Rollon
Rollon (war-dro 846 – marvet etre 927 ha 933), pe Rollo hervez e anv latin (ha saoznek), pe Roperzh hervez e anv pa voe badezet, a oa ur Viking a voe roet dezhañ Normandi gant ar roue gall hag a vez lavaret anezhañ e oa kentañ dug Normandi, adalek 911 betek 927. E 911 e voe roet dezhañ, gant ar roue gall Charlez III (roue ar Franked) un tamm douar e-kichen Rouen. 100 vloaz diwezhatoc'h e vo hennezh a vo anvet dugelezh Normandi. Un toullad mat a vojennoù a zo en-dro d'e anv, ha diaes eo kavout gwirionez an istor en o mesk.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Rollo |
Titl noblañs | Duged Normandi |
Deiziad ganedigezh | 846 |
Lec'h ganedigezh | Skandinavia |
Deiziad ar marv | 930 |
Lec'h ar marv | Normandi |
Lec'h douaridigezh | Rouen Cathedral |
Tad | Rǫgnvaldr Eysteinsson |
Mamm | Hildr Hrólfsdóttir |
Breur pe c'hoar | Hallað Rǫgnvaldsson, Þórir þegjandi Rǫgnvaldsson, Torf-Einarr |
Pried | Poppa of Bayeux, Gisela of France |
Familh | House of Normandy |
Micher | Goprsoudard |
Karg | Duged Normandi |
Relijion | relijion norsek, Katoligiezh |
Brezel | Seziz Pariz (885-886) |
E anv
kemmañKrediñ a reer eo un anv frank-latin, deuet eus an anv norsek kozh Hrólfr, diwar skouer latinekadur Hrólfr Kraki e Roluo e-barzh ar Gesta Danorum, troet hiziv da Rolf. Diwar an anv-se e teu ivez an anv gallek Raoul.
Istor
kemmañUr Viking e oa Rollo, met tabut zo diwar-benn e orin. En oberenn Dudo of St. Quentin De moribus et actis primorum Normannorum ducum ez eus kaoz eus un den galloudus e Danmark ha bec'h etrezañ ha roue ar vro. Mervel a eure ar roue ha menel a reas e zaou vab Gurim ha Rollo, ha sede ma voe kaset Rollo kuit eus ar vro ha lazhet Gurim. Gwilherm Jumièges ivez a ra anv eus yaouankiz Rollo en e levr Gesta Normannorum Ducum ha lavarout a ra e oa eus kêr Fakse e Danmark. Wace, a skrivas e Roman de Rou 300 vloaz diwezhatoc'h, a ra anv eus an daou vreur (anvet Rou ha Garin gantañ), evel an Orkneyinga Saga.
Aloubadeg Bro-C'hall
kemmañEn 885 edo Rollo e-touez pennoù bihan morlu ar Vikinged a reas seziz Pariz (885-886) dindan urzhioù Sigfred.
Dimezioù ha bugale
kemmañRollon a zimezas da Poppa de Bayeux, ha bugale dezho :
- Gwilherm Hir e gleze
- Gerloc (Adele)
- Kadline, a zimezas da Bjolan, Roue Skos.
- Gerletta a zimezas da Gwilherm II Akitania.
- Crispina a zimezas da Grimaldus, priñs Monaco, tad al lignez Grimaldi e Monaco.
Kas kuit Poppa a reas Rollo evit dimeziñ e 912 da Gisela (marvet e 919), merc'h da Charlez III Bro-C'hall, ha bugale dezho:
- Griselle, a zimezas da Thorbard av Møre (anavezet ivez evel Herbert de la Mare, kentañ aotrouof St. Opportune-la-Mare pe Opportune-the-Mare.
Goude marv Gisela ec'h addimezas da Poppa
Lennegezh
kemmañUr pezh-c'hoari, Rollo Duke of Normandy zo bet skrivet e saozneg, er XVIIvet kantved gant John Fletcher, Philip Massinger, Ben Jonson, ha George Chapman.
Liammoù diavaez
kemmañ- D.C. Douglas, "Rollo of Normandy", English Historical Review, Vol. 57 (1942), pp. 414–436
- Robert Helmerichs, [Rollo as Historical Figure]
- Rosamond McKitterick, The Frankish Kingdom under the Carolingians, 751-987, (Longman) 1983
- Dudonis gesta Normannorum - Dudo of St. Quentin Gesta Normannorum Latin version at Bibliotheca Augustana
- Dudo of St. Quentin's Gesta Normannorum - An English Translation
- Gwyn Jones. Second edition: A History of the Vikings. Oxford University Press. (1984).
- William W. Fitzhugh and Elizabeth Ward. Vikings: The North Atlantic Saga. Smithsonian Institute Press. (2000)
- Eric Christiansen. The Norsemen in the Viking Age. Blackwell Publishers Ltd. (2002)
- Agnus Konstam. Historical Atlas of the Viking World. Checkmark Books. (2002)
- Holgar Arbman. Ancient People and Places: The Vikings. Thames and Hudson. (1961)
- Eric Oxenstierna. The Norsemen, New York Graphics Society Publishers, Ltd. (1965)
- FMG on Ragnvald the Wise, the father of Rollo? Probably conjectural or doubtful, see the following link below
- Stewart Baldwin's report on the unknown parentage of Rollo