An departamant a zo un dachennad douar, pe, evit ober gant gerioù all, ur rannadur melestradurel e Bro-C'hall. War un dro ez eo

Kartenn an departamantoù gall

Pa vez anv eus an dachennad douar eo kustum tud ar velestradurezh c'hall da skrivañ ar ger gant un d bihan; pa vez kaoz eus ar framm politikel e vez implijet un D bras ganto.

Abaoe 2011 ez eus kement ha 101 departamant e Bro-C'hall, hag en o zouez 5 departamant tramor.

An departamant evel pastell-vro velestradurel

kemmañ

Ar bastell-vro velestradurel dindan ar gwir boutin eo an departamant abaoe ar bloaz VIII (17991800) hag e chom c'hoazh. Renet eo gant ar prefed-departamant anvet diouzh c'hoant ar gouarnamant, harpet gant isprefeded e penn an isprefetioù.

Meur a servij didolpet eus ar Riez gall a zo aozet e framm an departamant, evel Renerezh departamant an Aveiñ (DDE, e berr), pe Renerezh departamant an aferioù yec'hed ha sokial (DDASS, e berr).

An departamant evel strollegezh lec'hel

kemmañ

Ur strollegezh lec'hel digreizennet eo an departamant ivez. Dindan renerezh ar C'huzul-departamant emañ. Ar c'huzul-se a vez graet Kuzul-Meur anezhañ ivez, a zo dilennet war-eeun gant mouezhioù an holl zilennerion, evit c'hwec'h vloaz.

Bodet eo bet an departamantoù da sevel ar rannvroioù. Rannet e vezont etre arondisamantoù, hag int-i isrannet etre kantonioù a zo bet savet dre vodañ kumunioù.

Niverennadur an departamantoù

kemmañ

En deroù e veze implijet niverennoù diwar an urzh alfabetek (1 da 83) evit bastañ da ezhommoù ar servijoù post. Goude an Impalaeriezh kentañ e oe dilezet ar sistem. E penn kentañ an XXvet kantved e voe adsavet an niverenniñ en ur dennañ kont eus an departamantoù ouzhpennet, met e 1922 e voe ouzhpennet an Territoire-de-Belfort nevez-krouet, dezhañ an niverenn 90.

Pa voe adrannet an Île-deFrance e 1964 e chomas gant Pariz an niverenn 75 ha gant an Yvelines, e-lec'h m'emañ Versailhez, pennlec'h ar Seine-et-Oise, an niverenn 78, hini ar bet-departamant. Ar pemp departamant nevez-krouet a resevas niverennoù diwar o urzh alfabetek ha lakaet e diwezh ar roll (91 betek 95 : Essonne, Hauts-de-Seine, Seine-Saint-Denis, Val-de-Marne, Val-d'Oise).

E 1976 e voe rannet Korsika etre daou evit krouiñ an departamant ar Corse-du-Sud (2A) ha hini Haute-Corse (2B).

Niverennet eo bet an departamantoù tramor eus 971 betek 976 (n'eus ket a zepartamant niverennet 96).

Anavezet mat eo sistem niveradur an departamantoù gant ar C'hallaoued pa vezont dispaket war blakennoù-marilh ar c'hirri-dre-dan hag ar marc'hoù-dre-dan. Aet eo da get an doare-se pa'z eus bet degemeret ur sistem europat e 2009, met chomet eo en un doare arouezel war ar c'hostez, gant arouez ar rannvro. Implijet e vez an niverennadur evit niverennoù ar Surentez sokial, e penn kodoù-post ar c'humunioù (nemet evit Korsika: implijet e vez an 20 evit kumunioù an enezenn a-bezh).

