HD 28185
Fedoù-sellout
Marevezh J2000.0
Steredeg Eridan
Uhelder 04h 26m 26.3205s
Hedred -10° 33' 02.955"
Sked hewel (V) +7.81
Perzhioù
Renk spektrek G5V
B-V Indeks livek 0.750
U-B Indeks livek ?
Doare a steredenn gemmus ket
Astrometriezh
Tizh a-gostez (Rv)49.6 km/s
Tizh (μ) RA: 80.85 mas/bloaz
Dec.: -60.29 mas/bloaz
Parallaks (π)25.28 ± 1.08 mas
Pellder129 bg (39.6 pk)
Sked gwir (MV)+4.81
Munudoù
Mas 0.99 ± 0.07 M
Radius 1.04 R
Sked 1.02 L
Temperatur - K
Metalekder 173%
Prantad troiñ 30 devez
Oad 7.5 × 109 bloavezh
Anvioù arall
BD −10°919, SAO 149631, HIP 20723, GSC 05317-00733
Daveoù
SIMBAD fedoù

Ur steredenn velen heñvel ouzh an Heol eo HD 28185. Er steredeg Eridan emañ, 129 bloavezh-gouloù diouzhimp. E 2001 e oa bet kavet he doa ur blanedenn hag a zo he c'helc'htro damheñvel ouzh hini an Douar, HD 28185 b hec'h anv.

Perzhioù

kemmañ

An hevelep mas ha sked hag an Heol he deus HD 21885 met un tamm yenoc'h eo. Evel an darn vrasañ eus ar stered gant ezplanedennoù eo-hi pinvidikoc'h e metaloù eget an Heol.1,73 muioc'h a houarn egetañ a endalc'h-hi. He zroadenn a zo goustatoc'h eget hini an Heol : 30 devezh e-kenver 25,4 devez.

N'ouzer ket mat pe oad eo HD 28185 b. Kalz oberusoc'h eget hini an Heol eo he c'hromosfer, ar pezh a c'hellfe talvezout ez eo-hi yaouankoc'h : war dro 2,9 miliard bloavezh. He sked, tost a-walc'h ouzh hini an Heol a laka da soñjal eo kalz koshoc'h, avat, marteze war dro 7,5 miliard bloavezh.

Koskoriad planedennek

kemmañ
 
Gwel un arzour eus HD 28185 b hag eus ul loarenn annezus vartezeüs (graet gant Celestia).

Un ezplanedenn, 28185 b hec'h anv, a oa bet kavet war-dro HD 28185. Ur beriodenn eus 1.04 bloavezh he-deus ha kalz bihanoc'h eget hini an darn vrasañ eus an ezplanedennoù arall eo hec'h ezkreizegezh. E kreiz ar c'helc'hiad annezus emañ ha posupl eo ez eus dour liñvel war unan eus he loarennoù.

Hervez ur studi nevez gant Chauvin he-defe HD 28185 ur c'heneil planedennek arall.


Planedenn
(A-ziwar ar steredenn)
Tolzenn
(MJ)
Period
(devezh)
Radius krenn
(UA)
Ezkreizegezh
b >5.72 ± 0.93 383.0 ± 2.0 1.031 ± 0.060 0.070 ± 0.040


Loarennoù annezus

kemmañ

Lec'hiadur HD 28185 b e kreiz ar c'helc'hiad annezus hag hec'h ezkreizegezh vihan eñ-deus kennerzhet poelladoù diwar-benn loarennoù annezus. N'ouzer ket m'he-deus loarennoù HD 28185 b, met ur studi nevez a ziskouez ne c'hellfent ket o tolzenn bezañ brasoc'h eget 0,001% eus hec'h hini [1]. Tostoc'h e vefent, neuze, loarennoù HD ouzh Meurzh eget ouzh an Douar, zoken ma'z eo posupl unan anezho eo bras a-walc'h da virout un atmosferenn zamdev ha donvorioù.


Liammoù diavaez

kemmañ


Gwelet ivez

kemmañ

51 Pegasi

Iota Horologii

Ezplanedenn