Relativelezh hollek

Ar Relativelezh hollek (pe an deorienn hollek eus ar relativelezh) zo anezhi an deoriennn mentoniezhel eus ar gravitadur embannet gant Albert Einstein e 1915-1916.

Relativelezh hollek
scientific theory, physical law
Rann eusdamkan ar relativelezh Kemmañ
Deiziad krouiñ1916 Kemmañ
Dizoloer pe ijinerAlbert Einstein Kemmañ
Lec'h produiñBerlin Kemmañ
Dezverket dremass in general relativity Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://physics.stackexchange.com/tags/general-relativity Kemmañ
Skeudennadur diventek eus gwaradur an egor-amzer. Bezañs an danvez a gemm mentoniezh an egor-amzer.

Unvaniñ a ra ar relativelezh ispisial, lezenn ar gravitadur hollvedel savet gant Newton, hag ar santimant e c'hall bezañ deskrivet ar buanadur gravitadurel gant gwar an egor hag an amzer. Hervez ar relativelezh hollek ez eo produet gwar an egor-amzer gant an tenor eus mas-energiezh ha momentom an danvez en egor-amzer.

Disheñvel eo ar Relativelezh Hollek diouzh an teoriennou metrek all eus ar Gravitadur dre e implij eus Kevatalenn Einstein evit liammañ natur an egor-amzer ha gwar an egor-amzer.

Un diazez eo deuet da vezañ an deorienn-mañ evit meur e gelenn : astronomiezh, kosmologiezh hag astrofizik. Deskrivañ a ra ent-reizh hag ent-resis meur a anadenn na oa ket ar fizik klasel evit displegañ, fiñv periheliennek ar planedennoù pe krommadur gouloù ar stered gant an Heol da skouer. Ganti ez eus bet gallet rakwelet e vije kavet ar gwagennoù gravitadurel, an toulloù du hag emled an Hollved. Koulskoude ne seblante ket da Einstein e oa an Hollved oc'h en em ledañ, met kendrec'het eo bet o welet disoc'hoù arselladurioù ar galaksiennoù gant Edwin Hubbles.

Savet e oa an deorienn dispac'hel all, mekanikerezh ar c'hwanta, goude ul labour a-stroll, ar relativelezh hollek avat a zo bet savet gant un den hepken, Einstein. Harpet eo bet gant Marcel Grossman evit ar matematik implijet hepken.