmenit ha 700 tonennad rutil a voe kenderc'het er bed e 2011[2].
Perzhioù
kemmañKimiek
kemmañKalet ha skedus eo an titaniom, ha kreñv eo enep ar merglañ (dour mor, dour real ha klor). Digemm e chom pa vez lakaet da zaremprediñ ur vazenn hag an darn vuiañ eus an trenkennoù. Deviñ en aer a ra pa vez bruzhunet, ha gouest eo da darzhañ. Ne goll ket e liv, hag e levnañ a c'haller digudenn.
Er c'hailhoù houarn (Fe), ilmenit (FeTiO3) ha rutil (TiO2) e vez kavet en natur.
Kenderc'het e vez dre lakaat e stumm oksidet (FeTiO3 pe TiO2) da dommañ gant karbon ha diglor (Cl2) a-benn kaout TiCl4, a vez tommet d'e dro gant gaz magneziom en un aergelc'h argon.
Izotopoù
kemmañEus 39,99 u (40Ti) betek 57,966 u (58Ti) eo skalfad tolz atomek izotopoù an titaniom. Pemp izotop stabil a gaver en natur : 46Ti (45,953 u), 47Ti (46,952 u), 48Ti (47,948 u), 49Ti (48,949 u) ha 50Ti (49,945 u) ; 48Ti a gaver an aliesañ (73,8 % eus an izotopoù Ti a gaver en natur).
Arver
kemmañKendeuzet e vez gant an dir a-benn e danavaat hag e wareziñ diouzh ar mergl. Gant aluminiom e vez kendeuzet ivez evit e danavaat.
Alies e vez kendeuzet gant vanadiom pe gouevr d'o c'haletaat, ha gant metaloù all : houarn, manganez, molibden, da skouer.
Poultr-tarzh a reer gant titaniom, evit ma vefe skedus ar flammennoù (tanioù-arvest).
An darn vrasañ eus an titaniom a denner eus an Douar a ya da sevel dioksidenn ditatiom (TiO2), a zo un enlivad gwenn-kann a gaver el livajoù, er paper, en toaz-dent hag er mezelloù, a-douez danvezioù all. Gant PbO2 e veze graet gwezhall, met paouezet ez eus bet en abeg da bistriusted ar plom (kleñved ar blomegezh, anvet saturnegezh ivez).
Er c'hirri-nij, en egorlistri, er bigi-brezel hag en armoù ez arverer titaniom kendeuzet gant aluminiom, vanadiom ha metaloù all, peogwir ez eus ezhomm a vetaloù skañv, kalet, na faoutont ket, na verglont ket hag a zalc'h pell. E kement kenderc'had greantel a rank herzel ouzh ar mergl ez implijer kendeuzadoù titaniom.
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Notennoù
kemmañ- ↑ EMSLEY John, Nature's Building Blocks : An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2003 ISBN 978-0-19-850340-8 (en)
- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |