Kleopatra VII
Kleopatra VII Thea Philopator , Κλεοπάτρα Φιλοπάτωρ en henc'hresianeg (69 kent JK[1] – 12 a viz Eost 30 kent JK), anvet peurliesañ Kleopatra hepken, a oa faraonez diwezhañ Henegipt.
Diwezhañ ezel eus tierniezh ar Btolemeed e oa, ur familh a orin gresian-ha-makedonian[2] a renas Henegipt goude marv Aleksandr Veur e-pad ar prantad hellenistek. Da gentañ e renas Kleopatra asambles gant he zad Ptolemaios XII Auletes ha diwezhatoc'h gant he breudeur, Ptolemaios XIII ha Ptolemaios XIV, a voe euredet ganti hervez gizioù an Henegiptiz, hogen en diwezh e teuas da vezañ ar galloud nemeti. N'he deus bet bugel ebet gant ar priedoù-se. Serc'h Julius Caesar e teuas da vout, pezh a greñfaas he zron. Diwezhatoc'h e lakaas ar mab he doa bet gant Julius Caesar, Caesarion, da ren asambles ganti.
Goude drouklazh Julius Caesar e 44 kent JK, ec'h enebas ouzh Marcus Antonius a zeuas da vezañ hêr Caesar hervez al lezenn, Gaius Julius Caesar Octavianus (anvet diwezhatoc'h Augustus). Gevelled he doa bet gant Marcus Antonius, Kleopatra Selene II hag Aleksandr Helios, hag ur mab all, Ptolemaios Filadelfos. Goude bezañ bet trec'het en emgann Actium gant armeoù Octavianus, en emlazhas Marcus Antonius. Kleopatra en em jahinas ivez war e lerc'h, gant flemmadenn un naezr diouzh an hengoun, d'an 12 a viz Eost, 30 kent JK[3]. Faraon e oa anvet he mab Caesarion, war lerc'h he marv gant e harperien, met drouklazhet e oa bet diwar urzh Octavianus. He rouantelezh a zeuas da vezañ proviñs roman Egipt.
Betek hirie an deiz eo chomet brudet Kleopatra e sevenadur ar C'hornôg. He c'houn a gaver bev mat dalc'hmat e-barzh a-bep seurt oberennoù arz. Gallout a reer menegiñ trajedienn William Shakespeare Anton ha Kleopatra, opera Jules Massenet, Cléopâtre, ha film 1963 Cleopatra. E-barzh kalzig a zeskrivadurioù e taneveller Kleopatra e giz un dekenn, hag e vez lakaet ar gaoz war he darempredoù stank he deus bet gant galloudusañ gwazed kempred ar bed. Diwar-se e klasker goulakaat ha diazezañ e oa mistr tre ha kenedus.
En e Pensées ec'h embann Blaise Pascal eo gant he c'hened e oa kemmet istor ar bed : ma vije bet berroc'h "Fri Kleopatra, dremm ar bed a-bezh a vije bet cheñchet."[4]
Notennoù
kemmañ- ↑ Walker, p. 129.
- ↑ The Oxford Encyclopedia of Ancient Egypt. “,Kleopatra VII a oa merc'h Ptolemaios XII Auletes (80–57 kent JK, faraon etre 55 ha 51 kent JK) ha kleopatra, gresianed-ha-Makedoniz o-daou."
- ↑ "Who Was Cleopatra?", p 2, Smithsonian Magazine
- ↑ title The Beauty of Cleopatra, University of Chicago
En he raok Ptolemaios XIII |
Kleopatra VII Tierniezh Ptolemaek adalek -51 betek -30 |
War he lerc'h Impalaeriezh roman |