Isaac Newton

(Adkaset eus Izaag Newton)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Isaac Newton
Isaac Newton
Poltred gant Godfrey Kneller (1689)
Ganet 4 a viz Genver 1643
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz ()
Marvet 31 a viz Meurzh 1727
(Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz)
Annez Bro-Saoz
Broadelezh Rouantelezh Saoz, Rouantelezh Breizh-Veur
Tachennoù fizik, mekanikerezh, matematik, steredoniezh, skiantoù an natur, celestial mechanics, Gravitadur, optics, mathematical analysis, momentum
Oberennoù heverk Philosophiæ Naturalis Principia Mathematica, Method of Fluxions, Opticks, or a Treatise of the Reflections, Refractions, Inflections and Colours of Light
Prizioù Knight Bachelor


Sir Isaac Newton a oa ur prederour, ur matematikour, ur fizikour hag ur steredoniour saoz bet ganet d'ar 4 a viz Genver 1643[1] e maner Woolsthorpe e-kichen Grantham, ha marvet d'an 31 a viz Meurzh 1727 e Kensington.

Anavezet eo dreist-holl evit damkaniezh ar gravitadur ha krouidigezh, e kevez ouzh Leibniz, ar jederezh boc'hedel. E levr Philosophiæ Naturalis Principa Mathematica ("Pennaennoù Matematikel ar Brederouriezh Naturel") zo brudet evel unan eus oberennoù pouezusañ Istor ar skiantoù. En oberenn-se e kaver e zizoloadennoù diwar-benn an nerzh desach, teir lezenn ar fiñvoù hag ar mekanik klasel. Noblet eo bet e 1705 gant ar Rouantelezh.

Ganet e voe Isaac Newton e Woolsthorpe-by-Colsterworth, el Lincolnshire (Bro-Saoz). Feurmerion binvidik e oa e dud. Mervel a reas e dad tri miz a-raok ma vije deuet Isaac Newton er gouloù hag e vamm a addimezas. Isaac vihan, a oa 2 vloaz, a voe fiziet en e vamm-gozh, dindan gwardoniezh e eontr. E vugaleaj ne seblant ket bezañ bet gwall eürus. Da 5 bloaz e tarempredas skol kentañ-derez Skillington ha goude hini Stokes.

Damkaniezhoù matematikel

kemmañ

E 1687 ez voe embannet e oberenn bennañ, "Pennaennoù Matematikel ar Brederouriezh Naturel". El levr mañ e implij doareoù jediñ hag a zo gourdad ar jediñ sturiadel. War tachenn ar gweled e wellaas an teleskop disvannus bet krouet gant James Gregory, hag e embannas e 1704 e bleustrad Opticks ("Optik") ma tiskouez ez eo ar gouloù gwenn ur meskaj a veur a liv disheñvel. Dedennet eo oa Isaac Newton gant an alkimiezh hag an doueoniezh.

Notennoù

kemmañ
  1. Deiziadoù ar 25 a viz Kerzu 1642 hag an 20 a viz Meurzh 1726 a gaver evit e c'hanedigezh hag e varv, war e vez en Abati Westminster peurgetket, zo jedet hervez ar deiziadur juluan, met klotañ mat a reont gant ar 4 a viz Genver 1643 hag an 31 a viz Meurzh 1727 eus an deiziadur gregorian na voe degemeret e Breizh-Veur nemet e 1752 ; gant ar c'hemm-se e e tremenas ar 25 a viz Meurzh 1753 d'ar 1 a viz Genver 1753. Gwelet pennad Michel Toulmonde, Les dates de Newton, e L'Astronomie, miz C'hwevrer 2007).

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.