Un elfenn gimiek eo ar prometiom ; Pm eo e arouez kimiek, 61 e niver atomek ha 144,913 e dolz atomek. Kevanaozet eo ar prometium, n'er c'haver ket e krestenenn an Douar, met dinoet eo bet er galaksi M31-Andromeda.

Prometiom
NeodimiomPrometiomSamariom

Pm
Np
Taolenn beriodek, Prometiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 61
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 144,913
Aozadur elektronek
[Xe] 4f5 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 23, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,13 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 538,581 kJ/mol
2 : 1 051,689 kJ/mol
3 : 2 151,621 kJ/mol
4 : 3 965,544 kJ/mol
Skin atomek 238 pm
Skin kenamsav 186 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 7,22 g/cm3
Teuzverk 1 042 °C
Bervverk 3 000 °C
Tredanharzusted (0,75) nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
?
(Ur c'haled neuz ur metal dezhañ, war a greder)

E 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm hag a 1885 an neodimiom 60Nd ; e 1902 e verzas ar c'himiour tchek Carl Gustaf Mosander e tleje bezañ un elfenn all etre Nd hag Sm, ker bras e oa an diforc'hioù etre an div elfenn-se.
E 1914 e verzas ar fizikour saoz Henry Gwyn Jeffreys Moseley e vanke elfennoù o zolz atomek kevatal da 43 (an teknetiom, bet dizoloet e 1937), 61, 72 (an hafniom, 1923), 75 (ar reniom, 1925), 85 (an astat, 1940) ha 87 (ar frankiom, 1939).

E 1926 ez embannas klaskerien e Firenze hag en Illinois bezañ kavet an elfenn 61 ; florentium e voe an anv bet kinniget gant an Italianed hervez Florentia, anv latin Firenze[1], hag illinium a voe kinniget gant an Amerikaned. Didimiom a oa bet kavet gant an daou skipailh avat : n'eus nag izotop stabil d'ar prometiom nag izotop hir a-walc'h e hanter-vuhez evit ma vije bet kavet e Firenze pe en Illinois, evel a ouzer abaoe 1945.

E 1945 neuze, gant skipailh ar fizikour amerikan Jacob A. Marinsky e Clinton Laboratories (Oak Rige National Laboratory hiziv an deiz) en Oak Ridge, Tennessee, e voe kevanaozet an elfenn 61 ; dre ma oa ar skipailh o plediñ a-zevri gant enklaskoù evit al lu ne voe ket embannet an dizoloadenn kent ar bloavezh 1947[2].

Eus Prometheüs, an Titan a roas an tan da vab-den, e teu anv an elfenn 61.

Perzhioù

kemmañ

Etre re an neodimiom ha re ar samariom eo perzhioù ar prometiom.

Kimiek

kemmañ

Abalamour da zistabilded an elfenn n'eur ket deuet a-benn da dermeniñ holl berzhioù kimiek ar prometiom.
Un nebeud kenaozadoù zo bet kevanaozet, evel Pm(OH)3, na c'haller ket dileizhañ en dour.
Un nebeud haloù zo bet kevanaozet ivez[3] :

Haloù ar prometiom
Delun Liv Teuzverk (°C)
PmF3 Roz-mouk 1338
PmCl3 Lavand 655
PmBr3 Ruz 624

Izotopoù

kemmañ

N'eus izotop stabil ebet d'ar prometiom ; prometium-145 eo an izotop stabilañ, gant un hanter-vuhez a 17,7 bloavezh.

Izotopoù stabilañ ar prometiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
145Pm kevanaozet 17,7 bloavezh 145Nd
146Pm kevanaozet 5,33 bloavezh 146Nd
147Pm louc'hoù 2,6234 vloavezh 147Sm

Prometiom-147 hepken a vez arveret war tachennoù estreget an enklaskoù, er stummoù oksidet Pm(OH)3 pe gloridek PmCl3.

  • Dre ma vann ar prometiom skinoù β gwan e vez arveret da fardañ livuzennoù treluc'hek n'int ket skinoberiek evel ma oa ar re a veze fardet gant radiom-226 gwezhall.
  • Daspugneroù munut a farder gant prometiom, dre dreiñ ar skinoù β e tredan ; abaoe 1964 e vez kenderc'het hevelep daspugneroù a bad war-dro pemp bloavezh hag a vez arveret en eurieroù hag er binvioù elektronek bihan evit ar vuhez pemdez.

Notennoù

kemmañ
  1. Wiley Online Library (de) Liamm oberiant 20 GEN 13
  2. Oak Ridge National Laboratory (en) Liamm oberiant 20 GEN 13
  3. (en) COTTON Simon, Lanthanides and Actinides Chemistry, John Wiley & Sons Ltd., 2006, (ISBN 978-0-470-01006-8)

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok