Nukleüs (an atomoù)
An nukleüs a zo ur stroll protonoù ha neutronoù a furm « kalonenn » patrom a-vremañ an atomoù.
Hervez ar patrom-se eo kreizennet an nukleonoù (protonoù ha neutronoù) e-barzh ur volum bihan-bihan: war-dro 10-15 m eo diametr an nukleüs, e-skoaz hini an atom a zo war-dro un angström (10-10 m).
Un nukleid X a zo anezhañ un atom spisverket gant e niver mas A hag e niver atomek Z; notet e vez:
- (lenn X A, empleg eo an niver atomek).
Klotañ a ra an niver atomek Z gant an niver a brotonoù e nukleüs an nukleid, tra m'eo an niver mas kevatal da somad an niveroù a brotonoù hag a neutronoù. Dre se eo kevatal an niver a neutronoù da N = A - Z.
An nukleidoù dezho ar memes niver atomek Z a vez graet anezho izotopoù eus an elfenn a zo dezhi an niver atomek-se. Da skouer eo an hidrogen , an deuteriom D pe hag an triteriom T pe tri izotop an hidrogen.
Graet e vez izobaroù eus nukleidoù elfennoù disheñvel a zo dezho ar memes niver mas A. Da skouer ez eus izobaroù eus ar [[karbon 14|c'harbon 14] hag an nitrogen .
Mas atomek izotopek un elfenn bennak eo ar mas a glot gant NA nukleid eus ar memes izotop. NA eo niver Avogadro. Dre dermenadur ez eo an niver a atomoù a vez e-barzh 12 gramad eus izotop 12 ar c'harbon:
- NA = 12 / (mas ) (war-dro 6,022 04×1023 mol-1
Mas atomek un elfenn gimiek bennak eo keidenn liveet masoù atomek e izotopoù naturel. Elfennoù kimiek 'zo o deus izotopoù radioaktivel dezho periodennoù hir-tre, ha dre se ec'h emdro o mas atomek e-pad prantadoù hir-tre e-giz oadvezhioù geologel.
Emañ kont evel se gant an uraniom.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- SCK.CEN Centre d'étude de l'Energie Nucléaire (Kreizenn studi an Energiezh Nukleel) Mol, Belgia