Amon
Amon zo unan eus doueed pennañ an Henegiptiz hag eus mitologiezh ar Verbered[1]. Talvezout a ra eo anv Imen kement hag « An hini kuzhet » pe « An hini n'haller ket anavezout ». Kement-se a dalvez n'haller ket anavezout e furm wirion abalamour m'en em ziskouez dindan stummoù a bep seurt. Graet e vez anezhañ Imen achâ renou, "Amon e anvioù niverus"[2]. Gant e bried Amemet ez eo unan eus doueed Eizhad Hermopolis.
Amon | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Doueed egipt | |||||||||
Goude prantad Amarna oa livet e glas, da lakaat war well al liamm gant an Aer ha orin ar bed. | |||||||||
Elfennoù | |||||||||
Anv(ioù) all | Imen | ||||||||
Anv dre ar skritur kozh |
| ||||||||
pe | |||||||||
| |||||||||
pe | |||||||||
| |||||||||
Treuskrid | jmn | ||||||||
Doare Skeudenniñ | Paotr koefet gant ur Pschent lakaet daou bluenn warni | ||||||||
Strollad doue | Ogdoad eus Hermopolis da c'houde Triad eus Thebai | ||||||||
Eil lodenn | Amemet ha Ouseret | ||||||||
Azeul | |||||||||
Lec'h azeuliñ | Henegipt | ||||||||
Templ | Kalz | ||||||||
Lec'hioù penn oferennañ | Thebai (Egipt) | ||||||||
Familh | |||||||||
Kentañ pried | Amemet | ||||||||
Eil pried | Mout | ||||||||
- Bugale | Khonsou | ||||||||
Arouezioù | |||||||||
Arouezioù | Daou bluenn hag ur Sfiñks gant ur benn maout | ||||||||
Loen | Gwaz (evn), an Naer, ar Maout (loen) ha marteze Skilwaz Egipt | ||||||||
Liv(ioù) | Lies liv |
Dindan stumm ar c'houblad Amon-Ra e teuas da vezañ kreiz ar reizhiad teologiezh kempleshañ eus Henegipt. Amon a oa ar pep pennañ hag ar pezh a oa kuzhet, e-skoaz Ra a oa an doue diskuliet. Un doue krouer, e oa. Kampion ar re baour e oa ivez hag ur roll a-bouez en devoa en deoliezh hiniennel. Krouet e voe Amon gantañ e-unan, hep tad na mamm. E roll evel roue an doueed a vrasaas kement ma tostaas ar relijion d'an undoueegezh hag an doueed all a zeuas da vezañ stummoù anezhañ. Asambles gant Osiris ez eo Amon-Ra an doue eus Henegipt zo meneget ar muiañ[3]. Azeulet e vez ivez er broioù tost da Henegipt Henlibia ha Nubia.
Mitologiezh
kemmañDindan stumm ur waz, unan eus e loened sakr, e tozvas ar vi kentañ a zinodas ar vuhez dioutañ. Dindan neuz un naer e sperias ar vi kosmek stummet en dourioù kentañ. Meneget eo gant testennoù ar piramidennoù e-touez an doueed a wareze ar faraon marv hag, er Grennimpalaeriezh e kemeras ar c'hentañ plas e bro Teba, ma kemeras lec'h Montou a-benn ar fin. Doueoniourien Teba a roas dezhañ ur pried nevez, Mout, hag ur mab, C'honsou, doue al Loar, bodet o zri e Triadenn Teba.
Taolennadurioù
kemmañEvel m'en diskouez e anv (« An hini kuzhet »), n'haller ket taolenniñ anezhañ. Abalamour da se e veze livet gant neuz ar faraon, met gantañ ur gurunenn gant un doare boned en e benn, div bluñvenn sonn peg outañ hag e groc'hen livet e glas-glizin[4]. Livet e vez gant ur c'hroc'hen gell, pe du a-wezhioùigoù, hag abalamour da se e vez hevelebaket ouzh Min, doue Koptos.
