Ur steredenn velen heñvel a-walc'h ouzh an Heol eo Iota Horologii. Er steredeg an Horolaj emañ, war-dro 50 bloavezh-gouloù diouzh an Douar. An hevelep mas hag an Heol he deus met 50% skedusoc'h eo. Un damramz e veze graet diouti gwechall met an darn vrasañ eus ar glaskourien he renk e-touez ar steredennoù korr bremañ. Ur steredenn GO he rummad eo.

Iota Horologii

Fedoù-sellout
Marevezh J2000.0
Steredeg Horolaj
Uhelder 02h 42m 31.65s
Hedred -50° 48' 12.3"
Sked hewel (V) +5.40
Perzhioù
Renk spektrek G0Vp
B-V Indeks livek 0.57
U-B Indeks livek ?
Doare a steredenn gemmus ket
Astrometriezh
Tizh a-gostez (Rv)15.5 km/s
Tizh (μ) RA: 333.73 mas/bloaz
Dec.: 219.21 mas/bloaz
Parallaks (π)58.00 ± 0.55 mas
Pellder50.6 bg (16.8 pk)
Sked gwir (MV)?
Munudoù
Mas 1.03 ± 0.02 M
Radius 1.097 ± 0.019 R
Sked 1.52 ± 0.05 L
Temperatur - K
Metalekder [Fe/H] = +0.11 ± 0.04
Prantad troiñ 8.6 devez
Oad 30 – 2000 milion bloavezh
Anvioù arall
HR 810, HD 17051, GJ 108


N'eus anv hengounel ebet gant Iota Horologii rak ne c'heller he gwelout nemet eus an hanterzouar-Su.


He c'hromosfer a zo oberiusoc'h eget hini an Heol, ar pezh a c'hellfe talvezout eo Iota Horologii yaouankoc'h egetañ. Ar steredenn dostañ ouzh Iota Horologii eo Chi Eridiani, ur steredenn ramz 7,3 bloavezh-gouloù diouti.

Koskoriad planedennek

kemmañ
 
Gwel un arzour eus Iota Horologii b (graet gant Celestia).

Un ezplanedenn a oa bet kavet war-dro Iota Horologii e 1998, Iota Horologii b, hec'h anv. Treiñ a ra tro-dro da Iota Horologii e 311 deiz hag ur mas eus 1,94 Yaou he deus d'an nebeutañ.


Planedenn
(A-ziwar ar steredenn)
Tolzenn
(MJ)
Period
(devezh)
Radius krenn
(UA)
Ezkreizegezh
b >1.94 ± 0.18 0.91 ± 0.104 311.288 ± 201 0.24 ± 0.07


Tost ouzh harz diabarzh ar c'helchiad annezus emañ Iota Horlogii b, met zoken ma'z eus loarennoù ganti - ar pezh n'eo ket sur - re c'hor int moarvat da gaout buhez warno.

Iota Horologii el lennegel

kemmañ

Er romant skiant-faltazi Iota Cycle gant Russel Lutz eo trevadennet ha douarekaet Iota Horologii. Er romant-se he deus Iota Horologii c'hwec'h planedenn, Iota Horologii b an eil.

Liammoù diavaez (e saozneg)

kemmañ


Gwelet ivez

kemmañ