Impalaeriezh roman

Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

.

An impalaeriezh Roman en he barr pa oa marvet Trajan, e 117 goude Jezuz-krist
Lupa romana.jpeg
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Impalaeriezh Roma eo an anv a reer eus ar Stad a gemeras lec'h ar Republik roman adalek ar bloaz 27 KJK.

An anvAozañ

Daou dra war un dro a roer da intent gant al lavarenn Impalaeriezh roman (latin : imperium rōmānum, gresianeg krennamzerel : Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων Vasileía tón Romaíon "Rouantelezh ar Romaned" , italianeg : Impero romano) :

IstorAozañ

Staliet e voe ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), gourniz hag advab Caius Julius Caesar, goude ar brezelioù diabarzh a c'hoarvezas er Republik roman e dibenn ar Iañ kantved kent JK. Peurvuiañ e lakaer ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist da zeroù renad an impalaeriezh roman, ar bloaz ma voe roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ.
Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel saviad ar riez abaoe Emgann Actium pevar bloaz a-raok, e 31 kent Jezuz-Krist, pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh abaoe mare diktatouriezh Caius Julius Caesar.

Biskoazh n'eus bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell ec'h eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o deveze ar Romaned ma vije renet ur c'hemm enep an henvoazioù hag enep youl an doueoù marteze.
Hervez an istor ofisiel, diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps senatus ("penn ar sened") e oa e ditl boutinañ, ha ne oa nemet hini ar senedour en doa aotre da gomz a-raok an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa grede ar Romaned e oa an den kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet pizh outañ.
Abalamour d'an aon rak ar c'hemm e vezed kustum ivez er mareoù kentañ da reiñ d'ar princeps an titl a gonsul, a oa ar rezhaouer uhelañ er Republik.

Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv caezar ("impalaer") a-raok e anv-familh, ha diwar ar skouer-mañ ec'h eo bet graet heñvel gant an impalaerien a voe war e lerc'h. Un titl eo deuet da vezañ, ha tsar, pe c'hoazh ksar, zo anvioù a enor a veze roet da impalaerien Rusia, Bulgaria ha Serbia, ha kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.

Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps, hag imperator en o zouez ; eus ar ger imerator e teu impalaer. D'ur jeneral trec'hour e veze roet gant e soudarded a-raok ar boaz d'e reiñ d'ur senedour.

An Impalaeriezh roman e voe ar Stad galloudusañ a-fed armerzh, sevenadur, politikerezh hag arme en e vare. Chomet eo unan eus ar brasañ impalaeriezhoù a zo bet biskoazh. En e barr dindan ren an impalaer Trajan e oa ledet war 5 milion a gilometradoù karrez. En e zalc'h e oa e-tro 70 milion a dud, 21% eus poblañs ar bed er mare-se.
Dre ma padas pell ha war un tiriad bras ez eo chomet an impalaeriezh roman un diazez evit ar yezhoù gresian ha latin, a-fed sevenadur, relijion, ijinerezh, savouriezh, prederouriezh, Gwir ha stummoù gouarnamantoù evit kantvedoù goude ma oa aet da get. En Europa ar Grennamzer e voe klasket adsevel impalaeriezhioù par d'an hini roman : Impalaeriezh Latin ar Reter (1024-1261) goude ar pevare Kroaziadeg, hag an impalaeriezh roman Santel German. Dre nerzh trevadenniñ Europiz goude mare an azginivelezh, hag ar stadoù krouet goude, ar sevenadurezh c'hresian-goman ha yuzev-kristen a voe ledet dre ar bed, hag a yeas da ziazez ar bed a-vremañ.

Gwelet ivezAozañ