Riezad

renk taksonomek e bevoniezh

E bevoniezh, ur riezad[1] pe ur renad[2] (regnum a lavarer diwar skouer al latin ivez) zo un takson a oa ar rummad uhelañ e rummatadur klasel ar bevien, pe (e reizhiad an tri damani) ar renk dindan an damani. Pep riezad zo rannet e strolladoù bihanoc'h anvet skourradoù.

Rannet e oa bed ar bevien e div riezad gant Linné : Animalia evit al loened ha Vegetabilia evit ar plant (Lakaet e oa bet ar maenadoù en un trede riezad gant Linné : ar Mineralia). Rannet e oa bet pep riezad e kevrennadoù gant Linné da gentañ. Diwezhatoc'h e vodas anezhe e skourradoù evit al loened hag e rannadoù evit ar plant. Pa oa bet dizoloet ar bevien a yae ur c'hellig d'o ober hepken (unkelliged) e voent rannet etre an div riezad : ar re a oa gouest da fiñval er skourrad eus riezad al loened anvet Protozoa, hag ar bezhinoù livet hag ar bakteri e rannad ar plant anvet Thallophyta pe Protophyta. Koulskoude e oa kalz spesadoù hag a oa diaes da lec'hiañ pe a veze lakaet e riezadoù disheñvel hervez ar skiantourien : da skouer, ar bezhin Euglena zo gouest da zilec'hiañ hag ar mycetozoa amibennheñvel ivez. Abalamour da gement-se e kinnigas Ernst Haeckel krouiñ un trede riezad anvet Protista evite[3],[4].

Div impalaeriezh ha peder riezad

kemmañ

Pa oa dizoloet e oa disheñvel framm kellig ar bakteri diouzh hini ar bevedegoù all (ar c'helligoù bakteri o deus pep a kroc'henenn pe ziv war o gorread, pe e-kichen, pa vez kempleshoc'h framm ar bevedegoù all, dezhe un nukleüs ha benvegelloù all rannet gant kroc'henennoù e diabarzh ar c'helligoù) e kinnigas Chatton rannañ ar bevien e div impalaeriezh : bevedegoù gant un nukleüs en Eukarioted ha bevedegoù hep nukleüs er Prokarioted[5].

Kinnig Chatton ne reas ket berzh diouzhtu. Heuliet e voe un hent klaseloc'h gant reizhiad Herbert Copeland, a roe ur riezad disheñvel d'ar prokariot, anvet Mychota da gentañ met Monera pe Bacteria diwezhatoc'h[6]. Reizhiad Copeland, gant peder riezad a lakae an holl eukariot na oant ket loened pe plant er riezad Protista[7].

Dont a reas war wel tamm-ha-tamm pegen pouezus e oa ar c'hemm etre prokarioted hag eukarioted, ha Stanier ha van Niel a vrudas reizhiad Chatton, enni div impalaeriezh, er bloavezhioù 1960[8].

Pemp riezad

kemmañ

Krouet e voe ur pempvet riezad evit ar Fungi gant Robert Whittaker. Ar reizhiad-se, dezhi pemp riezad, kinniget e 1968, zo deuet da vezañ ar muiañ implijet hag ez eo implijet atav e kalz studiadennoù gant un nebeud gwellaennoù, peotramant evel diazez reizhiadoù nevesoc'h gant meur a riezad. Diazezet eo dreist-holl war disheñvelderioù er magerezh: ar Plantae zo aototrofed lieskelligek dreist-holl, en Animalia emañ an heterotrofed lieskelligek, hag er Fungi emañ ar saprotrofed lieskelligek. An div riezad a chom, Protista ha Monera, a vod bevien unkelligek hag eeun[9].

C'hwec'h riezad

kemmañ
 
Taolenn eus reizhiad Ernst Haeckel gant teir riezad (Plantae, Protista, Animalia) embannet e Generelle Morphologie der Organismen, 1866).

Er bloavezhioù war-dro 1980 e veze taolet kalz a evezh ouzh ar filogeniezh hag ouzh un termenerezh nevez eus ar riezadoù, dezhe da vezañ strolladoù unfiletek, da lâret eo strolladoù graet eus bevedegoù kar en un doare tost a-walc'h. An Animalia, Plantae, ha Fungi a veze lakaet da strolladoù diazez a vode furmoù buhez kar tost peurliesañ, ha lakaet e veze ar furmoù all e-touez ar Protista. Studiadennoù diazezet war an TRNr gant Carl Woese a rannas ar prokarioted (ar riezad Monera) e div riezad anvet Eubacteria hag Archaebacteria. Klask a reas Carl Woese sevel ur reizhiad enni teir riezad ma veze bodet plant, loened, Protista, ha Fungi e riezad an eukarioted. Mont a rae an Eubacteria hag an Archaebacteria d'ober an div riezad all. Da gentañ e tiwanas implij ar "reizhiadoù enne c'hwec'h riezad" eus ar c'hendeuzadur eus reizhiad klasel ar pemp riezad hag eus reizhiad Woese, enni teir riezad. Hevelep "reizhiadoù enne c'hwec'h riezad" zo deuet da vezañ implijet stank e kalz studiadennoù[10].

