Planedenn
Gant ar ger Planedenn e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Planedenn (disheñvelout).

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
E-pad pell ne oa termenadur resis ebet eus ar pezh a oa ur blanedenn. D'ar 24 a viz Eost 2006 ez eus bet degemeret gant an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel (UAE/IAU), e-kerzh hec'h emvod meur, un termenadur eus ar pezh eo ur blanedenn eus Koskoriad an Heol :
Ur blanedenn a zo ur c’horf-oabl hag
- (a) a gelc’htro en-dro d’an Heol,
- (b) en deus a-walc’h a vas evit ma c’hallfe e emc’hraviterezh trec’hiñ war nerzhioù reuted ar c’horfoù hag e virout gant ur c'hempouez hidrostatek en ur furm sferek (peuzront), hag
- (c) en deus distrobet trowardroioù e gelc’htro.
Pe, en ur c'hoskoriad arall
- (a)a gelc'htro en-dro d'ur steredenn pe d'ur rest eus ur steredenn
- (b)en deus ur mas re vihan da gaout dazloc'hoù termo-nukleel en e greizenn.
- (c)en deus ur mas bras a-walc'h da vezañ renket evel ur blanedenn, ma vije lec'hiet e Koskoriad an Heol
Ne oa ket bet divizet hag-eñ ez eo planedennoù ar c'horfoù pladennek o mas na gelc'htroont ket en-dro d'ur steredenn.
En doare-se ez eus 8 planedenn en-dro d’an Heol (en urzh, adalek an Heol) : Merc'her, Gwener, an Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan.
Dirummet eo bet eta Ploudon hag a zeu da vezañ ur blanedenn-gorr, ur rummad korfoù-oabl all.