E arouezioù eo gwaz Egipt[5] (henegipteg smn), abalamour da zistagadur damheñvel an daou anv moarvat, hag ar maout[6] (henegipteg šft). Dirak e dempl e Karnak e weler un aleziad sfiñsoù dezhe korfoù leoned ha pennoù meot, arouezioù e c'halloudegezh da engehentañ.
Azeulerezh
kemmañDoue lec'hel Teba e oa da gentañ. Goude ma erruas an XIvet tierniezh, a orin eus ar gêr-se, e penn ar vro, Amenemhat (« Imen zo dirak ») peurgetket, ur faraon eus an XIIvet tierniezh, e teuio da vezañ roue an doueed, « aotrou tronoù ar vro zoubl ».
Da vare an XIIvet tierniezh e teuas Amon da vezañ doue arouezius Henegipt. Unvaner ar vro e oa ha roet en deus an trec'h da Ahmôsis war an alouberien Hiksos. Unanet e oa neuze da Rê, doue an heol e Heliopolis, ha dont a reas da vezañ an doue kosmek Amon-Rê, « an hini peurbadus, aotrou Karnak, krouer eus ar pezh zo anezhañ, mestr pep tra, diazezet en un doare padus e pep tra[7] ». Lenn a reer ivez « Daoublegañ a ra an doueed e-harz e dreid evel chas pa anavezont bezañs o aotrou »[8].
Hevelebekaet eo ivez ouzh Min, doue Koptos dindan an anv Amon-Min, doue ar strujusted. gant Mout ha C'honsou ez a d'ober un driadenn azeulet e Karnak. Gant Rê ha Ptah ez a d'ober strollad tri doue bras Henegipt.
E-kichen an Amon roueel-se, diziraezus d'ar pep brasañ eus an dud, ez eus ur stumm all eus an doue Amon gwelet evel un doue tostoc'h hag a selaoue ar re baour, ar re glañv hag ar maouezed dougerez gant evezh. Gallout a reont tostaat outañ e-pad ar gouelioù relijiel bras evel gouel Opet ma' z ae prosesion bigi sakr Triadenn Teba (Amon, Mout ha c'honsou) eus Karnak da Louksor.
E-doug an oadvezh arkaek gresian an hini e oa hevelebekaet Amon ouzh an doue gresian Zeus. Annezidi Kirene eo a vrudas anezhañ er bed gresian dindan an anv Ammon-Zeus (henc'hresianeg Ἄμμων Ammon, hag Ἅμμων Hammon). Santual e orakl en oaziz Siwa a oa an trede e ment er bed hellenadek goude hini Delfi (gouestlet da Apollon) ha Dodone (gouestlet da Zeus). Aleksandr Veur a lakaas embann eno e oa mab Ammon-Zeus e -331.
Levrlennadur
kemmañ- Kurt Heinrich Sethe, Urkunden des ägyptischen Altertums, levrenn IV, "Urkunden der 18. Dynastie", Leipzig, 1932-1961
- Ruth Schumann Antelme, Stéphane Rossini, Nétèr - Dieux d'Égypte
- Roland Harari, Gilles Lambert, Dictionnaire des dieux et des mythes égyptiens, Le Grand Livre du Mois, 2002, isbn=2-7028-7781-8
Notennoù
kemmañ- ↑ H. Basset, « Les influences puniques chez les Berbères », e Revue Africaine, Nnn 62, 1921, pp. 367-368
- ↑ Cf. Ruth Schumann Antelme & Stéphane Rossini, p. 25
- ↑ Vincent Arieh Tobin, Oxford Guide: The Essential Guide to Egyptian Mythology, Edited by Donald B. Redford, p. 20, Berkley books, ISBN 0-425-19096-x
- ↑ Liv bolz an oabl eo ar glas. Liv ar maen-pers eo ivez, ur maen-sakr evit Henegiptiz.
- ↑ Alopochen aegyptiaca
- ↑ Ovis longipes aegyptiaca
- ↑ Enskrivadur Thoutmôsis III e Karnak (Sethe 1932-1961, p. 164)
- ↑ Meulgan da Amon eus Kaero, XVIIIvet tierniezh (Harari et Lambert 2002, p. 15)
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |