Douar (planedenn)

trede planedenn koskoriad an Heol

Ur pennad Douar (disheñvelout) zo ivez.

Douar
Earth
An Douar gwelet eus Apollo 17
Doareennoù kelc'htro
Skin keitat 149 597 887 km (1 ua)
Treuzkiz 9,4 ×108 km (6,283 ua)
Ezkreizennegezh 0,016 710 22
Prantad reveulziañ
siderel
365,25696 devezh
Tizh keitat 29,783 km/s
(107 218,8 km/h)
Stouadur
(dre dermenadur)
Adplanedennoù 1, al Loar
Doareennoù fizikel
Treuzkiz keheder 12 756,28 km
Treuzkiz polel 12 713,55 km
Platadur
er poloù
0,003 352 9
1÷298,242
Gorread 510 067 420 km²
Ec'honenn 1,08321 x 1012 km³
Mas 5,9736 x 1024 kg
Mas ec'honel keitat 5,515 x 103 kg/m³
Gravitadur
(led. 45°, uhl. 0)
–9,78 m/s²
Prantad
(devezh siderel)
0,997 258 devezh
(23,934 19 h)
Tizh
er c'heheder
1 674,38 km/h
Stouadur an ahel 23,45°
Albedo keitat 0,367
Tizh frankizadur 11,186 km/s
Temperadur
war ar gorre
izelañ keitat uhelañ
182°K 282°K 333°K
Doareennoù an atmosfer
Gwask atmosfer 101 325 Pa
Kediadur
(% ec'honenn)
N2 78,11
O2 20,953
Ar 0,934
H2O 0 — 7
CO2 0,01 — 0,1

An Douar (anvet Terra e latin) eo an trede planedenn dostañ d’an Heol e sistem an Heol. Furmet e vije bet ar blanedenn 4.57 miliard a vloavezhioù ’zo.

Stumm ur sferenn a zo dezhi paneve m'eo ar pennahelioù (polioù Norzh ha Su) un tammig plaenoc'h eget ma'z int war ur sferenn wir pe ur voul. Graet e vez alies a-walc'h ar voul-douar eus ar blanedenn koulz evit he deskrivañ hag evit chom hep meskañ an Douar, anezhañ ul lodenn eus pluskenn ar blanedenn hag ar blanedenn hec'h-unan.

Ar blanedenn douarek nemeti eo zo warni kementadoù bras a zour. Tro-war-dro dezhi ez eus un aergelc'h tev-tre graet gant oksigen ha nitrogen, ar re-se an aezhennoù pennañ.

Skeudennadur an DouarAozañ

P'eo ar blanedenn Douar ur voul vras e komzer eus ar voul-douar. Anavezet e oa he stumm gant ar skiantour, matematikour ha steredoniour Eratostenes, un Egiptad gresianeger, en deus jedet tro ur c'helc'h Douar gant ur resisted digredus pa weler teknikoù a c'helle implijout.

Kollet eo bet an anaoudegezhioù-se ken e krede Europiz ar Grennamzer e oa plat an Douar, e troe an Heol en-dro dezhañ eus ar Reter d'ar C'hornôg, hag e tremene dindani diouzh an noz. Koulskoude e voe adkavet testennoù Erastotenes, met hemañ en doa bet rediet kinnig martezeadennoù kemplezh evit displegañ kelc'htro al Loar pa ne gave diaes lavaret e oa an Heol oc'h ober tro ar blanedenn hervez e gerzhed seblantus.

E penn ar 17vet kantved e savas un nebeud skiantourien evit prouiñ ne c'helle ket an Heol hag ar stered treiñ en dro d'an Douar avat hag ouzhpenn-se e kerzhe ar stered hag ar planedennoù en egor. Dizoloet e voe mont en-dro koskoriad an Heol gant Kopernik. Disklêriañ a reas e oa an Douar an trede planedenn tostañ d'he steredenn hag e teskrivas ar reizhiad heolel ma tro ar planedennoù en-dro d'an Heol.

Kadarnaat a reas labourioù Kopernik Galileo Galilei hag e tegasas implij ar matematik er steredoniezh evit jediñ kerzhed ar planedennoù.

Aozadur diabarzh an DouarAozañ

Gwiskadoù douarouriezhel an Douar
Donder
(km)
Gwiskad Douester
(g/cm3)
5 100-6 378 1. — Kalon 12,8-13,1
2 890-5 100 2. — Kalon-diavaez 9,9-12,2
35-2 890 3. — Mantell-izelañ 3,4-5,6
35-60 4. — Mantell-uhelañ 3,4-4,4
5.Gorread Mohorovičić
0-35 6. — Krestenenn (etre 5 ha 200 km diouzh al lec'h) 2,2-2,9

YezhAozañ

  • Dre fent e lavarer an (tamm) douar patatez-mañ, pa gomzer eus ar bed.

LevrlennadurAozañ

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 20-25.

Liammoù diavaezAozañ

Koskoriad an Heol
 
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan
Planedennoù korr: Ceres - Ploudon & C'haron - ErisMakemakeHaumea
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton
Traoù all: Heol - Gourizad asteroidennoù - Stered-lostek - Gourizad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol