E fizik nukleel e vez graet izotopoù eus div furm eus un elfenn gimiek a zo dezho ar memes niver atomek, perzhioù kimiek tost heñvel, met ur mas atomek disheñvel.

En abeg d'ar c'hemm a zo etre kenaozioù nukleüsoù an atomoù e sav kemmoù fizikel etre izotopoù ur memes elfenn : digemm e chom atav an niver a brotonoù a glot gant e niver atomek Z; an niver a neutronoù N eo a zo disheñvel eus an eil izotop d'egile.

Notadur

kemmañ

Notet e vez an izotopoù gant o arouez kimiek, klokaet gant o niver mas A (kevatal da niver a nukleonoù an atom) lakaet en nec'h hag a-gleiz d'an arouez.

Da skouer: izotop ar c'harbon, 14 e niver mas, a vez notet 14C.

Peurvuiañ e klokaer ar skrivad-se gant an niver atomek, lakaet en traoñ hag a-gleiz d'an arouez, evit deskrivañ un dazgwered kimiek a zo lodek un izotop enni.

Evel-se e vez notet ar c'harbon 14  .

Perzhioù an izotopoù

kemmañ

Peurheñvel eo perzhioù kimiek izotopoù ur memes elfenn peogwir emañ ar memes niver ag elektronoù ganto.

Dre ma n'emañ ket ar memes niver a neutronoù en nukleüs eo disheñvel mas an atomoù avat. A-drugarez d'ar c'hemm mas atomek e c'heller dispartiañ izotopoù ur memes elfenn dre skalfadouriezh pe dre dronizherezh, ha difediñ anezho evel-se. Ouzhpenn-se e c'hall an atom dont da vezañ distabil en abeg da genfeur an neutronoù en nukleüs: setu perak ez eus izotopoù a zo skinoberiek.

Stabilder an izotopoù

kemmañ

Bez' ez eus 92 elfenn gimiek disheñvel en natur, eus an hidrogen 1H betek ar plutoniom 94Pu. En o zouez, n'o deus an teknetiom 43Tc hag ar prometiom 61Pm nag izotop stabil, nag izotop skinoberiek dezhañ un hanter-vuhez hirbad a-walc'h. Evit ar c'hantadoù a izotopoù naturel-se e seblant o niveroù ketep a brotonoù hag a neutronoù doujañ da reolennoù 'zo :

  • war-bouez nebeut e vez kevatal an niver a brotonoù d'an niver a neutronoù evit an elfennoù skañv ; adalek ar c'hrom 24Cr e teu an niver a neutronoù da vezañ brasoc'h eget an niver a brotonoù, mont a ra an nemorant en tu-hont da 50% evit an elfennoù pounnerañ ;
  • lod elfennoù stabil-tre a zo dezho un niver a brotonoù pe a neutronoù (pe o-daou) kevatal da unan eus niveroù (graet e vez niveroù-hud anezho) an heuliad:
2, 8, 20, 50, 82, 126;
  • nebeutoc'h ag izotopoù stabil zo d'an efennoù o deus un niver Z ampar eget d'an elfennoù o deus un niver Z par.

Implij an izotopoù

kemmañ

Gant ar c'harbon ez eus ur c'houblad izotopoù anavezet mat : ar pep brasañ eus ar c'harbon a vez kavet dindan stumm e izotop 12 e vas atomek (ar « c'harbon 12 »); a-hend-all e c'heller kavout kementadoù bihan-bihan eus an izotop 14 e vas atomek (ar « c'harbon 14 ») a zo peurheñvel a-fet kimiezh ouzh ar c'harbon 12 met skinoberiek eo avat, rak en abeg d'an neutronoù ouzhpenn en nukleüs e teu an atom da vezañ distabil. Digevanañ a ra en ur reiñ nitrogen hag en ur embann ur skinoberegeh β beta.

Argemmañ a ra kenfeur an izotop stabil e-keñver an izotop distabil tra ma tro an amzer. War an argemmadur-se eo diazezet an hentennoù deiziadur skinoberiek dre goubladoù izotopoù (an hini vrudetañ anezho eo hentenn an deiziadur dre ar c'harbon 14). Sur a-walc'h ez eo an implij pouezusañ a c'heller ober eus an izotopoù. Gant an dreserien izotopek ez eus un implij all anezho.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra ar ger izotop eus ar gresianeg isos, "kevatal" ha topos, "lec'h", setu e talvez kement hag er memes lec'h, peogwir emañ holl izotopoù an elfennoù er memes lec'h war an daolenn beriodek.

Daveennoù

kemmañ