Besançon
Besançon | ||
---|---|---|
![]() Ar gêr gozh gwelet diwar nij. | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Bourgogne-Franche-Comté | |
Departamant | Doubs (prefeti) | |
Arondisamant | Besançon (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h c'hwec'h kanton | |
Kod kumun | 25056 | |
Kod post | 25000 | |
Maer Amzer gefridi | Anne Vignot 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Grand Besançon Métropole | |
Lec'hienn web | http://www.besancon.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 118 258 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 818 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 235 m — brasañ 620 m | |
Gorread | 65,05 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Besançon (distaget [bəzɑ̃sɔ̃] e galleg, [ˈbzɑ̃ːsɔ̃] gant tud ar vro) zo ur gêr eus Reter Bro-C'hall war ribl ar stêr Doubs, pennlec'h departamant an Doubs ha kêr-benn ar rannvro Bourgogne-Franche-Comté. Araok e oa e penn ar rannvro Franche-Comté. Emañ war vord ar menezioù Jura hag en un 60 kilometr bennak eus Bro-Suis.
DouaroniezhAozañ
E traoñienn an Doubs emañ Besançon, e-barzh ur gildroenn anezhañ.
War-dro 90 kilometr a zo etre Besançon ha Dijon e Bourgogn, Lausanne e Suis, ha Belfort, an nor da Elzas ha da Alamagn.
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
Hen impalaeriezh
|
Impalaeriezh izellañ
|
Krennamzer uhel
|
|
GerdarzhAozañ
Hervez Dauzat & Rostaing e teu an anv eus ur wrizienn rakkeltiek ves-, menez, gant ul lostger rakkeltiek -unt- hag un adlostger -ionem[2].
ArdamezioùAozañ
en aour e erer dispak en sabel, o terc'hel en e grabanoù div golonenn en gul balirant war an eskell |
IstorAozañ
Kêr-benn civitas Sequanorum e oa, e proviñs Belgica; goude-se e tremenas d'ar broviñs Germania Superior adalek an impalaer Domitianus.
Besançon a oa bet distrujet er bloaz 456 gant ar Vurgonded, hag er bloaz 937 gant Hungared.
Eus 1184 da 1664, Besançon a oa ur gêr an impalaeriezh, ha kêr-benn ar Franche-Comté.
Aloubet eo bet, gant e rannvro, er bloaz 1668, gant Loeiz XIV, roue bro C'hall[3].
MelestradurezhAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Iliz-veur Besançon eo ar savadur relijiel brasañ, giz c'hotek ganti. Savadurioù all a zo eus ar mare araok aloubidigezh Bro-C'hall, da skouer Tour de la Pelote savet gant gouarnamant ar gumun war urzh Karl V an Impalaeriezh Santel e 1546.
Roet eo bet d'ar gêr al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor hag hini ar Glad bedel gant an UNESCO (e 2008) abalamour da Gwikadell Besançon, mogerioù-kreñv savet gant Vauban etre 1678 ha 1771.
Darempredoù etrebroadelAozañ
Sinet eo bet emglevioù gevelliñ pe kenober gant meur a strollegezh tiriadel estrañjour[4].
- Huddersfield (Bro-Saoz) abaoe 1955 ledanaet da zistrig Kirklees e 1995
- Freiburg im Breisgau (Alamagn) abaoe 1959
- Pavia (Italia) abaoe 1964
- Hadera (Israel) abaoe 1964
- Neuchâtel (Suis) abaoe 1975
- Douroula (Burkina Faso) abaoe 1985
- Kuopio (Finland) abaoe 1986
- Man (Aod-an-Olifant) (Aod-an-Olifant) abaoe 1991
- Tver (Rusia) abaoe 1996
- Bistriţa (Roumania) abaoe 1997
- Bielsko-Biała (Pologn) abaoe 2000
- Charlottesville (Virginia) (Stadoù-Unanet) abaoe 2006 (karta mignoniezh sinet e 2004)
- Aqabat Jabr (Palestina) abaoe 2004 (kenober war an dour)
- Matsumae (Japan) abaoe 2011
TudAozañ
LevrlennadurAozañ
- Yves Jeannin, Jean-François Reynaud, Bernard de Vregeville ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIII è siècle. XV. Province ecclésiastique de Besançon (Maxima Sequanorum). De Boccard. 2007
- (fr) Eveline TOILLON, Besançon insolite et secret, Alan Sutton, 2003
- (fr) Dominique BONNET et Denis MARAUX, Découvrir Besançon, La Taillanderie, 2002
- (fr) Jean COURTIER, Besançon en cartes postales anciennes, Bibliothèque Européenne
- (fr) Collectif, Guide Gallimard Franche-Comté, Nouveaux-Loisirs, 1999
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Albert Dauzat & Charles Rostaing ː Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse 1963; Guénégaud, 1978
- ↑ M.N. Bouillet, Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Hachette & Cie. Paris 1863
- ↑ Ar c'hêrioù keveler (d'an 19 a viz Ebrel 2011)