Skilwaz Egipt

Ur Skilwaz Egipt


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Anseriformes
Kerentiad : Anatidae
Genad : Alopochen
Anv skiantel
Alopochen aegyptiaca
(Linnaeus, 1766)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar Skilwaz Egipt[1] (liester : Skilwazi Egipt) a zo un evn palvezek, Alopochen aegyptiaca an anv skiantel anezhañ. Ar spesad bev nemetañ[2] eo er genad Alopochen.

Ul labous sakr e oa en Henegipt.

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Alopochen aegyptiaca.

Debriñ a ra delioù, geot, ed diwar o gar, greun… ha diouzh an dro, buzhug, raned hag amprevaned[3].

 
Tiriad Alopochen aegyptiaca e ruz.

Bevañ a ra en Afrika issahara hag e traoñienn an Nil. Hiniennoù a oa bet degaset da Vreizh-Veur e dibenn an XVIIvet kantved ha darn a achapas kuit. Ul loen dazgouez e teuas da vezañ ha kregiñ da baotaat adalek an XIXvet kantved. Ur spesad aloubus eo deuet da vezañ en Europa adalek ar bloavezhioù 1980, dreist-holl en Izelvroioù, Alamagn, Elzas ha Belgia, ha klasket e vez diouennañ anezho[4]. Hiniennoù a c'haller gwelet e Breizh ivez[5].

 
Alopochen aegyptiacus

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

[[Rummad:Evned Afrika]]