Hollved
hollad ar planedennoù, stered, stêrgoumoulennoù, egor etrestêrgoumoulek ha kement materi hag energiezh
Graet e vez gant hollved evit ober anv eus kement tra a zo. E-barzh emañ kement tra fizikel, an energiezh, ar planedennoù, ar stered, ar galaksiennoù, ha kement tra eus an egor. Gant an arsellet e c'haller gwelet diorroadur an hollved pell-bras 'zo, koulz lavaret betek ar Big Bang. War a greder eo renet an hollved gant ar memes lezennoù fizikel ha koñstantennoù abaoe an deroù eus e astenn.
