Caius Julius Caesar

(Adkaset eus Julius Caesar)
Ur pennad Caius zo ivez.
Ur pennad Julius zo ivez.
Ur pennad Caesar zo ivez.
Ur pennad Caius Caesar zo ivez.

Caius Julius Caesar, pe verroc'h Julius Caesar (Kezar pe Kaezar e brezhoneg alies), a oa ur politikour, jeneral ha skrivagner roman, ganet e Roma d’an 13 a viz Gouhere 101 pe 100 kent Jezuz Krist, ha marvet d’ar 15 a viz Meurzh eus ar bloaz 44 kent Jezuz Krist. Lazhet e voe gant Brutus, mab e vestrez Servilia Caepionis, e teatr Pompeius ma oa bodet ar Sened, war-lerc’h un irienn aozet gant senedourien just a-walc'h.

Caius Julius Caesar
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGAIVS IVLIVS CAESAR, Divus Julius Kemmañ
PraenomenGaius Kemmañ
NomenJulius Kemmañ
CognomenCaesar Kemmañ
Posthumous nameDivus Iulius Kemmañ
Anv berrJulius Caesar Kemmañ
Deiziad ganedigezhGouere 100 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoma Kemmañ
Deiziad ar marv15 Meu 44 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvTheatre of Pompey Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvdiwadañ Kemmañ
Killed byPublius Servilius Casca, Decimus Junius Brutus Albinus, Tillius Cimber, Gaius Cassius Longinus, Marcus Junius Brutus Kemmañ
Lec'h douaridigezhTemple of Caesar Kemmañ
TadGaius Julius Caesar Kemmañ
MammAurelia Kemmañ
Breur pe c'hoarJulia Major, Julia Minor Kemmañ
PriedCornelia Cinna, Pompeia, Calpurnia Kemmañ
BugelJulia, Caesarion, Aogust Kemmañ
FamilhJulii Caesares, tierniezh julian-ha-glaodian Kemmañ
GensJulia gens Kemmañ
Incarnation ofAmon Kemmañ
Yezh vammlatin Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin, henc'hresianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Honorific prefixImperator Kemmañ
Titl sevendedPater Patriae Kemmañ
Lec'h annezRoma Kemmañ
Strollad politikelpopulares Kemmañ
Statud sokialpatricius Kemmañ
Relijionancient Roman religion Kemmañ
Azeulet gantancient Roman religion, religion of ancient Egypt, Relijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Tachenn ar sant pe doueAzeuladur impalaerel en Henroma Kemmañ
Kleñveddrougsant Kemmañ
Last wordsΚαὶ σὺ τέκνον Kemmañ
Grad milourelMilitary tribune, Imperator Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh etre Caesar ha Pompeius, Brezel Galia Kemmañ
Oberenn heverkDe bello gallico, Commentarii de bello civili Kemmañ
Ezel eusTriumvirelezh kentañ Kemmañ
Darvoud-alc'hwezcapture Kemmañ
Prizioù resevetRoman triumph, Consecratio, laurel wreath Kemmañ
Present in workDivina Commedia Kemmañ
PrantadLate Roman Republic Kemmañ
Deskrivet dreTusculum portrait, Green Caesar, Arles bust Kemmañ
Dezverket dreClementia Kemmañ
IstorHistory of Julius Caesar Kemmañ
Subject has roleDivus Iulius Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadJ. Paul Getty Museum, Victoria and Albert Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
EpithetDivus Kemmañ
Member of Roman tribeFabia Kemmañ
Caius Julius Caesar

Ar gerioù diwezhañ distaget gantañ a voe lavaret da vBrutus : « Kaï sù, tèknon ? » (καὶ σύ, τέκνον;) e gregach, hag e latin « Tu quoque, mi fili ? », da lavarout eo : "Te ivez, ma mab ?". Ne oa ket Brutus mab Caesar, met er mare-se e talve ar ger τέκνον « den yaouank », « ma faotr ».