Meur a riezad eukarioted nevez a oa kinniget ivez, met argaset e voe buan ar pep brasañ anezhe, lakaet d'ober skourradoù pe "phyla", pe dilezet penn-da-benn. An hini nemeti a vez implijet stank c'hoazh eo ar riezad Chromista kinniget gant Cavalier-Smith, enni bevedegoù evel an tali, an diatomea, hag an Oomycota. Evel se eo rannet an eukarioted e tri strollad heterotrofek dreist-holl, an Animalia, ar Fungi, hag ar Protozoa, ha daou strollad boudoù a vev diwar luc'hkevanaoz dreist-holl : ar Plantae (en o zouez ar bezhin ruz ha glas) hag ar C'hromista. Koulskoude n'eo ket bet implijet stank ar reizhiad-se abalamour ma'z eus diskred evit a sell ouzh unfiletegiezh an div riezad diwezhañ.

Woese a lakae ar pouez war an heñvelderioù genetek muioc'h evit war an neuz diavaez hag an emzalc'h, oc'h harpañ e rummatadur war keñveriadennoù eus genoù TRNr ar ribosomoù e live ar molekuloù evit dibab rummadoù e rummatadur. Ne denn ket ur blantenn d'ul loen da welet, met e live ar c'helligoù e weler e vod an daou strollad eukarioted, dezhe ar memes urzhiadur e-diabarzh ar c'helligoù, gant nukleüsoù er c'helligoù peurgetket, na gaver ket en Eubacteria hag en Archaebacteria. Ar pezh zo pouezusoc'h, plant, loened, fungi, ha protisted zo heñveloc'h an eil re ouzh ar re all evit a sell o framm genetek e live ar molekuloù, hervez ar studiadennoù renet diwar an TRNr, evit ma'z int pe ouzh an Eubacteria pe ouzh an Archaebacteria. Dizoleiñ a reas Woese ivez e oa tostoc'h en un doare genetek an holl eukarioted, bodet a-gevret en ur strollad, d'an Archaebacteria evit d'an Eubacteria. Kement se a dalvez ez eo an Eubacteria hag an Archaebacteria strolladoù disheñvel memes pa o c'heñverier gant an eukarioted. Abalamour da se e tiazezas Woese reizhiad an tri Damani, a ziskouez splann ez eo tostoc'h an holl Eukarioted war an dachenn c'henetek pa geñverier o c'herentiezh c'henetek etrezo hag an hini o deus gant ar bacteria pe an archaebacteria, hep bezañ rediet da sevel ur reizhiad enni teir riezad e-lec'h "reizhiad ar c'hwec'h riezad". Reizhiad an tri damani zo ur "reizhiad enni c'hwec'h riezad" a vod ar riezadoù eukarioted e damani an Eukarya zo diazezet war o heñvelder genetek tost a-walc'h p'o c'heñverier gant damani ar Bacteria hag hini an Archaea. Anavezout a reas Woese ivez ne oa ket riezad ar Protista ur strollad unfiletek hag e c'hallfe bezañ rannet muioc'h e live ar riezad. Lod all o deus rannet riezad ar Protista e Protozoa hag e Chromista, da skouer.

Ar reizhiadoù disheñvel

kemmañ
Linnaeus
1735[11]
Haeckel
1866[12]
Chatton
1925[13][14]
Copeland
1938[15][16]
Whittaker
1969[17]
Woese et al.
1977[18][19]
Woese et al.
1990[20]
Cavalier-Smith
1993[21][22][23]
Cavalier-Smith
1998[24][25][26]
Ruggiero et al.
2015[27]
2 impalaeriezh 2 impalaeriezh 2 impalaeriezh 2 impalaeriezh 3 damani 3 riezad vras 2 impalaeriezh 2 riezad vras
2 riezad 3 riezad 4 riezad 5 riezad 6 riezad 8 riezad 6 riezad 7 riezad
Protista Prokaryota Monera Monera Eubacteria Bacteria Eubacteria Bacteria Bacteria
Archaebacteria Archaea Archaebacteria Archaea
Eukaryota Protista Protista Protista Eucarya Archezoa Protozoa Protozoa
Protozoa
Chromista Chromista Chromista
Vegetabilia Plantae Plantae Plantae Plantae Plantae Plantae Plantae
Fungi Fungi Fungi Fungi Fungi
Animalia Animalia Animalia Animalia Animalia Animalia Animalia Animalia


(N'eo ket disi ar c'hevataldedoù diskouezet en daolenn-mañ. Da skouer e laka Haeckell ar bezhin ruz (ar Florideae diouzh Haeckell ; ar Florideophyceae hiziv an deiz) hag ar bezhin glas-gwer (an Archephyta diouzh Haeckell ; ar Cyanobacteria hiziv) e-touez ar Plantae, met er rummatadurioù a vremañ e vez sellet oute evel protisted ha bacteria. En desped d'an dra-se ha da zireizhderioùigoù all e pourvez an daolenn-mañ ur sell eeun a c'hall bezañ talvoudus memes tra.)

Notennoù

kemmañ
  1. M. Ménard, Dictionnaire français-breton, 2020, p. 1140.
  2. Diwan, Kreizenn ar geriaouiñ
  3. E. Haeckel, Generelle Morphologie der Organismen, Reimer, Berlin, 1866
  4. Joseph M. Scamardella, "Not plants or animals: a brief history of the origin of Kingdoms Protozoa, Protista and Protoctista", International Microbiology, 1999, II, 207–221
  5. E. Chatton, Titres et travaux scientifiques,Sette, Sottano, Italia, 1937
  6. H. F. Copeland, "The kingdoms of organisms", Quart. Rev. Biol., 1938, XIII, 383–420
  7. H. F. Copeland, The Classification of Lower Organisms, Palo Alto, 1956
  8. R. Y. Stanier ha C. B. van Niel, "The concept of a bacterium", Arch. Microbiol. levrenn 42, 17–35
  9. R. H. Whittaker, "New concepts of kingdoms of organisms", Science 1969 levrenn 163, 150–160
  10. C. R. Woese, W. E. Balch, L. J. Magrum, G. E. Fox ha R. S. Wolfe, "An ancient divergence among the bacteria", Journal of Molecular Evolution, 1977, IX, 305-311
  11. Linnaeus, C. (1735). Systemae Naturae, sive regna tria naturae, systematics proposita per classes, ordines, genera & species. 
  12. Haeckel, E. (1866). Generelle Morphologie der Organismen. Reimer, Berlin. 
  13. Chatton, É. (1925). "Pansporella perplexa. Réflexions sur la biologie et la phylogénie des protozoaires". Annales des Sciences Naturelles - Zoologie et Biologie Animale 10-VIII: 5–84
  14. Chatton, É. (1937). Titres et Travaux Scientifiques (1906–1937). E. Sottano, Sète, France. 
  15. Copeland, H.F. (1938). "The kingdoms of organisms". Quarterly Review of Biology 13 (4): 383–420. DOI:10.1086/394568
  16. Copeland, H.F. (1956). The Classification of Lower Organisms. Palo Alto : Pacific Books. 6 p. DOI:10.5962/bhl.title.4474. 
  17. Whittaker, R.H. (January 1969). "New concepts of kingdoms of organisms". Science 163 (3863): 150–160. DOI:10.1126/science.163.3863.150
  18. (August 1977) "An ancient divergence among the bacteria". Journal of Molecular Evolution 9 (4): 305–311. DOI:10.1007/BF01796092
  19. (November 1977) "Phylogenetic structure of the prokaryotic domain: the primary kingdoms". Proceedings of the National Academy of Sciences of the United States of America 74 (11): 5088–5090. DOI:10.1073/pnas.74.11.5088
  20. (1990) "Towards a natural system of organisms: proposal for the domains Archaea, Bacteria, and Eucarya.". Proceedings of the National Academy of Sciences of the United States of America 87 (12): 4576–4579. DOI:10.1073/pnas.87.12.4576
  21. Cavalier-Smith, T. (1981). "Eukaryote kingdoms: Seven or nine?". Bio Systems 14 (3–4): 461–481. DOI:10.1016/0303-2647(81)90050-2
  22. Cavalier-Smith, T. (1992). "Origins of secondary metabolism". Ciba Foundation Symposium 171: 64–80; discussion 80–7. DOI:10.1002/9780470514344.ch5
  23. (1993) "Kingdom protozoa and its 18 phyla". Microbiological Reviews 57 (4): 953–994. DOI:10.1128/mmbr.57.4.953-994.1993
  24. Cavalier-Smith, T. (1998). "A revised six-kingdom system of life". Biological Reviews 73 (3): 203–266. DOI:10.1111/j.1469-185X.1998.tb00030.x
  25. Cavalier-Smith, T. (2004). "Only six kingdoms of life". Proceedings of the Royal Society B: Biological Sciences 271 (1545): 1251–1262. DOI:10.1098/rspb.2004.2705
  26. Cavalier-Smith, T. (June 2010). "Kingdoms Protozoa and Chromista and the eozoan root of the eukaryotic tree". Biol. Lett. 6 (3): 342–345. DOI:10.1098/rsbl.2009.0948
  27. (2015) "A higher level classification of all living organisms". PLOS ONE 10 (4): e0119248. DOI:10.1371/journal.pone.0119248