Un ezplanedenn, hag a c'heller envel ivez egzoplanedenn[1], a zo ur blanedenn hag a dro en-dro d’ur steredenn all estreget an heol. Graet e vez ivez gant an droienn planedenn estrheolel. Ouzhpenn 3670 ezplanedenn a zo bet dizoloet ha kadarnaet d'ar c'hentañ a viz here 2017 (sellet ouzh Roll ar stered gant ezplanedennoù).[2]

An ezplanedenn HD 188753 Ab hag he zeir steredenn, gwelet diouzh ur adplanedenn c'houlakaet, hervez un arzour.

Ar c’hentañ ezplanedennoù kavet

kemmañ

Kerkent hag an XVIIvet kantved e tiwan ar soñj ez eus planedennoù e diavaez koskoriad an Heol, met e-doug an XIXvet kantved an hini e teuas an ezplanedennoù da vezañ danvez enklaskoù un nebeud skiantourien. Steredoniourien e-leizh a soñje dezhe e c'halle bout eus an hevelep planedennoù, met ne oa moaien teknikel evezhiañ ebet da brouiñ e oa anezhe. Ne c'halled ket o c'hlask nag o kontañ, na goût hag eñ e oant damheñvel pe get ouzh ar planedennoù anavet e Koskoriad an Heol. Ar pellder, met ivez an diouer a skedusted eus ar c'horfoù egor-se, ken bihan e-kichen ar sterennoù a gelc'hdroent en-dro dezhe, a rae ne c'halled ket o dizoleiñ. Ne oa nemet er bloavezhioù 1990 e oa dizoloet ar c'hentañ ezplanedennoù en un doare dieeun. D’ar 6 a viz Here 1995 e oa bet roet da c’houzout gant Michel Mayor ha Didier Queloz (eus Arsellva Geneva) e oa bet kavet, evit ar wech kentañ, ur blanedenn hag a oa o treiñ en-dro d’ur steredenn all, hag ar steredenn-se a oa 51 Pegasi e steredeg ar Marc'h Askellek pe Pegasos, war-dro 50 bloavezh-gouloù diouzhimp. 51 Pegasi b a vez graet eus an ezplanedenn-se (ha Bellerofon eo hec’h anv diofisiel). Abaoe an dizoloadenn gentañ e kaver ingal ezplanedennoù nevez, gant ur geidenn a zek bennak bep miz.

Abaoe 2008 e c'haller dizoleiñ ezplanedennoù en un doare eeun. Dizoloet e oa an darn vrasañ eus ar re all a-drugarez d'an efed Doppler-Fizeau. D'an 9 a viz Kerzu 2011 e oa bet dizoloet 708 ezplanedenn. Hogos an holl a oa brasoc'h o zolzenn evit hini an Douar[2][3]. (sellet ouzh Roll ar stered gant ezplanedennoù).

E deroù miz C'hwevrer 2011, An NASA a embanne dizoloadenn ouzhpenn 1200 danvez ezplanedenn gant ar sonterez Kepler[4].

Doareoù da zizoleiñ ezplanedennoù

kemmañ
 

Dizoleiñ un ezplanedenn en un doare eeun n'eo ket un dra aes evit meur a abeg:

  • ur blanedenn ne brodu ket gouloù. Ne ra ken adkas an hini a resev eus he steredenn, ar pezh n'eo ket kalz.
  • an hed zo etre an Douar hag ar steredenn e kaoz zo kalz brasoc'h evit an hini zo etre an ezplanedenn hag he steredenn: Ret eo da varregezh diforc'hiñ ar benvegoù bezañ uhel-kenañ evit ma c'hallfemp spurmantiñ anezhi.

Betek nevez zo, an hentennoù nemete a laboure a oa hentennoù anvet "dieeun", rak ne zizoloent ket war-eeun ar fotonoù a zeue eus ar planedennoù. Meur a hentenn all zo da zizoleiñ un ezplanedenn, lod anezhe implijet hiziv an deiz, lod all a vo implijet en amzer da zont. Kavet e vez an darn vrasañ eus an ezplanedennoù diouzh arsellvaoù zo war an Douar.

An “ezdouar” kentañ

kemmañ

An “ezdouar” (pe “egzodouar”) kentañ, da lavarout eo ar blanedenn dellurek kentañ, a zo bet dizoloet d'ar 26 a viz Genver 2006 gant ar Probing Lensing Anomalies NETwork (PLANET), renet Jean-Philippe Beaulieu. Anvet eo bet OGLE-2005-BLG-390Lb da c'hortoz. 22 000 bloavezh-gouloù eus an Douar emañ, hag he mas a zo pemp gwech e hini, hag ar gwrezverk war he gorre a zo -220°C (53K), ar pezh a laka da grediñ ez eus ur blanedenn solut anezhi.

Kepler 22-b

kemmañ

Kepler-22b a zo bet kemennet he dizoloadenn dre an teleskop Kepler d'ar 5 a viz Kerzu 2011 gant NASA. 2,38 ment an Douar eo ha kelc'htreiñ a ra da 0.85 UA he steredenn Kepler 22. Soñjal a reer e c'hellfe he gwrezverk gorre bezañ tro da -11°C met gant an atmosferenn a rankfe bezañ warni e c'hellfe bezañ un efed ti-gwer bras a-walc'h evit aotren dour dourennek warni ar pezh a laka anezhi e takad-annez he steredenn.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Hervez geriadur ar skiantoù hag an teknikoù
  2. 2,0 ha2,1 Interactive Extra-solar Planets Catalog. The Extrasolar Planets Encyclopedia (2011). Kavet : 26 a viz Gouere 2011.
  3. Jean Schneider ha Jonathan Normand. Catalogue des planètes Extra-solaires
    (fr)
    . Observatoire de Paris. Kavet : 17 a viz Kerzu 2009.
  4. Lec'hienn an Nasa