Doueoniezh
An doueoniezh, pe doueoni[1] pe teologiezh[2], a zo studi ar pezh a zo gwir hag a denn da Zoue. Savet eo bet ar ger "doueoniezh" da glotañ gant ar ger θεολογία, pe "theologia", deuet eus ar gregach.
Iskevrennad eus | diskiblezh akademek |
---|---|
Rann eus | Geisteswissenschaften, theology and religious studies, skiantoù denel ha sokial |
Is the study of | relijion, Feiz, Doue |
Studiet gant | seminary student, theological studies, theologian |
Pleustret gant | theologian, lay theologian, theology teacher |
Classification of Instructional Programs code | 39.06, 39.0601 |
Er relijionoù undoueek, diazezet war an undoueegezh, eo skiant an Diskuliadur, diazezet war ar skridoù relijiel, o c'hompren, a-benn sklêrijenniñ ar feizidi diwar-bouez an doare da ober pe d'en em zerc'hel, pe da grediñ hervez ar relijion.
Istor
kemmañGant Platon, en e levr Ar Republik, eo bet implijet ar ger θεολογία da gentañ, diwar-benn ar wengelouriezh.
Adkemeret eo bet war e lerc'h gant Aristoteles, evit diveskañ ar brederourion diouzh an doueoniourion, a gont ar mojennoù pe gwengeloù en ur stumm barzhonius.
Skrivagnerien c'hresian all a ra gant ar ger evit ober anv eus "kosmogoniezh". Gant ar stoikourien ez eus kaoz a "brederouriezh doueoniel" diwar-benn ar prederiañ a-zivout an doueegezh, a zo dezhe ur skourr eus ar brederouriezh.
Gant ar brederourion latin ne voe ket nemeur a gaoz a zoueoniezh, war-bouez un arroud brudet diwar zorn Varron : kemm a ra etre doueoniezh vojennel, doueoniezh fizikel, ha doueoniezh politikel.
Er c'hantvedoù kentañ e oa savet disfiz en oberourion gristen ouzh implij ar ger. En o spered e oa stag ar gerioù "doueoniezh" ha doueoniourion ouzh ar wengelouriezh pagan. Koulskoude e teu Klemañs Aleksandria da ober ar c'hemm etre « doueoniezh ar Verb peurbadel » ha « gwengelouriezh Dionysos ». Tamm-ha-tamm ez a da goll ar ster stag ouzh ar baganiezh. Nemet e kemm a-wechoù ar ster resis d'ar ger: a-wechoù e talv kement ha Skriturioù Sakr, pe kofezadur ar feiz kristen. Da veno doueoniourion arall e talveze an doueoniezh kement ha prezeg eus doueegezh dre vras, pe eus doueegezh Jezuz nemetken. Er c'hornog ne vez ket graet nemeur gant ar ger a-raok ar mare "skolastek": gwell e vez kavet komz gant troiennoù enne ar ger "sacer", evel "doctrina sacra", "sacra pagina" pe "sacra eruditio". A-benn ar fin neoazh e weljod an doueoniourion latin oc'h ober forzhik gant ar ger en o skridoù, ma teuas ar ger "doueoniezh" da dalvezout kement ha "studi ar gelennadurezh kristen", ar ster a zo chomet warnañ abaoe, e metoù ar gristenien da vihanañ.
Adalek ar XVI-vet kantved e teu ar ger da gaout ur ster ledanoc'h. Kaoz a vo neuze eus "doueoniezh naturel", a dalv kement hag anavezout Doue en un doare a vefe "naturel". Diwar neuze e vez implijet evit ober anv eus relijionoù estrevit ar gristeniezh, e-barzh studi ar relijionoù da skouer. Dont a ra ar ger doueoniezh da dalvezout kement ha skeudenn doue hag an doueegezh er relijionoù a bep seurt, hag o c'helennadurezhioù zoken.
Ret eo derc'hel soñj e veze termenet ar brederouriezh klasel, adalek an amzerioù a-raok Sokrates betek mare diskibien Leibniz, evel skiant Doue, pe skiant ar peurvoud, e-berr evel doueoniezh. Usvedoniezh, pe "prederouriezh kentañ" a veze graet anezhi ivez, dre ma veze gwelet evel gwrizienn, andon, sichenn an holl skiantoù.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Geriadur Hemon-Huon, 2005, pajenn 205.
- ↑ Geriadur R. Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1978, p. 784b; M. Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, p.1320a.