Anvet e voe da ziktatour a-hed buhez, lakaet da zoue. Gant e varv e teu fin ar Republik roman, ha gant e warlerc’hiad Aogust, a voe trec’het gantañ Marcus Antonius e-pad an eil brezel diabarzh, e krog an Impalaeriezh roman.

E orin kemmañ

Caesar a lavare e tiskenne eus Iul (pe Askagn), mab da Aeneas ha Kreüs, deuet gant e dad da Italia goude faezhidigezh Troia. Gantañ e vije bet savet kêr Alba ha gwelet e oa evel tad al lignez kozh Iulia. Dre-se e lavare Caesar diskenn eus an doueez Gwener.

Darn o deus bet lavaret e teue anv Caesar eus e c’hanidigezh dre skej-kof e vamm (caesar, aris, o talvezout kement ha bugel ganet dre skej-kof). Kement-se n’haller ket krediñ pa anavezer istor Roma un disterig, rak an anv Caesar a oa bet douget gant tud all eus ar gens Julia, unan anezho konsul er bloavezh 91 kent JK.

Dre levezon bras e voereb Julia, intañvez ar c’honsul Marius, e oa dre ret Julius Caesar, hervez ar c’hoari politikel e Roma, e kostezenn ar populares.

Pa oa yaouank e oa bet harluet gant an diktatour Sylla, ha panevet skoazell tud uhel e vije bet lazhet. Repu a gavas e lez ar roue Nikomedes ar Pevarvet, roue Bithynia. War-lerc’h marv Sylla e teuas en-dro da Roma, hag e labouras war an helavarded. Gouzout a reas kavout an tu da blijout d’ar bobl dre adsevel delwennoù Marius (diskaret gant Sylla) war un dro gant galloud tribuned ar plebs. Hag eñ pretor da vare irienn Catilina e 63 kent JK ne reas netra evit mirout outi, ma savas diskred ha disfiz warnañ, pa soñje da galz e oa emglev etre an daou zen.

E 60 kent JK e voe kaset da brobretor da Hispania Baetica (Andalouzia a-vremañ dre vras), hag un nebeud aloubadennoù a reas eno. Pa voe distro da Roma en em glevas gant Pompeius ha Crassus, hag e savas ganto un driumvirelezh kuzh. Gant arc’hant Crassus e c’hallas mont da gabaliñ hag e voe anvet da gonsul e 59 goude JK. Gant e gengonsul Marcus Calpurnius Bibulus ne laoskas ket nemeur a c’halloud. Echu gantañ e vloavezh, e 58 goude JK eta, e voe anvet da brokonsul Galia e-pad pemp bloaz. A-benn ar pemp bloaz-se e reas e seizh gwellañ evit bezañ adanvet e-pad pemp bloaz all. E-kerzh an dek vloaz-se e kasas aloubidigezh Galia da benn-vat hag e tilestras e Britannia (Enez Vreizh).

Pompeius hag ar brezel diabarzh kemmañ

Pompeius, savet gwarizi ennañ gant trec’hioù Caesar, a enebas ouzh e anvidigezh evel prokonsul adarre hag a lakaas embann un urzh da ober dezhañ reiñ e zilez. Neuze e klaskas Caesar ober e vad eus ar vrud en doa gonezet e-kerzh brezel Galia hag eus marv Crassus, bet lazhet o vrezeliañ ouzh ar Barthed. Sevel a reas a-enep Pompeius evit tapout ar galloud ha bezañ e-unan e penn ar Stad.

Pa deuas Caesar gant e arme, trec’het ganto ar C’halianed, da dremen an Alpoù ha da vont etrezek Roma, e c’hoantaas ar Sened herzel outañ da zont e kêr gant e soudarded da zibunañ evit an trec’hlid. Mont a reas neuze dreist e wir ha treuziñ a reas ar stêr Rubico a oa an harz etre Italia hag ar proviñsoù, harzoù ha ne oa ket aotreet ar gonsuled e karg da dreuziñ evit mont da Roma. Neuze en dije distaget ar bomm « Alea jacta est » (kentoc’h moarvat e gregach "Anerrifthô Kubos", « Taolet eo ar blanedenn »), a dalvez edo o kemer ur riskl politikel hag e konte war e blanedenn vat.

Brezel a savas etre tud kostezenn Caesar ha mignoned Pompeius, a oa tec'het kuit. Goude da Julius treuziñ Italia evel un trec'hour ez eas war-lerc'h armeoù e enebour, renet gant letananted dezhañ, betek Spagn d'o distruj. Neuze ez eas en arbenn dezhañ betek Tesalia, e Bro-Hellaz, hag e voe trec'h warnañ da vat en emgann Pharsalus er bloavezh 48 kent JK, ma rankas Pompeius tec'hel betek Egipt e-lec'h ma voe lazhet. Pa erruas Caesar war e lerc'h un toullad deizioù goude e tougas kañv d'e enebour hag e kemeras e zial o tistroadañ ar roue yaouank Ptolomeos XIII en doa roet urzh da lazhañ Pompeius hag e lakaas ar gurunenn war benn Kleopatra ar Seizhvet, a oa c'hoar ha gwreg ar roue war un dro. E penn-kentañ ar brezel-se e teuas Caesar a-benn da lakaat ar Sened d'e envel da ziktatour, pep galloud gantañ etre e zaouarn. Roet e voe dezhañ ivez ar prænomen a Imperator, un titl a vo roet da gement hini a vo e penn ar Stad war e lerc'h.

Eus Egipt e redas da Azia, e 47 kent JK, hag e voe faezhet gantañ roue Pont, Farnas, mab da v-Mithridates, a oa savet a-enep da Roma. En dro-se eo e tistagas e vomm brudet: Veni vidi vici). Ac'hano ez eas da Afrika ma tistrujas an arme republikan renet gant Metellus Scipio ha Cato Utika (pe Cato Yaouank) en emgann Thapsus e 46 kent JK. Ac'hano neuze ez eas da Spagn da drec'hiñ war arme ar Pompeius yaouank e Munda, ma voe echu neuze gant kostezenn Pompeius.

Anvet da ziktatour kemmañ

E 45 kent JK, pa voe distro e Roma, e voe graet un trec'hlid dezhañ hag e voe lakaet da ziktatour e-pad dek vloaz. Pa voe pep galloud etre e zaouarn e klaskas bezañ dellezek eus an enor-se: pardoniñ a eure d'e enebourien, kaeraat kêr Roma, lakaat ober ur porzh en aber an Tibr, adsevel Korinthia ha Kartago, ober lezennoù nevez, sevel un deiziadur nevez ha krouiñ aozadurioù talvoudus a bep seurt.

Marv Caesar kemmañ

Ar republikaned avat a damalle dezhañ klask bezañ lakaet da roue, a steuas un irienn en e enep, hag en lazhas e-kreiz ar Sened da-geñver Idoù Meurzh (15 a viz Meurzh 44 kent JK). Teir c'hontellad warn-ugent a voe roet dezhañ, eme Suetonius (Buhez Caesar, LXXXII). E-touez an iriennerien edo Marcus Junius Brutus, en devoa bet madoù ha skoazell gantañ.

War-lerc'h e varv kemmañ

Tro wenn avat o doa graet an iriennerien, rak war-lerc'h marv Caesar e voe 15 bloavezh a vrezel diabarzh. Ha goude an eil triumvirelezh, e lezvab Oktav (ur gourniz dezhañ) o vezañ unan eus an tri-se, e teuas ar Stad roman da vout un Impalaeriezh er bloavezh 31 kent JK. Oktav neuze, deuet da vout Aogust, eo a voe ar c'hentañ impalaer, ha ne voe ket adkavet gant ar Sened ar gwirioù a oa bet lamet gant Caesar digantañ, daoust ma ne voe ket ken dibleg Aogust. Lakaet e voe Caesar da zoue war-lerc'h e varv, ha kemend-all a voe graet gant Aogust hag an holl impalaerien all war e lerc'h.

Gwragez ha karantezioù kemmañ

Sed an anvioù roet gant an istorour Suetonius.

