Gisela
anv merc’hed
Gisela zo un anv-badez alamanek. Savet eo diwar ar ger germanek gisil, a dalv kement ha saezh.
E brezhonegAozañ
- Brezhoneg : Gizela (evel Gizela Étienne, c'hoariourez ha leurennerez e Kastellin).
Er yezhoù arallAozañ
IstorAozañ
Roet e veze er familhoù frank ivez e Galia.
Tud brudetAozañ
Kentañ ma voe anezhi a voe e 628. Krouet e oa bet gant
- Gisela, merc'h da dug Gwaskogn, a zimezas da Caribert II, mab da Klotar II.
- Gisela Akitania, mamm Bertrada Laon, lesanvet Berta an Droadegez.
- Gisela (757-810), merc'h Pepin Grenn ha Bertrada Laon, c'hoar da g-Karl Veur, a oa bet roet dezhi anv he mamm-gozh Gisela Akitania,
- Gisela (781-ap.814), merc'h da Garl Veur
- Gisela (?-war-lerc'h 874), merc'h da Loeiz an Deol, merc'h-vihan da g-Karl Veur. Ganti e voe diazezet abatioù Somain ha Cysoing en hanternoz Bro-C'hall a hiziv.
- Ur verc'h he doe hag a voe anvet Gisela ivez, hag a eas da leanez.
- Gisela Bourgogn (952-1006), dugez Bavaria, mamm Gisela Bavaria
- Gisela Bavaria (war-lerc'h 985-1060), rouanez Hungaria, gwennvidigez katolik
- Gisela Swabia (989 pe 990 – 14 a viz C'hwevrer 1043), merc'h da Herman II Swabia ha d'e bried Gerberga Bourgogn.
- Gisela Aostria, pe Gisela Louise Marie von Österreich (1856–1932), merc'h d'an impalaer Franz Joseph Iañ ha d'e bried Elisabeth von Österreich-Ungarn (lesanvet Sissi).
XIXvet kantvedAozañ
- Gisela von Arnim (1827-1889), skrivagnerez alamanek
XXvet kantvedAozañ
- Gisèle Halimi ganet en 1927, avokadez ha skrivagnerez c'hall
- Gisele Bündchen ganet en 1980, dougerez dilhad eus Brazil
- Gisela, ur ganerez brudet e Spagn
- Beyonce Giselle Knowles, kanerez stadunanat
- Gisela João, kanerez portugalat.
En arzAozañ
- Giselle, barrez gant Jean Coralli ha Jules Perrot, sonerezh gant Adolphe Adam, skrid gant Théophile Gautier (1841)