Un elfenn gimiek eo ar molibden ; Mo eo e arouez kimiek, 42 e niver atomek ha 95,96 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.

Molibden
NiobiomMolibdenTeknetiom
Cr
Mo
W
taolenn beriodek, Molibden

Niver atomek 42
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 6
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 4d5 5s1
Niver oksidadur +6
Tredanleiegezh 2,16
Skin atomek 136,3
Tolz atomek 95,96


1 cm3 eo ec'honad an diñs molibden.

Ur metal blot liv an arc'hant eo ar molibden, a gaver er molibdenit (MoS2) hag er wulfenit (MoO4Pb).
Sina a voe ar c'henderc'her pennañ e 2011, gant 94 000 tonennad a volibden ; d'he heul e voe Stadoù-Unanet Amerika (64 000 t), Chile (38 000 t), Perou (18 000 t) ha Mec'hiko (12 000 t). War-lerc'h e teuas Kanada (8 300 t), Armenia (4 200 t), Rusia (3 800 t), Iran (3 700 t), Ouzbekistan (550 t), Kazakhstan (360 t) ha Kirgizstan (250 t). War-dro 250 000 tonennad a volibden a voe kenderc'het e 2011 eta, ur c'hresk a 8 000 t e-keñver ar bloavezh 2010. Trawalc'h a volibden a chom evit bastañ da ezhommoù an dazont a c'haller rakjediñ.[1]

E-pad pell e voe ar molibdenit droukvesket gant ar grafit (an daou a c'hall servijout da zuañ ur gorread ha da lardigenniñ) ha gant kailh plom (PbS, anvet galen), evel m'en diskouez e anv Μόλυβδος molubdos, a dalvez "plom" en henc'hresianeg.
Kavet ez eus bet ur c'hleze japanat bet goveliet e 1330 diwar ur c'hendeuzad molibden ha dir, hogen kollet e voe an dro-vicher[2].
E 1754 e voe echuet gant an droukkemer pa voe prouet ne oa plom ebet er molibdenit gant ar c'himiour svedat Bengt Andersson Qvist.
E 1778 e voe kadarnaet gant ur c'himiour svedat all, Carl Wilhelm Scheele e anv, n'eo ar molibdenit na grafit na galen ; un elfenn nevez e oa er c'hailh-se neuze, a anvas molybdenum hag a voe hiniennekaet gant ar c'himiour svedat Peter Jacob Hjelm e 1781 a-drugarez da garbon ha da eoul lin.

Perzhioù

kemmañ

Kimiek

kemmañ

Adal 600°C e vez oksidet ar molibden, a ro trioksid molibden MoO3 neuze, hag e 2 615 °C e teuz.
Setu amañ perzhioù pennañ ar molibden :[3]

  • div wezh nebeutoc'h eget dir e koeñv pa vez lakaet e gwrezverkoù uhel ;
  • mat eo da dreuzkas an tredan hag ar wrez ;
  • solutoc'h eget an dir eo ;
  • kalet e chom er wrez < 2 615 °C ;
  • kalet a-walc'h hag orjalennus a-walc'h e chom da 25 °C ;
  • uhel eo e zouester (10,2 g/cm3).

Izotopoù

kemmañ

Bez' ez anavezer 35 izotop, eus 83Mo betek 117Mo. Seizh anezho a gaver en natur : 92Mo, 94Mo, 95Mo, 96Mo, 97Mo, 98Mo ha 100Mo, an hini diwezhañ-mañ o vezañ distabil — da izotopoù an niobiom, ar ruteniom pe an teknetiom e tro izotopoù distabil ar molibden.
98Mo eo an izotop paotañ (24,14 % eus ar molibden).

E 1906 ez embannas ar fizikour amerikan William David Coolidge un doare da lakaat ar molibden da vezañ orjalennus, da lavaret eo e c'halljer e astenn hep na dorrje, ar pezh a voe arveret er fornioù uhelwreverk hag el lampoù dre gannder.
E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe implijet kalz molibden da fardañ hobregonoù evit an tankoù, hag evit erlec'hiañ ar wolfram en dir — an arver diwezhañ-mañ a voe graet ivez e-pad an Eil brezel-bed.

Kendeuzadoù

kemmañ

War-dro 87 % eus ar molibden a voe kenderc'het e 2011 zo aet da fardañ kendeuzadoù — evit an dir peurliesañ, ar peurrest o vont d'ar gimiezh c'hreantel[4],[5].
En abeg d'e berzhioù e gwrezverkoù uhel e vez arveret er fardañ hobregonoù, kirri-nij, en tredanerezh, er c'hefluskerioù hag el lampoù.
Abalamour ma'z eo marc'hadmatoc'h e vez ar molibden lakaet da erlec'hiañ ar wolfram c'hoazh hiziv an deiz.
Evel danvez-strujañ ez implijer poultr molibden (war ar c'haol-fleur da skouer)[6].

Erlec'hiadoù

kemmañ

Peogwir e kaver molibden a-builh n'eus ket bet klasket erlec'hiadoù dezhañ, hogen rakwelet ez eus un nebeud elfennoù all a c'hallje kemer e lec'h er greanterezh : krom, vanadiom, niobiom ha bor er c'henaozadoù dir ; wolfram e dir an ostilhoù ; grafit, wolfram ha tantalom er fornioù tredan uhelwrezverk ; krom, kadmiom ha kenaozadoù karbon da fardañ liv melen-ruz.

Notennoù

kemmañ
  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 16 HER 12
  2. International Molybdenum Association (en) Liamm oberiant 16 HER 12
  3. A to Z of Materials (en)Liamm oberiant 16 HER 12
  4. Commodities Research Unit (en)Liamm oberiant 16 HER 12
  5. London Metal Exchange (en)Liamm oberiant 16 HER 12
  6. Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, pp. 1038-1040.

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok