Big Bang
Damkan ar Big Bang eo anv ar pennañ damkan[1] kosmologek skiantel a zispleg diorrodigezh an hollved abaoe an deroù. Hervez damkan ar Big Bang, er penn kentañ, an hollved a oa en ur stad tomm-kenañ ha fetis-kenañ hag en em lede buan. Abalamour d'ar c'hresk ha d'an emled-se e kroget an hollved da yenaat ha deuet da dizhout ar stad a-vremañ (kenderc'hel a ra an hollved d'en em ledañ a-hend-all). Stad orin an hollved a oa anezhañ war-dro 13,7 miliard bloavezhioù zo, diouzh ar muzulioù gwellañ a c'haller kaout[2],[3] ha sellet e vez ouzh an deiziad-se alies evel ar mare ma c'hoarvezas ar Big Bang.[4],[5] An displegadenn glokañ ha gwellañ eus orin an hollved eo an damkan-se ha harpet eo war prouennoù skiantel ha war ar pezh a c'haller eveshaat en hollved.[6],[7]
Georges Lemaître a ginnigas ar pezh a zeuas da vezañ anavezet evel damkan ar Big Bang diwar-benn orin an hollved. Envel a rae anezhañ "martezead an atom kentañ". Diazezet eo framm ar patrom war relativelezh hollek Albert Einstein ha war martezadennoù eeunaat (homogenegezh hag isotropiezh an egor). Savet e oa bet ar c'hevatalennoù diskoulmus gant Alexander Friedmann. E 1929, Edwin Hubble a zizoloas emañ lod eus an nivlennadoù (anvet galaksiennoù hiziv) er-maez eus Hent Sant-Jakez ha ma pellaont diouzhimp gant un tizh zo kenfeurel ouzh o fellder diouzhimp — ur c'heal damveneget da gentañ gant Lemaître e 1927.[8]
Ma kresk an hed etre ar strolladoù galaksiennoù hiziv, dleet eo dezhe bezañ bet tostoc'h an eil diouzh ar re all gwezhall. Studiet e oa pizh an argerzh-se adalek ar penn kentañ ma oa uhel-kenañ ar fetisted hag ar wrez[9],[10],[11] ha buanerezioù rannigoù bras zo bet savet d'ober taolioù-arnod ha da arnodiñ hevelep amveziadoù. Kadarnaet o deus an damkan skiantel met ar buanerezioù-se zo bevennet o barregezh d'ober enklaskoù diwar-benn un hevelep amveziad energiezh uhel. Evel ma chom nebeut a destenioù eus penn kentañ an emled, ne c'hall ket damkan ar Big Bang reiñ un displegadenn eus ar stad orin-se. Deskrivañ ha displegaña ra kentoc'h emdroadur an hollved dre vras abaoe ar mare-se. Puilhded an elfennoù gouloù dre ar c'hosmos a glot pizh gant ar pezh a oa jedet diwar-benn stummadur an elfennoù-se diwar an argerzhoù nukleel a c'hoarvezas e minutoù kentañ an hollved pa yae buan war yenaat ha war vrasaat
Fred Hoyle an hini en doa savet an anv Big Bang e 1949 e-pad un abadenn skingomz. Lod a lavar e oa a-du Hoyle gant damkan kosmologel an hollved digemm, hag e felle dezhañ bezañ disprizus oc'h ober gant an anv-se, Hoyle avat en deus nac'het an dra-se hag en deus lavaret e oa just ur skeudenn sebezus a-benn sklaeraat ar c'hemm a oa etre an daou zamkan.[12],[13],[14] Diwezhatoc'h en doe Hoyle ur roll a-bouez er strivoù da gompren kevanaoz nukleel ar stered, an argerzh nukleeel ma oa savet elfennoù pounneroc'h diwar elfennoù skañv. Goude dizoloadenn an deun kosmologek dispis e 1964, ha dreist-holl pa oa dizoloet e klote e spektr (da lâret eo, ar c'hementad skinad muzuliet da bep hirder-gwagenn) gant hini skinad termek ur c'horf du, e oa kendrec'het ar pep brasañ eus ar skiantourien gant ar brouenn-se e o c'hoarvezet darvoudoù heñvel pe heñveloc'h ouzh ar re kinniget e damkan ar Big Bang.
Liammoù diavaez
kemmañ- Big bang model with animated graphics
- Prouennoù eus ar the Big Bang
- Dossier Sagascience du CNRS : Big bang
- film-prezegenn diwar-benn ar « Le Big Bang » (gant Marc Lachièze-Rey)
- (en) Ned Wright’s Cosmology Tutorial, dizoleiñ ar gosmolpgiezh, war lec'hienn vicherel Edward L. Wright. Ul liamm da lenn ar memes tra e galleg.
- Kinnig al levr L’invention du big bang gant Jean-Pierre Luminet
- Testenn displegadenn damkan ar Big Bang, Le Big Bang en trois minutes gant Christophe Galfard, d'an 23 a viz Here 2009
Notennoù
kemmañ- ↑ Wollack, Edward J. (10 December 2010). Cosmology: The Study of the Universe. Universe 101: Big Bang Theory. NASA. Kavet : 27 April 2011.
- ↑ Komatsu E. et al. 2009, "Five-Year Wilkinson Microwave Anisotropy Probe Observations: Cosmological Interpretation", Astrophysical Journal Supplement, levrenn 180, Nnn 2, p 330
- ↑ Menegoni E.et al., 2009, "New constraints on variations of the fine structure constant from CMB anisotropies", Physical Review D, levrenn 80, Nnn 8, p 087302
- ↑ Origins: CERN: Ideas: The Big Bang, Exploratorium
- ↑ Keohane J., 8 a viz Du 1997, Big Bang theory, Ask an astrophysicist, Goddard Space Flight Center/NASA
- ↑ Feuerbacher B., Scranton R., Evidence for the Big Bang, TalkOrigins,
- ↑ Wright E.L., 9 a viz Mae 2009, What is the evidence for the Big Bang?, Frequently Asked Questions in Cosmology, UCLA, Division of Astronomy and Astrophysics
- ↑ Hubble, E. (1929). "A Relation Between Distance and Radial Velocity Among Extra-Galactic Nebulae". Proceedings of the National Academy of Sciences 15 (3): 168–73. DOI:10.1073/pnas.15.3.168
- ↑ Gibson, C.H. (21 January 2001). The First Turbulent Mixing and Combustion. IUTAM Turbulent Mixing and Combustion.
- ↑ Patrom:Cite arxiv
- ↑ Patrom:Cite arxiv
- ↑ 'Big bang' astronomer dies. BBC News (22 August 2001). Kavet : 2008-12-07.
- ↑ Croswell, K. (1995). "Chapter 9", The Alchemy of the Heavens. Anchor Books.
- ↑ Mitton, S. (2005). Fred Hoyle: A Life in Science. Aurum Press. 127 p.