17 Kerzu
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1903 : kentañ nijadenn aerlestr Flyer Orville Wright ha Wilbur Wright e Kitty Hawk (Stadoù Unanet).
- 1961 : staget eo trevadennoù portugalat Goa, Daman ha Diu ouzh India.
- 1972 : Georges Marchais a ya da Sekretour meur ar Strollad Komunour Gall.
- 1989 : The Simpsons evit ar wech kentañ er skinwel er Stadoù Unanet.
- 1999 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Fantasia 2000 e New York (Stadoù-Unanet Amerika).
- 2010 : emlazh Mohamed Bouazizi e Tunizia, hag a gaso d'an dispac'h ha da ziskar ar gouarnamant.
- 2016 : kentañ dilennadegoù broadel breizhat evit un Dael e Breizh aozet gant ar gevredigezh Kelc'h An Dael.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1267 : Go-Uda Impalaer Japan.
- 1554 : Ernst Bavaria, priñs bavarian eus an tiegezh Wittelsbach.
- 1734 : Maria Iañ, rouanez Portugal.
- 1770 : Ludwig van Beethoven, sonaozer alaman.
- 1830 : Jules de Goncourt, skrivagner gall.
- 1866 : Kazys Grinius, eil prezidant Lituania.
- 1886 : André Hugon, filmaozour, produour ha saver senario gall.
- 1936 : Jorge Mario Bergoglio, beleg, arc'heskob Buenos Aires, anvet da bab.
- 1959 : Jocelyn Rico, melldroader ha gourdoner breizhat.
Marvioù
kemmañ- 942 : Gwilherm Iañ, yarl Normandi, mab da Rollon.
- 1187 : Gregor VIII, pab.
- 1813 : Antoine Augustin Parmentier, apotiker, douarc'hounezour, studiour ar vagadurezh ha yec'hedour gall.
- 1830 : Simón Bolívar, lesanvet "El Libertador", jeneral ha politikour suamerikan.
- 1833 : Kaspar Hauser, bugel gouez kavet en Alamagn.
- 1847 : Marie-Louise, arc'hdugez Aostria, eil pried Napoleon Bonaparte ha dugez Parma ha Piacenza.
- 1907 : William Thomson anavezet evel Lord Kelvin, fizikour genidik eus Iwerzhon.
- 1909 : Leopold II (Belgia), Roue Belgiz adalek 1865 betek e varv.
- 1941 : Pier ar Go, yezhadurour brezhonek.
- 1987 : Marguerite Yourcenar, skrivagnerez c'hall.
- 2010 : Captain Beefheart, kaner, soner ha livour stadunanat.
- 2011 : Cesária Évora, kanerez eus ar C'hab Glas.
- 2011 : Kim Jong-il, rener Norzhkorea.
Lidoù
kemmañ- Sent an deiz :
- e Breizh :
- Sant Briag, abad iwerzhonat
- sant Yezekael, manac'h ha roue Breizh.
- sant Tedec'ho pe sant Tec'ho, abad
- e Breizh :