Ouzhpenn e wragez e vije bet gant maouezi all, ha doganet meur a ozhac'h, hervez an istorour Suetonius:

Ouzhpenn-se e oa troet Caesar gant ar baotred ivez. E Bitinia e oa bet serc'heg ar roue Nicomedes, ma veze lavaret e Roma e oa deuet Caesar da vezañ "rouanez Bitinia".

Suetonius en eus komzet diwar-benn Caesar : "gwaz holl merc'hed, ha gwreg holl gwazed"

E vugale kemmañ

Skridoù Caesar. kemmañ

 
C. Iulii Caesaris quae extant, 1678

Ouzhpenn ur jeneral hag ur politikour meur e oa Caesar ur skrivagner mat, tro en e bluenn. Eus e oberoù e chom ganimp Commentarii rerum gestarum a vez rannet e daou:

a zo skouerioù eus eñvorennoù istorel, a zo bet heuliet gant tud evel Napoléon Bonaparte pe Charles de Gaulle.

A-wechoù e vez meneget Brezelioù Alexandria hag Afrika ouzhpenn, met diwar zorn Aulus Hirtius e vefent. Levrioù Caesar zo bet moullet dizehan, ha meur a embannadur gallek zo war ar marc’had.

Levrioù diwar e benn kemmañ

Skrivet eo bet buhez Caesar :

  • gant Suetonius, en e levr Buhez an Daouzek Caesar;
  • gant Ploutarc’hos (pe Plutark) en e levr Buhez Caesar (meneget adarre izeloc'h).

Ur vuhez all a zo bet lakaet war gont ar skrivagner Julius Celsus a zo bet skrivet gant ar skrivagner italian Petrarca.

Komzoù Caesar kemmañ

  • Gwelloc’h din bezañ kentañ en ur gêriadenn eget an eil e Roma.
  • An dud a gred er pezh a c’hoantaont.
  • Arabat e vije diskred war Gwreg Caesar.
  • « Alea jacta est ». Taolet eo an diñsoù.
  • « Veni vidi vici ». Deuet on, gwelet em eus, ha trec’het em eus.
  • « Tu quoque mi fili ». Te ivez ma mab.

Gerioù kemmañ

Diwar anv Julius Caesar eo deuet

  • anv ar miz "July, Julio, Juillet", a zo Gouhere e brezhoneg, a zo deuet diwar e anv diegezh; lakaet en doa kemm an deiziadur evit ma vije 365 deiz ha kard en ur bloaz;
  • an anv Kaiser en alamaneg, roet da impalaerien Alamagn
  • an anv « Tsar » pe « Czar » roet da impalaer Rusia.

Hêrezh Caesar kemmañ

Kemeret e oa bet an anv Caesar gant e lezvab Oktav. Un anv a enor e teuas da vezañ, douget gant an holl impalaerien war e lerc'h, hag ar briñsed roman ivez, goude ma ne vezent ket eus tiegezh Caesar. Roet e voe an anv goude da hêr an impalaer, hag ur reolenn e teuas ar boaz-se da vout adalek amzervezh Diokletian. Diwar neuze e voe kemeret an anv Aogust gant an impalaer ouzhpenn hini Caesar, ha roet an anv Caesar d'an hini a oa da ren war o lerc'h.

Pennadoù damdost kemmañ

Levrioù all da lenn kemmañ

  • Ploutarc'hos, Vie de César, troet gant Dominique Ricard, a zo bet lakaet en-linenn war al lec’hienn Nimispauci
  • Julius Caesar gant William Shakespeare zo ur pezh-c'hoari brudet
  • Napoleon ar C’hentañ pa oa prizoniad en enez Santez-Helena, en doa roet dre gomz da skrivañ ur Précis des guerres de César, Paris, 1836
  • Napoleon Tri en deus skrivet ur Vie de César, 1865.
  • Jérôme Carcopino, Jules César
  • Luciano Canfora, Jules César
  • Max Gallo, Cesar Imperator
  • Yann Le Bohec, César chef de Guerre