Alvokad
Un alvokad zo un den a justis karget da zifenn, da skoazellañ, da guzuliañ ha da gomz e anv e glianted dirak al lez-varn. E Bro-C'hall, enskrivet eo en ur vreutaererezh staliet e pep Lez-varn Ensav-meur [1]
StudioùAozañ
Meur a hentenn a zo a-benn dont da vezañ alvokad. Ret eo kaout d’an nebeutañ ur vachelouriezh heuliet gant ur vestroniezh (master) war ar gwir evit gellout bezañ degemeret e kreizenn rannvroel stummañ alvokidi (CRFPA).
Gallout a reer ivez tremen dre SciencePo, en ur spisaat e studioù war ar breutaerezh. A-benn prientiñ an diplom dibar ([[CAPA]]) e vez graet ur bloavezh kentelioù teorikel. Evit lakaat e ouiziegezh da dalvezout e vez goulennet gant an danvez-alvokad ober ur staj e-pad 18 miz e ti unan a vicher. Ur wech ma 'z eo prest an deskard, e tou dirak al lez-galv (Cour d'Appel) hag enskrivet en ur vreutaererezh. 181 a zo e Bro-C’hall a-bezh.
D’ar 1añ a viz Genver 2005 e oa bet niveret 43977 alvokad e Bro-C’jall ; 47% anezho a oa neuze, hag a zo c’hoazh, maouezed.
GoproùAozañ
Gopr krenn un alvokad a zo 5 000 € bep miz. Digempouez da vat eo abalamour ma c’hall un alvokad gounit kalz (380 000 € eo gopr uhelañ Frañs) pe nebeut-tre, war-goll memes, evel 8% eus alvokidi Frañs.
Perzhioù goulennetAozañ
Evit bezañ en e aez pa vezer alvokad ez eo ret bezañ tuet war al labour, bezañ gouest da ezteurel e soñjoù en un doare sklaer dre gomz ha dre skrid, bezañ desket-kaer, resis, krak-ha-berr, faltazius a-wechoù, emren, kaout ur spered kenaozañ ha gouzout selaou an dud all.
Aozadur ar Justis e Bro-C’hallAozañ
Disrannet eo ar Justis e div lodenn : an urzh-varn hag an urzh velestradurel.
Urzh-varn | Urzh velestradurel |
---|---|
|
|
Liammoù diavezAozañ
- M’ho peus c’hoant da gaout resisadurioù diwar tra pe dra a-zivout ar Justis, ha ma vefe evit bezañ kelaouet pe evit ur vicher war ar Gwir, e c’hellit mont da sellet ouzh lec’hienn Ministrerezh ar Justis: http://www.justice.gouv.fr.