Sell ivez

kemmañ

Kartenn an departamantoù gall

kemmañ

 

Taolenn an departamantoù gall

kemmañ
Niv Departamant Kêr-brefeti Poblañs (2022)
01 Ain Bourg-en-Bresse 671 289
02 Aisne Laon 525 558
03 Allier Moulins 334 715
04 Alpes-de-Haute-Provence Digne-les-Bains (Dinha e yezh ar vro) 167 179
05 Hautes-Alpes Gap 141 677
06 Alpes-Maritimes Nice (Nisa e brezhoneg) 1 114 579
07 Ardèche Privas (Privàs e yezh ar vro) 333 229
08 Ardennes Charleville-Mézières 267 204
09 Ariège Foix (Foish e yezh ar vro) 155 339
10 Aube Troyes 311 076
11 Aude Carcassonne (Carcassona e yezh ar vro) 377 773
12 Aveyron Rodez (Rodés e yezh ar vro) 279 736
13 Bouches-du-Rhône Marseille (Marselha e yezh ar vro) 2 069 811
14 Calvados Caen 704 605
15 Cantal Aurillac (Orlhac e yezh ar vro) 144 399
16 Charente Angoulême 351 603
17 Charente-Maritime La Rochelle (ar Roc'hell e brezhoneg) 668 160
18 Cher Bourges 299 496
19 Corrèze Tulle, Tula e yezh ar vro 240 120
2A Corse-du-Sud Aiacciu 166 045
2B Haute-Corse Bastia 185 231
21 Côte-d'Or Dijon 537 577
22 Côtes-d'Armor, e brezhoneg Aodoù-an-Arvor Sant-Brieg 609 598
23 Creuse Guéret (Garait e yezh ar vro) 115 529
24 Dordogne Périgueux (Periguers e yezh ar vro) 416 325
25 Doubs Besançon 548 662
26 Drôme Valence (Valença e yezh ar vro) 521 432
27 Eure Évreux 601 305
28 Eure-et-Loir Chartres (Chartrez e brezhoneg) 432 950
29 Finistère, e brezhoneg Penn-ar-Bed Kemper 927 912
30 Gard Nîmes (Nimes e yezh ar vro) 764 010
31 Haute-Garonne Toulouse (Tolosa e yezh ar vro) 1 456 261
32 Gers Auch 192 649
33 Gironde Bordeaux (Bourdel e brezhoneg) 1 674 980
34 Hérault Montpellier (Montpelhièr e yezh ar vro) 1 217 331
35 Ille-et-Vilaine (Il-ha-Gwilen e brezhoneg) Roazhon 1 109 232
36 Indre Châteauroux 216 809
37 Indre-et-Loire Tours (Teurgn e brezhoneg) 616 326
38 Isère Grenoble 1 291 380
39 Jura Lons-le-Saunier 258 405
40 Landes Mont-de-Marsan (Lo Mont de Marsan e yezh ar vro) 428 427
41 Loir-et-Cher Blois (Bleaz a-gozh e brezhoneg) 328 953
42 Loire Saint-Étienne 772 041
43 Haute-Loire Le Puy-en-Velay (Lo Puèi de Velai e yezh ar vro) 228 161
44 Loire-Atlantique (Liger-Atlantel e brezhoneg) Naoned 1 473 156
45 Loiret Orléans (Orleañs e brezhoneg) 687 063
46 Lot Cahors (Caors e yezh ar vro) 175 620
47 Lot-et-Garonne Agen 332 226
48 Lozère Mende 76 503
49 Maine-et-Loire Angers (Añje e brezhoneg) 828 151
50 Manche Saint-Lô 496 815
51 Marne Châlons-en-Champagne 564 107
52 Haute-Marne Chaumont 169 865
53 Mayenne ("Mezven" e brezhoneg) Laval 305 437
54 Meurthe-et-Moselle Nancy 732 898
55 Meuse Bar-le-Duc 180 745
56 Morbihan (skrivet Mor-Bihan e brezhoneg) Gwened 776 103
57 Moselle Metz 1 050 721
58 Nièvre Nevers 202 299
59 Nord Lille ("Rijsel", e yezh ar vro) 2 616 909
60 Oise Beauvais 830 725
61 Orne Alençon 276 144
62 Pas-de-Calais Arras 1 460 184
63 Puy-de-Dôme Clermont-Ferrand ("Clarmont d'Auvernha" e yezh ar vro) 664 385
64 Pyrénées-Atlantiques Pau 699 473
65 Hautes-Pyrénées Tarbes (Tarba e yezh ar vro) 231 453
66 Pyrénées-Orientales Perpignan (Perpinyà e yezh ar vro) 492 964
67 Bas-Rhin Strasbourg (Straßburg e yezh ar vro) 1 156 963
68 Haut-Rhin Colmar (Kolmar e yezh ar vro) 767 800
69 Rhône Lyon 1 907 982
70 Haute-Saône Vesoul 233 920
71 Saône-et-Loire Mâcon 549 136
72 Sarthe Le Mans 566 129
73 Savoie Chambéry 445 288
74 Haute-Savoie Annecy 849 583
75 Pariz
Gwechall edo an niverenn-se gant departamant ar Seine
Paris (Pariz e brezhoneg) 2 113 705
76 Seine-Maritime Rouen (Rouan e brezhoneg) 1 260 205
77 Seine-et-Marne Melun 1 452 399
78 Yvelines
Gwechall edo an niverenn-se gant ar Seine-et-Oise
Versailles (Versailhez e brezhoneg) 1 470 778
79 Deux-Sèvres Niort 375 415
80 Somme Amiens 565 540
81 Tarn Albi 396 168
82 Tarn-et-Garonne Montauban (Montalban e yezh ar vro) 264 924
83 Var Toulon (Toullon pe "Toulon" e brezhoneg) 1 108 364
84 Vaucluse Avignon (Avinhon e yezh ar vro) 568 702
85 Vendée ("Vañde" e brezhoneg) La Roche-sur-Yon 706 343
86 Vienne Poitiers 438 688
87 Haute-Vienne Limoges (Limòtges e yezh ar vro; ha Lemojez e brezhoneg) 372 438
88 Vosges Épinal 358 700
89 Yonne Auxerre 333 896
90 Territoire de Belfort Belfort 140 082
91 Essonne Évry-Courcouronnes 1 324 546
92 Hauts-de-Seine Nanterre 1 647 435
93 Seine-Saint-Denis Bobigny 1 681 725
94 Val-de-Marne Créteil 1 419 531
95 Val-d'Oise Cergy/Pontoise¹ 1 270 845
971 Guadeloupe² (Gwadeloup e brezhoneg) Basse-Terre ("Bastè" e yezh ar vro) 383 569
972 Martinique² (Martinik e brezhoneg) Fort-de-France ("Fòd Fwans" e yezh ar vro) 361 019
973 Guyane² (Gwiana e brezhoneg) Cayenne ("Kayèn" e kreoleg) 288 382
974 La Réunion² Saint-Denis 881 348
976 Mayotte² Mamoudzou 256 518


