Ar ger egor a vez implijet evit en em reizhañ ouzh toleadoù goullo an hollved, e-maez aergelc'hioù ar c'horfoù-oabl.

Egor
ranndir
Iskevrennad eusvacuum, absence, egor Kemmañ
Rann eushollved Kemmañ
Implijspace exploration, spaceflight, space colonization Kemmañ
Hashtagspace Kemmañ
Mastodon instance URLhttps://spacey.space Kemmañ
Enebet ouzhKorf-egor Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from space Kemmañ
Gwiskadoù an aergelc'h-douar (pas diouzh ar skeul).



Termenadurioù an egor

kemmañ

Harzoù an Douar

kemmañ

N'eus ket un harz rik etre aergelc'h an Douar hag an egor o vezañ ma tigresk an douester dre ma kresk an uhelder. Padal en doa divizet ar Fédération aéronautique internationale e vo linenn Kármán termenadur an harz etre an aerlestrsaverezh hag an astraerezh. Implijet e vez-se peogwir en doa jedet Theodore von Kármán e vefe ret d'ul lestr beajiñ buanoc'h eget an herr kelc'hdroel da genderc'h dougen gant an aergelc'h en uhelder-mañ.

Koskoriad an Heol

kemmañ

E-barzh koskoriad an Heol e vez graet eus an egor egor etreplanedennel a zeu da egor etresteredel en heliopoz. E-maez hent Sant-Jakez e komzer eus egor etregalaksiel.

Goulloder an egor

kemmañ
 
Ar pellseller Hubble.

Er c'hontrol d'ar pezh a greder n'eo ket peurc'houllo an egor : dastrewet eo gant rannennoù e douester izel, dreist-holl plasma-hidrogen, skinad elektromagnetek, materi du ha gremm du. Gwask an egor etresteredel a zo 10 pPa (1×10-11 Pa). E-skoaz eo an aerwask e live ar mor 1013 hPa (≈ 1x105 Pa).

Permetiñ a ra ezvezañs a aer d'an egor da vezañ ul lec'h peurvat evit ar steredoniezh — dre skouez, gorre al Loar. Ar pellseller Hubble a c'hellas luc'hskeudenniñ gouloù o tont eus 13,7 miliard vloaz 'zo (tost mare ar Big Bang).

Un den hag a vefe "splujet" er goulloder ne darzhfe ket, ne skornfe ket da varv, ha ne varvfe ket en abeg d'e wad o virviñ, ent gwir. Mouget e vefe hemañ goude un nebeud munutennoù. An aer a guitafe e skevent end-eeun. An holl oksigen er gwad a c'houllofe er skevent evit klask keidañ an diri-gwask. Ar marv a zeufe pa errufe ar gwad disoksigenet en empenn.

Satellitoù

kemmañ

Bez' ez eus meur a satellit o kelc'hdreiñ en-dro d'an Douar, en o zouez ar satellitoù-kehentiñ 35 786 km a-us da live ar mor er c'heheder. Alies e vez kredet ez eo an dud o kelc'hdreiñ e-maez park-hoalnerzh an Douar peogwir ez int o flodañ. Flodañ a rint peogwir ez int e kouezhadenn dieub. An hoalnerzh a genderc'h un nerzh kreizhoal hag a harz outo da ziflipañ en egor, enep dezhañ an nerzh kreiztec'h kenderc'het gant an herr linennek. Emledañ a ra hoalnerzh an Douar kalz pelloc'h ha mirout a ra al Loar war e gelc'hdro en ur pellder a 384 403 km.

Hervez teorienn an hoalnerzh e tosta hoalnerzh an holl gorfoù-oabl ouzh mann gant gwrizienn c'hin ar pellder.

An derezioù eus an Douar davit an egor

kemmañ
Uhelderm Uhelderft Diskrivadur
0 0 Live ar mor. Aerwask = 1 atm = 1013 hPa = 29,92 in Hg = 760 mm Hg = 14,5 lbf/in².
3000 10 000 Ret eo da lomaned kirri-nij kemer boniadoù oksigen er bourzh.
5000 16 400 Aerwask = 500 hPa.
5300 17 400 Hanterenn an aergelc'h-douar a zo dindan an uhelder-mañ.
8000 26 200 Harz lazhus evit ar grimperien.
8844 29 016 Bleñchenn an Everest, menez uhelañ er bed. Aerwask = 260 hPa.
18 000 59 100 Harz etre an droposferenn hag ar stratosferenn.
20 000 65 600 Berviñ a ra an dour pa ne vez ket gwaeget. Padal ne verv ket ar flu-korf peogwir e produ ar c'horf a-wal'ch a wask diabarzhel.
34 700 113 740 Uhelder-rekord bet tizhet gant un den e bourzh ur ballon.
50 000 164 000 Harz etre ar stratosferenn hag ar vezosferenn.
80 500 264 000 Harz etre ar vezosferenn hag an dermosferenn. Termenadur an nij egorel er Stadoù-Unanet.
100 000 328 100 Linenn Kármán : termenadur harz an egor. Turbopoz.
200 000 656 200 Kelc'hdro izelañ a c'hall bezañ gant stabilder war verr dermen (un nebeud devezhioù).
350 000 1 150 000 Kelc'hdro izelañ a c'hall bezañ gant stabilder war hir dermen (lies bloavezh).
360 000 1 181 000 Kelc'hdro an ISS (o argemmañ c'hoazh).
390 000 1 280 000 Kelc'hdro Mir.
690 000 2 264 000 Harz etre an dermosferenn hag an eksosferenn.
780 000 2 560 000 Kelc'hdro an iridiom.
1 374 000 4 508 000 Uhelder brasañ tapet gant tud o kelc'hdreiñ (Gemini XI e bourzh lestr Agena Target).
20 200 000 66 273 000 Kelc'hdro steredeg ar satellitoù-GPS.
320 000 000 1 049 870 000 Hoalnerzh al Loar a zo pouezhusoc'h eget hini an Douar (poent Lagrange).


Koskoriad an Heol
 
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitanTitaniaTriton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad OortDisk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol