Marcus Antonius
Marcus Antonius, ganet en 83 ha marvet en 30, zo ur politikour hag ur jeneral roman. Mab e oa da Marcus Antonius Creticus, ha mab-bihan d'ar c'honsul Marcus Antonius Orator.
Un harper leal hag a-bouez e voe evit kenderv e vamm Julius Caesar, evel ofiser eus an arme ha merour. Goude drouklazh Caesar e savas Marcus Antonius ur c'hevredad politikel ofisiel gant Octavius (Augustus) ha Lepidus, anvet gant istorourien an amzer a vremañ Eil Triumvirelezh.
Echuiñ a reas an Eil Triumvirelezh e -33. Dizemglevioù etre Octavus hag Marcus Antonius a lakaas ar brezel sivil da darzhañ. Brezel diwezhañ ar Republik roman e voe, e -31. Faezhet e voe Marcus Antonius gant Octavius en emgann war vor Actium, hag en un emgann berr e-tal Aleksandria.
En em lazhañ a reas Marcus Antonius hag e serc'h Kleopatra nebeut goude. Pouezus-kenañ e voe e faezhidigezh e treuzfurmadur Republik Roma en Impalaeriezh roman.
E vugale
kemmañ- Gant Fulvia:
- Marcus Antonius Antyllus,
- Iullus Antonius Creticus
- Gant Octavia Minor, c'hoar da Octavianus, a zeuas da vout an impalaer Augustus:
- Antonia Major, a zimezas da Lucius Domitius Ahenobarbus; mamm-gozh an impalaer Nero
- Antonia Minor, dimezet d'ar jeneral Drusus, mab da Livia; mamm an impalaer Claudius ha mamm-gozh Caligula.
- Gant Cleopatra:
- Alexander Helios
- Cleopatra Selene II, a zimezas Juba II, roue Numidia ha goude Mauretania;
- Ptolemy Philadelphus.