Evezhiadennoù:

  1. Edo prefeti ar Val-d'Oise da vezañ lakaet e Pontoise pa voe krouet an departamant, nemet kaset e voe d'ar gumun nes, Cergy; bremañ e reont ar ville nouvelle anvet Cergy-Pontoise.
  2. An departamantoù tramor gall a zo douaroù a oa trevadennoù pell diouzh Bro-C'hall, hag a zo bet roet dezho ur statud heñvel ouzh hini departamantoù "european" Bro-C'hall. Bez' ez int, hervez al lezenn, lodoù eus Frañs hag eus Unaniezh Europa, nemet reolennoù europat arbennik zo evito. Pep hini eus an departamantoù-se zo ivez ur rannvro.

Evezhiadennoù all

kemmañ

Evezhiadennoù all a c'haller ober war anvioù ar c'hêrioù a zo pennlec'hioù departamantoù :

  1. Kêrioù gall zo o deus un anv brezhonek a-gozh pe goshoc'h, evel Bourdel, Orleañs, ar Roc'hell, Teurgn, ...
  1. Kêrioù gall zo n'eo ket gallek hepken o anvioù ofisiel: kavout a reer anezho digemm a-wechoù e yezhoù all ar vro, evel Bastia e korseg, Pau en okitaneg (nemet distaget disheñvel); kemm bihan a vez alies evel etre Quimper ha Kemper, Strasbourg ha Straßburg en alamaneg (Strossburi en elzaseg), Perpignan ha Perpinyà e katalaneg, Ajaccio hag Aiacciu e korseg; kemm bras a vez a-wechoù all, evel etre Vannes ha Gwened, hag etre Lille ha Rijsel e nederlandeg.
  1. Kêrioù gall zo o deus anvioù all e yezhoù all: Toulouse a zo Tolosa del Llengadoc e katalaneg, Bourdel a zo Burdeos e spagnoleg, Pariz a zo Parigi en italianeg, Marseille zo Marseilles ha Reims zo Rheims e saozneg.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù efedus evit deskiñ dre an eñvor gwirvoud an departamantoù gall

kemmañ